Sketla Segobrani vol2/Rann 01
Benniget ra vezo an den yaouank divarvel a zo o sklerijenni ar bed, ar c’hadour nerzek a laka finv er Rod [1], an doue a daol er vann, bep beure, ar Rod ! Pedet e vez gand ar vrezelourien, kent mont d’an emgann, gand ar varnerien kent diskulia o barnadenn, gand ar vicherourien kent deraoui o labour, gand an danevellourien, ar werzaouerien, an delennerien kent displega o ijin, gand ar vezeged dirak gwele ar glanvourien, gand ar veleien hag al lidlazourien-sakr en nevedou, gand an arerien o voulc’ha irvi hag ar vederien o trouc’ha ed. Holl, yaouank ha koz, bras ha bihan, war ar bre pe er gompezenn, en douar-bras pe en inizi, ez arc’hont skoazell an Aotrou e gant a anoiou, ar Mestr e gant a arzou, ar Roue e lïesrôadou.
Lugus Voretodêvos [2] a warez an danevellou a vezo skrivet war ar bugenou-man. Gantan e vo gwarezet ar skrivagner, kouls hag al lenner anezo. D’ar skrivagner e roio Lugus Smertos [3] gouiziegez, gwirionded ha helavar ; d’al lenner e roio poell, furnez ha meiz. Lugus Karros [4] a ra ged war-dro ar bugenou-ze m’eman lakaet dre skrid warno ar gelennadurez en deus bet Vindosêtlos digand an doueed. Skôet e vo gantan neb a stoko outo e zourn e sell d’o c’has da get : devi a ray ar c’hig anezan beteg an eskern hag an eskern beteg ar mel.
- ↑ Kenveria A. Bertrand, la Religion des Gaulois, les Druides et le Druidisme, p. 368, skeudenn 58 ; D’Arbois, Cycle myth. pp. 201-2.
- ↑ « Doue gwarezour » (?) Cf. Voretovirios, Dottin, Langue gauloise, p. 147, hag e skandinaveg koz Sigtyr (= keltieg *Segodêvos), Reidityr (= keltieg *Rêdodêvos), Rhys, Celtic Heathendom, pp. 118-9.
- ↑ « Pourvezer » (?) Rev. arch. 1914, p. 228. Ar wrizienn smer-, diwarni eun niver geriou er yezou nevez-ariek (latin mereo, gregach meiromai, hag all), a gaver er brezoneg *armerz, yez Gwened armerh, kembraeg armerth, a c’houlenn en o raok eun hen-geltieg *aresmertu.
- ↑ Kenveria an iwerzoneg carr « kadour », D’Arb. Droit celtique, II, p. 368-9.