Sketla Segobrani vol2/Rann 09

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 25-29)


Kelennadur Velia.


Adaleg e oad tenera ez oa bet kelennet ar bugel gant Velia diwar-benn e zleadou. Desket e voe ganti da lavarout gwir atao, da veza seven ha hegarat, da ziwall d’ober goap ouz ar gozidi, ar glanvourien, ar re nammet, ar beorien, an dud dizesk, an diavêzidi, ar sklaved[1]. Kenteliet e voe, ouspenn, war an teir glanded :

« Teir glanded a dleez da virout, Tekos, emezi : ar c’hlanded-korf, ar c’hlanded-ene, ar c’hlanded-spered.

« N’eo ket unan pe unan, pe diou hepken eus an teir glanded-ze a dleez da virout, hogen an teir a-gevret, e pep mare, e pep lec’h.

« Ne droazi nag en dour, nag en tan, nag e-barz eun ti, nag ouz eun ti, nag ouz moger eur c’hrenvlec’h, nag en e gichen.

« Pa droazi, ne droï nag ouz tan, nag ouz heol, nag ouz loar, nag ouz kanevedenn, nag ouz stered, nag ouz avel[2].

« Ne laoski da fank nag en dour, nag en tan, nag e geot eur peurvan saout, nag en douar bet roget gand an alar[3] ;

« Nag ouz treid ar gwez, na war gern eur menez, na war an henchou, nag en-dro d’eun ti, nag e-harz mogeriou eur c’hrenvlec’h[4].

« Laka evez na rafes bemdez an diou emwalc’hadenn gourc’hemennet gand al Lezenn, ar genta abarz ma tarzo an heol hag an eil pa ’z ay da guz[5].

« Bep beure, goude dont eus da wele, e soubi en dour betek da ziskoaz. Gwalc'h da gerc’hen, da eneb, da bennad-bleo. Skrab gand eun dournad traez da gorf ha da izili.

« Neuze, sec’het da gorf ha kribet da vleo, gra da « Diios »[6] al lidrôad mel hag amann. Tro ouz an heol o sevel, e liviri ar geriou-man : — Ouzit e stouan, o Heol, diwallour ar bed ; en deiz-man hon diwall ; diwall ar biou er peurvan hag, o kimiadi henoz, hon lez yac’h hag evurus evel m’ac’h eus hor c’havet[7].

« Kent aoza da voued ha preda, gwalc’h da zaouarn ha skarz da ivinou[8]. N’eus nemed ar sklaved hag an diavezidi a gement a azezfe ouz pred, lous o daouarn hag o ivinou ken du hag o fenn.

« Goude dibri, e walc’hi da zaouarn ha da c’henou o rimia da zent gand eur vlenchenn goad krin[9].

« Pa vezi oc’h ergerzout ar bed, ma tigouez ganez keja gant klanvourien, diavezidi ha sklaved, en eur vont diouto, hej da vantell ha gwalc’h da c’henou ha da fri oc’h aspedi teir gwech an Heol[10]. »

Velia a wenc’hoarzas tener ouz ar paotrig. He bizied a dremenas war e voc’h kunv ha blouc’h evel eun aval, eus e skouarn d’e elgezig. Hag, en eur sevel he biz-yod, e lavaras :

« Laka doun ez spered kement-man, Tekos, evid a-benn ma vezi deut en oad-gour. Rei bod d’an uloc’h ha d’an astuz, eun hir-varo ne ra ken ! N’eus nemed ar sklaved hag an diavêzidi deut eus ar Reter[11] hag a zoug baro e pep amzer. Bemdez ez aotenni da zivoc’h ha da elgez, o virout hepken hir-vourenn ar c’hadour.

« Kouls eo ar c’hlanded ene ha spered hag ar c’hlandedkorf, o Tekos, eme Velia. Evid o mirout ez eus reolennou na dleer o zerri biken.

« Mar n’oulez ket dastum terzien, n’i ket da sevel da logell er geuniou, e-lec’h m’eman chag an dour ha ma teu da vernia ha da vreina en o strad deliou ha barrou-gwez ha korfou-maro. Mar n’oulez ket beza louzet, n’i ket da azeza e-kreiz pri. Mar n’oulez ket e ve flaer ganez, ne c’hourvezi ket war an teil.

« Tri darempred d’en em ziwall diouto dreist-holl, mar karez mirout ar c’hlanded ene ha spered : darempred Fallakr, darempred Sklav, darempred Diavêziad. Neb a sell ouz oberou an tri rummad-ze hag a ro skouarn d’o c’homzou, saotret e vezo ganto ! Hag an neb a ya en o c’hevred pe a vev en o annez, disleberet e vezo ken na zeuio, abred pe ziwezat, da veza henvel outo[12] !

« Da hentez klask, dreist pep tra, da genouennidi, ma anavezez an holl c’hourdadou anezo, ma c’houzout ez int dizaouzan ha didamall, ganet a-ziwar rummadou dizaouzan ha didamall. Kae, a-unvan ganto, da sevel, er gouelec’hiou, kêriadennou ma vo pellaet diouto pep gwall-zarempred.

« Setu aman ar reolenn a heuilli, pa ergerzi ar bed, er broiou a zo e dalc’h ar gouennou du ha milliget. Pep gwall-ober, pep gwall-c’her, pep gwall-venoz, kerkent ha gwelet, kerkent ha klevet, kerkent ha meizet, argas-i diouz da spered, evid o feurankounac’haat. Hag en em c’hlana dre sellout ouz an heol, ouz an tan, ouz eur werc’hez a ouenn Vanos, pe dre steki da zourn ouz eur vuoc’h, ouz arem, pe ouz dourn eun den kadarn hag eeun[13]. »

Evel-hen e klozas Velia he c’helennadur :

« Diwar an nêtoni eman ar yec’hed, diwar ar yec’hed an nerz, diwar an nerz ar gened. Ha ker gwir eo ze eus ene ha spered hag eus korf ! Hogen, Tekos, emezi, dalc’h koun da viken a gement-man : nerz, yec’hed ha kened korf ; nerz, yec’hed ha kened ene ; nerz, yec’hed ha kened spered, ar re-ze eo an nao fenvad ma tiver diouto pep mad all. Frouez d’an digalonegez, d’an diegi, d’an diouiziegez ne vo biken an nao fenvad, hogen frouez d’ar galonegez, d’al labour, d’ar stourm, d’ar ouiziegez. Bez krenv ; hogen, evit beza krenv, striv e sell a ze dalc’hmat. En em ziskuiz eus eul labour dre eul labour all, eus eur studi dre eur studi all, eus eun emgann dre eun emgann all. Evel-se eo e savi da ved da-unan, hag e vezo graet ac’hanout gand an danevellourien an ano a Drec’hour. »


  1. Loiseleur-Deslongchamps, Lois de Manou, IV, 141 (mouladur « classigues Garnier »).
  2. Kenveria Sébillot, le Paganisme contemporain chez les Peuples celto-latins, pp. 263, 266, 292.
  3. Lois de Manou, IV, 45, 46, 48.
  4. Ibid. IV, 45, 47.
  5. Ar gibelladenn-noz hepken, war a henvel, a rae Iwerzoniz ganti ; diouz ar beure ez oa a-walc’h ganto gwalc’hi o daouarn, Joyce, II, p. 187. Diwar-benn ar gouronkadenn-veure, kenveria Rev. des Deux-Mondes, 15 a Wengolo 1887, p. 438 (le Naturalisme aux Etats-Unis, gant Th. Bentzon).
  6. Anderson-Leclercq, Mythol. scand. p. 23 ; Rev. celt. 1909, p. 142-3.
  7. Sébillot, Paganisme contemporain, p. 258. Kenveria Loiseleur-Deslongchamps, p. 402 ; Rev. de l’Hist. des Religions, 1908, p. 302-3.
  8. Joyce, Social History, II, p. 176 ; Montélius-Reinach, Temps préhistorigues, p. 241.
  9. Lois de Manou, m, 251, 264 ; Montélius-Reinach, p. 241. Kenveria ar skarz-dent skeudennet e Baden-Powel, Eclaireurs, un programme d’éducation civique (Neuchâtel, Delachaux et Nestlé), p. 181 (eus ar pempet miliad).
  10. Kenveria Manou, IV, 60, 61, 79, 140.
  11. Ar Skoloted, pe Skuthed an Europ, a zouge alïes baro hir. Sellout ouz an dremmou-tud war al lestr-aour kavet e Voronej, Rusia, Rev. arch. 1915, p. 334-5, skeudennou 1 ha 2. War ar varc’hadourien skuthiad er C’hermania, Champault, Science sociale, XVII, p. 398, XVIII, p. 25 ; H. de Tourville, Histoire de la formation particulariste, p. 27-41 (kenveria Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 259-60 ; D’Arbois, Premiers Habitants, I, eil mouladur, p. 241, n. 1 ; Dottin, Anciens Peuples, p. 173). Dilezel a dleer, er pajennadou gant Tourville ha Champault, ar breutaennou harpet ganto war ar yezoniez, ha n’o deus talvoudegez ebet. Lakaat e kemm, evel ma reont, anoiou ar C’hoted, ar C’heted, ar Juted, ar Skuthed (Tourville, p. 31) rambreerez eo ha netra ken ! En hevelep doare ano an doueed Ansis (hen-c’hermaneg), Aesir (skandinaveg, unander ass), n’en deus man da welout gand an anoiou-lec’hiou Azagarion, Azkaukalis (p. 36), hag all. Champault ha Tourville ne anavezent ket an distera petra eo ar yezoniez hag e lakaent kenver-ha-kenver anoiou o tont eus amzeriou ha yezou dishenvel, ouz en em harpa hepken war henvelderiou a-ziwar-c’horre touellus. Diwar-benn an touellou-spered diwar an diveradurez-c’heriou treuz-embreget evel-se gant tud diouiziek war ar yezoniez, sellout Hovelacque, la Linguistigue, 4vet mouladur, pp. 16-21.
  12. Manou, IV, 60, 61, 79.
  13. Manou, V, 87. War an arem, metal sakr, A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, p. 228-9.