Sketla Segobrani vol2/Rann 22

Prud'homme, 1924  (Eil Kevrenn, p. 53-54)


Argadadeg ar pevarzroadeged.


E-pad m’edo an evned o tizarbenn o c’hefridi a varo d’an daredou, an daredourien end-eeun eo a oa argadet gand engroez ar pevarzroadeged. D’an daoulamm-ruz ez eas d’ezo ar moc’h-gouez ouz o eilpenna hag o zoullgofa. An arzed, savet en o sav dirazo, o mougas dre deurel outo a-dro-vriad o faoiou blevek ha skilfek. Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennou, ouz o straka evel klor-kraon. Ar bleizi a grogas o dent en o c’hof o tiframma o bouzellou er-maez. An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krena gand o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an deliou.

Vindosêtlos a lugernas e sell pa welas al lazadeg. E benn a finvas a-gleiz hag a-zehou o heja e bennad bleo melen-aour. C’hoarzin ouz e salverien a reas hag astenn e zivrec’h daveto, ha leuskel, da gaout loened an draonienn, eur c’harmadenn a drugarez hag a anaoudegez-vat. Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adrenv ken na zeuas ar c’huchennadou skedus diwar e gern da steki ouz e seuliou. Eus e benn d’e dreid edo e gorf-holl gwariet-koant evel eur gammed-rod. Eur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerz, eur marz[1] ! E ganmeuli a reas al loened. Evel-se eo o zrugarekaas Vindosêtlos evid ar skoazell o doa digaset d’ezan.


  1. Kenveria Montelius-Reinach, Temps préhistoriques, skeudennou 152, 154 ; Déchelette, Manuel, II, kenta kevrenn, oadvez an arem, skeudennou 168, 171 ; A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur, skeudenn 171.