Sketla Segobrani vol3/Rann 40

Prud'homme, 1925  (Pevare Kevrenn, p. 113-117)


Kelennadur Esus.


Diwar-benn an nao bloaveziad brezel-ze setu aman eun danevellig am eus klevet gand ar Vastarned [1]. Esus a veze war e dro daou grenn-baotr tener, Donnotarvos, mab Donnotarvos, ha Brogitarvos, mab Anderix. Dougen d’ezan e c’hoaf hag e skoued a raent. En e gichen e vanent e-barz kastell ledan e garr-emgann, ouz e heulia en e holl argadadennou [2]). Hogen e c’hoarvezas, eun deiz, ma fromas o c’halon d’an daou floc’hig dre vraster al lazadeg. An doue a welas o strafilh, ha ne rannas ger. Gorrekaat e jaoed en o redadenn diboellet ne reas ket. Ne ehanas ket war drevel ruz ar brezel. Nemet d’an abardaez-noz, pa zeuas Brannos ha Bledios [3] da zerc’hel e lec’h e maez ar stourm, en eur bellaat e lavaras d’an daou grennard :

« Piou eo an dud a vev er c’hompezennou-man ? Tud gaouiad, ganas, dizeeun, lezirek ha kriz ! Ne c’hounezont ket douar. Atao e vezont o kantreal, oc’h en em skigna a-zehou hag a-gleiz war zouarou ar poblou all [4]. O eostou a laeront digand an arerien, o biou digand ar vesaerien. Diframma a reont ar merc’hed diouz o mamm, ar vugale diouz o c’herent. Ar vicherourien a ereont ouz o c’hezeg, evid o c’has ganto da sklaved. Dismegans, mac’herez, dienez a gerz war o lerc’h dre ma 'z eont… O gwad a skuilhan, o chorfou a strewan, o fennou a vernian a dalvezo da rummadou nevet an Hanternoz eun niver a vloaveziou sioul, gounidus, eürus. E-keit-se ne savo nep harz ouz labour sakr an daouzek doue (doueed ar miziou [5] : ar c’heuneuta, ar skidi, an arat, an ogedi, an hada, ar c’hreski trevadou, an digeri bleuniou, an azvi frouez, ar medi, ar c’huntuilh, ar goro, an touza kreon. Neb astal d’al labour dudius ha santel a ra er maeziou Manos, Samos ha Talantio kevret [6]. Strafilh ebet da beoc’h ar biou marellet er pradou, da beoc’h ar vugulien bleo-melen ouz o mesa. Er c’hêriadennou netra ne harzo a zenijal d’an oabl kanadeg ar vicherourlen o tedilha, oc’h eogi, o kribina, o wia, o livadenni, o kemenn, o vorzolia, o kilvizia [7]. Bez’ e c’hallo an aremour oberia podou ha binviou, kaeraduriou [8] da wazed ha da vaouezed e vrôad, ha lakaat e veiz da gas e arz war wellaat. Salv e vano enor ar mammou kadarn ha distrafilh levenez ar gwerc’hezed kunvzremmek. War greski ha war grenvaat ez ay ar Ouenn. Gwellaet e vo pep tra. Ar re-ze eo frouez al lazadeg [9].

« Mibien, eme Esus, na gizit biken rag al lazadeg p’eman-hi red da vad ar poblou dinamm ha disi a vir al Lezenn hag a azeul an Heol. An neb a gej ouz eur bleiz plaouier bugale, ha n’hel laz ket hag hel laosk da vonet, a zo en e giriegez an holl vestaoliou a raje ar bleiz a-c’houdevez. An neb a lez o buhez gand an daou zen drouk ma komz al Lezenn [10] a denn war e benn, en o fez, samm an torfedou graet gand an diskennidi anezo. Lazit ar bleiz, eta, ha lazit an daou zen drouk, seul tro m’o c’havfec’h. Seveni a reot, ouz hen ober, al lezenn a zo bet rôet d’eoc’h gant Belios, heulia skouer ho Tad ha debengenni an ervenn a zo bet boulc’het gand an doue en deus ho engehentet. »

Dirag ar c’hrenvlec’h, e-tal an eienenn ma walc’he Kernunnos e armou, e lavaras Esus d’e zaou floc’h :

« Ma tlefe biken an Dismantr dont da blava war ar C’hornog, eus ar vro-man eo e tenijfe. Rak er c’hompezennou da zav-heol ar bed eo e teu êrevent an aer ha korriged an douar d’en em bara bep noz gand ar gwrac’hed a zo bet harluet diouz o brôadou en abeg d’o zorfedou. Eus an embara anezo e vez ganet eur ouenn hudur ha kriz a vezo bepred enebour d’ar Ouenn c’hlan ha d’an doueed vadelezus [11]. »

Esus ha Kernunnos a reas ged war harzou ar Reter ken donedigez an doueed all. Neuze e kimiadjont. Hogen n’int ket ankounac’haet gand ar poblou m’eman o annez er reter d’an Albis. Santualou o deus gouestlet d’ezo na gredont mont enno nemet diwar dorc’houenia, ereet o zreid hag o daouarn [12]. Ha c’hoaz en eur grena eo her greont, dre ma c’houzont eman dirazo doueed brezelgar ha didruez, enebour touet d’o gouenn, a laz ar wazed hag ar maouezed hag a ziframm ar grouadurien diouz kof o mamm d’o mouga [13].

Evit Donnotarvos, mab Donnotarvos, e vanas bepred gant mibien Vanos. E bried a zibabas a-douez merc’hed ar Seiz-bagad hag e voe war o lerc’h eur stank a lignez. Diwarni ez eo ar Veduled (Meduli) a vev etre ar Garumna hag ar mor er « pou » a anver diouto Medulikos [14]. Meduled all a zo e kevrenn reter Galia, e-harz an Alpou, hogen n’ouzon ket hag hen ez azc’houlenn ar re-ze an hevelep penn d’o gouenn.

  1. Penna labour-skrid diwar-benn ar Vastarned eo hini A. Reinach, Delphes et les Bastarnes war ar Bulletin de correspondance hellénique, 1910, pp. 249-330.
  2. En eneb eo kement-man da voaz Kelted Galia, Breiz hag Iwerzon, ganto daou zen hepken war ar c’harr-emgann, ar brezelour hag ar paotr-karr, D’Arbois, Civilisation des Celtes, pp. 330-1, 338. Kenveria, en IIIvet kantved kent H. S. an trimarkisia gant Kelted ar Reter, Dottin, Manuel, p. 262.
  3. Ar malvran hag ar bleiz, arc’houereed an tachennou-brezel.
  4. A-zivout argadadegou ar Skuthed, De Morgan, Premières Civilisations, pp. 367-70. Evit pez a zell dre vras ouz argadadegou ar pobladou kantreerien war douarou an arerien, ibid. p. 259 (preizidigez an Ejipt gand ar Bastored) ; Moret-Davy, Des Clans aux Empires, passim ; Dussaud, les Arabes en Syrie avant l’Islam, 1907, pp. 2-23 ; Cahun, Introduction à l’histoire de l’Asie, 1896, passim ; D’Ollone, la Chine novatrice et guerrière, 1906, pp. 14-6, ha passim ; les Derniers Barbares, 1911. pp. 272-6. — Prizonidi stlejet a-ere ouz lost kezeg, Mayne-Reid, les Peuples étranges, seizvet mouladur, Paris, 1884, p. 208-11. Taolennadou skrijus eus an dismantrou hag ar c’hanvou degaset gand argadadegou ar pobladou kantreerien a gavor en tri mell romant brezel savet gand ar skrivanier poloniad brudet Herri Sienkiewicz : Par le Fer et par le Feu (troïdigez c’hallek, Paris, 1901), le Déluge (1902), Messire Wolodowski (1902). Lenn ivez L. Cahun, la Bannière bleue t,rede mouladur, 1895 ; Hassan le Janissaire (A. Colin, s. a.)
  5. Diwar-benn daouzek doue ar miziou, Loth, l’Année celtique, p. 12 (ibid. Rev. celt. XXV, p. 124) ; Lefèvre, Germains et Slaves, 1903, pp. 232-3. Diwar-benn doueed deiziou ar sizun (?), Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 163, not. 2.
  6. Manos « an Den », Samos « an Hanv » pe doue an Hanv, Talantio « doueez an Douar ». Diwar-henn Samos, lesano Lugus, ha Talantio (iwerzoneg Tailtiu), lenn pennad-skrid a-bouez-bras Loth, le dieu Lug, la Terre-Mère et les Lugoves war ar Rev. arch. 1914, pp. 205-28. A-zivout doueez an Douar e kredennou Hen-Amzeriz, Frazer, Cultes agraires et sylvestres, 1911 ; Adonis, étude de religions orientales comparées, 1921, kenveria Anthr. 1921, pp. 105-13 (l’année agricole et le calendrier des Soudanais) ; Ch. Picard, Ephèse et Claros : recherches sur les Sanctuaires et les Cultes de l’Ionie du Nord, 1922, pp. 451-511 ; Laumonier, Une antéfixe en terre-cuite provenant d’Italica, Espagne, war Rev. des Et. anc. 1921, pp. 273-80 (pemp skeudenn) ; G. Radet, Cybébé, étude sur les transformations plastiques d’un type divin, XIIIvet feskennad eus Levraoueg Skoliou-Meur ar C’hreisteiz ; Rev. des Et. anc. 1922, pp. 63, 184.
  7. Hogozik bepred, gwechall-goz, e veze kanet o labourat ha kanaouennou a oa evit pep doare labour ha pep seurt c’hoari. Kanaouennou-govelia, -neza, -gwia, -goro, -arat, -bageal, hag all, gand Iwerzoniz, Joyce, Social History, I, pp. 590-1 ; kanaouennou-labour gand an Etrusked, Athenaios, XII, 3 ; kanaouennou-arat ha hada gant Mingreliz, Demolins, Comment la route crée le type social, I, pp. 302-3 ; kanaouennou-mala gand an Indianezed, Dellenbaugh, the North Americans of yesterday, 1901, p. 318 ; kanaouennou-labour gand Maorïed ar Zeland-Nevez, Quatrefages, hommes fossiles et hommes sauvages, 1884, p. 455. Kenveria John Earle, Anglo-Saxon Litterature, 1884, pp. 46-7 ; C. Jullian, De la littérature poétique des Gaulois, 1902, p. 19, not. 4 (diwar Rev. arch.) ; G. Paris, Esquisse historique de la Littérature française au Moyen-Age depuis les origines jusqu’à la fin du XVe siècle, 1907, p. 40.
  8. Gouriz arem ar Gelted, Dechelette, Manuel, II, pp. 856-67, 1230-7 (skeudennou).
  9. Kenveria an hen-skrivanierien oc’h ober maezidi peoc’hus gand ar poblou nann-germanek eus mor an Hanternoz ha mor Baltik, Huperboreaned ar Frisland, Aested ar Samland, Rev. des ét. anc. 1915, p. 112 ; Dottin, Anciens peuples, pp. 197-201.
  10. Moarvat an divrôad o vaga gwall-venoziou ouz mibien Vanos hag ar renead o tinerza ar ouenn dre derri al Lezenn.
  11. An Huned nemetken n’oufe beza ar ouenn-dud-ze. Hogen, e mare Segobranos (IIIvet kent H.S.) n’oa c’hoaz a bobladou mongolhenvel nag e korn-kreisteiz ar Rusi na zoken e kornog ar Siberi hag an Turkestan, Zaborowski, Peuples aryens, pp. 165, 283-91. Diwar-benn an embara etre êrevent, korriged ha gwrac’hed m’eo ganet dioutan an Huned, Jornandes, De origine actuque Getarum, VIII.
  12. Kenveria Lefèvre, Germains et Slaves, pp. 47-8, 49-50.
  13. Kenveria boaz Kelted ar Vindelikia, Strabon, IV, 6, 8 ; Notennou diwar-benn ar Gelted koz, XI, p. 39.
  14. Pou « pagus » e krenn-vrezoneg. Pagus Medulicus a zo hizio ar Médoc, Jullian, Hist. de la Gaule, II, p. 451.