Sketla Segobrani vol3/Rann 45
P. 18, lin. 13, e lec’h « e skrimpe » lenn « e krape ».
P. 47, lin. 1, e lec‘h « diou glann » lenn « diou c’hlann ».
p. 54. trede dilinenna, lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « gourgleze » lenn « gougleze ». Hevelep reiza, notenn 7. lin. 4.
P. 64, not. 2, lin. 9, e lec’h « Maes Titianus » lenn « Maesius Titianus ». A-zivout an ano-man, sellout ouz Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes-rendus, 1923, pp. 375-6.
P. 91, pempet dilinenna, lin. 2, e lec’h « d’o mirout da vont » lenn « d’o mirout a vont ».
Hevelep pajenn, not. 1, lin. 2, staga outi : Er bloaz 274 goude H. S. an impalaer Aurelianus o ren e drec’hlidou e Rom, en em ziskouezas dirag ar bobl en e sav war eur c’harr stlejet gant pevar c’haro. Eur sterniad e oa, bet kemeret digant eur roue eus ar C’hoted, V. Duruy, Petite Histoire romaine, mouladur nevez, 1888, p. 223 ; Histoire romaine 29vet mouladur, 1909, pp. 515-6. — Doueezed o varc’hegez en o c’hoazez war gein kirvi gouez, L. Léger, Myth. slave, p. 171-2.
P. 100, trede dilinenna, lin. 7, e lec’h « Virodakthis » lenn « Virodaktis ». Hevelep mank da eeuna notenn 3, lin. 1.
P. 101, notenn 4. Ar boaz meneget en notenn-ze a oa beo c’hoaz, n’eus ket pell, e bro-Gokaz. Miret o deus Kokaziz, war a ouzer, beteg ar c’hantved diweza, doare-beva ha boaziou henvel pe zamhenvel ouz re hen-boblou hanternoz an Europ. E-touez an Abkhazed, evel gwechall e-mesk ar Vrezoned, da verc’hed an ti e oa ober war-dro kezeg ar weladennourien hag an ostizidi. Evel-man e tanevell eun ergerzour e zegouezadenn e ti eun Abkhaz pinvidik e lec’h e lided deiz-ha-bloaz eur c’hanv : « Kloz hon ostiz a zo bras-divent. Di e teuer, evel d’hor c’hrenvlec’hiou koz teir-mogeriek, dre eur wenodenn enni meur a gorn-tro krenn. Nemet tri c’haead strouez eo a gaver aman, garvaet a spern ha gweet a wezvoud. Treuzet an difenn-ze, e tegouezer diwar-blên gand eur gaer a letonenn, a-strew warni gwez uhel-kenan. Merc’hed eno, dre beder pe bemp a vodadou, war vale, hag i dilhadet plijus… Beb an amzer e tegouez eur marc’heger. Ha mall gand ar merc’hed dont war e dro. Ha setu daouarnigou o kregi er weskenn, hag o floura fronou al loen ; her c’has a reont d’eur marchosi e lec’h na vezo ket sellet berr ouz e voued », J. Carol, Colonisation russe : les Deux routes du Caucase, Paris, 1899, pp. 270-2. Diwar-benn an henvelderiou etre Kokaziz-vreman ha hen-Europiz, lenn evesiadennou A. Bertrand, Gaule avant les Gaulois, eil mouladur reizet ha kresket, 1891, pp. 297-8. — Evel o amezeien ha nes-kerent, an Tscherkessed, bet peuz-diouennet didruez gand ar Rusianed, e tenn an Abkhazed da rummad Kokaziz an Hanternoz. N'eo ket anat e ve ar rummad-ze, evid ar yez, kar da Gokaziz ar C’hreisteiz (Souaned, Mingreliz, Georgiz, Lazed). Hogen spisaet ez eus henvelderiou etre yezou ar re-man diouz eun tu, hag an etruskeg hag al ludianeg diouz an tu all. Kenveria, da skouer, an etruskeg tiv, « loar », tivr « miz » hag ar souaneg thov « loar, miz », ar georgieg thve « miz », m-thvare « loar » ha nesaït al ludianeg Kalu-mza « genidik a Goloe » ouz ar georgieg pir-mso « kenta-ganet », A. Cuny, Etrusque et Lydien war Rev. des Et. anc. 1923, p. 98, not. 1 ; l’inscription lydo-araméenne de Sardes, id. 1921, pp. 24-5.
P. 128, lin. 14 kent an dibenn, e lec’h « p. 152 lenn « p. 52 ».