Digoret eo dor an de
Gant aelig ar garante,
Ha kemeret e zae gaer
Gant an oabl glaz ha zeder :
Hirie ’mañ an eured
Etre tud hag an em gar ;
Hirie ’vo eürusted.
War hon zamm douar.
Evel pa vefê an nê
Diskennet war vro Gerne,
E tiston en êr laouen
Mil mouez ha mil kanaouenn ;
Gant an heol e lugern
Glasoc’h-glaz ar meneiou,
Ha dre holl e tregern
Son ar binîou.
Ar c’hleier o font en dro
Gas ar c’helou dre ar vro :
Fant ar Fur ha Per ar Faou
A zo dastumet o daou,
Ken lirzin o doare,
O tistrei diouz an iliz,
Vel mousc’hoarz ar beure
O pokat d’ar gliz.
Meur a lagad a vrunienn
Deus o gwelet o tremen,
Unanet vid ar vuhe
Ha binniget gant Doue,
Hen terrupl ha pounner,
E benn gantan sounn d’an nec’h
Hi koantik ha tener,
Harpet war e vrec’h.
Pegen brao int o vale
Krog an eil ’dorn egile,
Skrivet en o daoulagad
An dudi hag an eurvad !
Pegen kuñv e c’hoarzont
O zellou gantê stoket,
Pegen skanv e kasont
Tro-zans ar boked ! [1]
Daouzek tôl a zo zavet,
Eiz kant a dud ’n em gavet,
Gwisket holl en o granna
Vel o font da bardona :
Kement a oa pedet,
Kar, amezeg pe mignon,
Zo buhan diredet
Laouen o c’halon.
Ouz an dôliou e preder
Kozeüs ha dibreder,
Ar paour ’tal ar pinvidik,
Ar c’hoz ’tal ar bihanik ;
Ha jistr tomm Breiz-Izel,
Diskennet er c’ haliou,
A lak war bep muzell
C’hoarz ha marvailhou.
Neuze ’sav mouez ar varzed
D’enori an daou bried,
Da gana d’ê meuleudi
Ha kaerder o c’hefridi ;
Da c’houlenn evitê
Digant Mestr braz an Néñvou
Eürusted, karante
Ha bugaligou.
Ha da zansal adarre
Tra ma vo gwelet bale,
Tra ma c’houéz ar zonerien
Diwar lein o barrikenn :
Ebati ra hirie
Pep-hini deus e wella ;
Benn varc’hoaz marteze
Vo lec’h da ouéla.
Ha pad an noz e réno
Koroll ha kanaouenno ;
Ha, war dôl an hanter-noz,
E vo hervez ar c’hiz koz
Kanet soubenn al laez
Da zigas d’an dud eured
Vid o c’henta nozvez
Sonjou alaouret.
Dalc’hit da rén dre Gerne,
Gwir eureujou rouane :
C’houi brient d’ar paour-kêz kouer
Didu eur wech an amzer ;
C’houi lak en e spered
Sked eun tammig sklerijenn,
Vel ma c’hoarz ar stered
En déñvalijenn.
|