Ken brao tra vel am eus kavet
Aboe an de ’mon bet ganet,
Ken brao tra vel am eus karet,
Eo, da viz mae, deus ar beure,
Gwelout, ken koant hag eun hunvre,
Glizennig mae war he gourre,
Eur vleuñvennig ken glan, ken gwenn,
Ken dudîus ha ken laouen,
Eur vleuñvennig war ar spern-gwenn.
Gwisket ganti eur gorfennig
Seurt n’ devê ket plac’h pinvidik,
Digor ganti he c’halonig ;
’N eur dol en avel eur c’houez-vad
A bik kalon an tremeniad,
’N eur dol en êr he « devez mad » ;
’N eul lavaret d’ar reuzeudig,
D’ar c’hlasker-boed, d’ar c’hlanvidig,
’N eul lavaret : « C’hoarz ’ta, kêzig !
« C’hoarz ouz kuñvelez ar vuhe ;
« Aet eo kuit ar goanv didrue ;
« C’hoarz ouz madoberou Doue !
« Va c’houéz-vad a zoug madelez,
« Ha va yaouañkiz levenez,
« Ha va zae wenn pinvidigez. »
Oh ! ma chomfê bepred en êr
C’houéz-vad ha bleuñigou tener,
Ma peurbadfê ’neve amzer !
Met ar bleuñ nij gant an avel,
Ar c’houez-vad ehan da zevel ;
Bleuñ ar spern-gwenn a rénk mervel.
O wel’t bleuñ ken buhan hejet,
O wel’t c’houéz-vad ken pell nijet,
Am eus bet aliez soñjet
Er merc’hedigou yaouank flamm
Vê dilammet digant o mamm,
Merc’hedigou koant ha divlam,
Ne chom war o lerc’h netra ’bet
Nemed an éñvor, kuñv meurbed,
Deuz eur c’houézig-vad a oa bet !
|