SON AR PILLAOUER
Va zad en deuz va demezet
Da eur flaeriuz pillaouer ;
E Lokefret ez eo ganet
E komanant Toul-al-Laer.
Diskan. — Foue, foue, foue d’am zammig aotrou
Gand he stoup hag he billaou !
Ann devez warlerc’h he eured
E oa foar e Landerne :
Va Iannig evel ennn durzunel
A sav pront euz he wele.
A vec’h e ve ’nn anter-noz anter
Ma tan dija he gorn-butun ;
Diskrouga ra he grog-poezer :
Setu hen war hent Sizun.
Va Iannik pa ia d’ar foariou.
A vez ato mezou-dall ;
Prest a oa da goll he vragou
E Montroulez, en deiz all.
Va Iannig a zo eunn aotrou
He dog war goste he benn ;
Mar selfec’h euz he vragou,
E welfec’h he groc’hen.
Pa vez pignet war he azen
E tousk he dammou pillaou,
Evel eunn impalaer romen,
Ez eo berr en he gomzou.
Pa zai ann ankou da rida
Toul va flaeriuz pillaouer.
Me ziredo da lavaret
E kommanan Toul al-Laer :
Ridet eo va zammig aotrou
Gand he stoup hag he billaou.
|
Chanté par M. Stéphan, pharmacien à Roscoff.
1. — AR PILLAOUER
LE CHIFFONNIER
————
2. — TOUL-AL-LAER
————