Sul ar C’hasimodo
Var ar pardaez, enn deiz-ze a ioa ar c’henta euz ar zizun, ann doriou o veza sarret var al leac’h m’edo en em zastumet ann diskibien gant aoun raok ar Iuzevien, setu Jezuz diguezet enn ho c’hreiz hag o lavaret d’ezho : Ar peoc’h ganehoc’h. Ha goude ar gomz-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he gostez. Braz e oue ela levenez ann diskibien pa veljont ho mestr. Hag e lavaraz d’ezho eunn eil guech : Ar peoc’h ganehoc’h. Evel m’oun digaset gant va Zad, me ive ho kas c’hui. Ha goude ar gomz-ze, e c’huezaz varnho, hag e lavaraz d’ezho : Resevit ar Spered-Santel. Ar re o pezo diskarget euz ho fec’hejou, en em gavo diskarg ; hag ar re a lezoc’h beac’hiet, a jomo dindan beac’h. Mes, unan euz ann daouzeg, Thomas, leshanvet Didym, n’edo ket gantho pa zeuaz Jezuz. Ann diskibien all a lavaraz ela d’ezhan : Ni on euz guelet ar Mestr. Mes, hema a respountaz d’ezho : Ne gredinn biken, nemed guelet am be merk ann tachou enn he zaouarn, nemed lakaat a rafen va biz e toull ann lachou, ha va dourn e gouli he gostez. Abenn eiz dez goude, ann diskibien o veza adarre er memez leac’h, ha Thomas gantho, setu Jezuz, hag ann doriou sarret, en em gavet enn ho zouez, hag o lavaret : Ar peoc’h ganehoch. Goude e lavar da Dhomas : Lakit ho piz ama ; sellit ouz va daouarn, hag astennit ho tourn d’hen lakaat em c’hostez ; hag e leac’h diskredi hiviziken bezit sentuz. Ha Thomas da lavaret d’ezhan : Va Aotrou, ha va Doue ! Thomas, kredi oc’h euz great, eme Jezuz d’ezhan, rak m’oc'h euz va guelet ; euruz ar re a gredaz heb beza guelet. Evit guir, Jezuz a reaz c’hoaz dirag he ziskibien eunn niver braz a vurzudou all n’int ket merket el levr-ma. Ar re-ma on euz skrivet evit ma kredoc’h eo Jezuz ar C’hrist, guir Vab Doue, hag evit m’o pezo, dre ho kredenn, ar vuez enn he hano.
Abenn teir guech, er gentel oc’h euz lennet, Hor Zalver a lavar d’he ziskibien : Ar peoc’h ganehoc’h. Ret eo eta e ve ar peoc’h-ze eunn dra talvouduz braz d’ann dud ; ha sant Paol, eleal, ouz he reketi d’ar gristenien genta, a zisklerie d’ezho ne c’hellomp ket koumpren priz ann tenzor-ze, exsuperat omnem sensum ; rak dioual a ra, emezhan, hor c’haloun hag hor spered diouz peb enkrez (Philip.iv,7). Mes, evit tanva ann holl douzder a zo ennhi e rankomp beza e peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan, ha gant ann nesa. Guelomp eta petra c’hell direiza ann em-gleo enn eil tu pe egile.
Eunn dra hebken, ar pec’hed, a vir ouzomp da veza unanet gant Doue. O pec’hi e tiskleriomp brezel d’hor mestr ha d’hor c’hrouer ; ha ret eo e vemp diskiant evit en em gemeret evel-se ouz ann Holl-c’halloudeg a zo perc’henn peb mad, enn env ha var ann douar. Petr’e zeuimp da veza pa baouezo da skuill varnomp he c’hrasou ? ha petra omp-ni evit derc’hel penn d’ezhan ?
Mes, goude ma chomfe heb skei, abalamour ma’z omp re zister, n’or bezo ket c’hoaz ar peoc’h ; rak, ann tenzor-ze ne oufe beza gant ar pec’her, non est pax impiis. Penaoz miret ouz hor c’houstianz da rebech d’eomp hon dislealdet ? Avechou, evelato, ar vouez-ze a oar tevel, ec’hiz pa ve mouget. Pa vezer eat pell aoualc’h gant hent ar fallagriez, neuze, eme ar Spered-Santel, ne rear vân euz gourdrouz ebet, cum in profundum venerit, contemnet. Goasa a oufe diguezout ganeomp eo beza dall ha bouzar evel-se ; rak, neuze ne zizroimp biken.
Mes, kaer or be ober fae euz rebechou Doue ha re ar goustianz, ne gavimp ket ar peoc’h ganeomp hon-unan ma ne zalc’homp berr var hon techou fall. Ma lezit diaoul ann avarizdet da c’hounit ho kaloun, emaoc’h noz deiz enn enkrez da goll ar pez oc’h euz, hag, heb ehan, krignet gant ioul dastumm muioc’h mui. Ouz ar c’hargou huel eo oc’h euz avi ?
Neuze, goude ma vec’h dija e beg ar skeul, e fell d’ehoc’h pignat hueloc’h c’hoaz. D’eur pleg mezuz bennag oc’h en em roet ? Kaer o pefe her maga, ne baouezo da iudal ec’hiz eul loan gouez dare gant ann naoun. Bezet sklavour d’eunn all bennag euz a gen aliez tech milliget zo e izili ann den, eur bourreo a zougit enn ho kerc’henn ; peoc’h ebet da gaout ganehoc'h hoc’h unan.
Hag ann nesa, kredi a rit ec’h en em glevo ganthan neb zo, evel pa lavarfen, guerzet d’ann diaoul ? Hema, tad ar gevier hag ar fallagriez, a labouro mar bez ezomm evit lakaat kasouni etre ann dud ; ha ne vezo ket ret d’ezhan en em skuiza. Ann holl a ranko beza var evez ouz ann den avarisiuz evit difen ho danvez. Penaoz e c’helfent gouzanv ann hini a glask laerez ho flas digantho, a garfe lakaat pep unan dindan he dreid ? Piou ne argaso ann teod-fall, ann drouk-prezeger, ne baouez o tispenn hema pe hennont, oc’h ober d’ezhan koll he vrud-vad, a dalv hirroc’h eged holl binvidigezou ar bed-ma ?
Petra d’ober eta evit kaout ar peoc’h gant Doue, ganeomp hon-unan ha gant ann nesa ? M’ar d’ema ar pec’hed enn hor c’haloun, mont daved ar re o deuz, evel ann Ebestel, galloud da zevel ar beac’h-ze divamomp. Goude-ze, derc’hel var hor plegou fall ha reiza hor buez hervez lezennou Doue ha re ann Iliz. Neuze e chomo bepred ganeomp ar peoc’h dudiuz-ze a zo eunn tanva hag eunn errez euz peoc’h eternel ar baradoz. Evel-se-bezet-great.