Ar Meurz Fask
D’ar mare-ze, Jeznz en em gavaz e touez he ziskibien, hag a lavaraz dezho : Ar peoc’h ra vezo ganehoc’h ; me eo, n’o pezet ket aoun. Evitho, strafillet ha spountet a zonje oa eur spered a velent. Mes hen a lavaraz d’ezho : Perak en em enkrezit hag e roit digemer d’ar zonjou-ze enn ho kaloun ? Sellit va daouarn ha va zreid ; me va unan eo ; dournatit ha guelit ; eur spered n’en deuz na kig nag eskern ec’hiz am euz me hag a velit. O veza lavaret ann dra-ze e tiskuezaz d’ezho he zaouarn hag he dreid. Evel ne gredent ket c’hoaz ha ma choment sebezet gant ho levenez : bez’ oc’h euz aze, emezhan, eunn dra bennag a ve mad da zibri ? Hag e lakajont dirazhan eunn tamm pesk krazet hag eur goarenn mêl. P’en devoue debret dirazho, o tastum ar pez a jome euz he zilerc’h da rei d’ezho, e lavaraz : Setu ar c’henteliou a roen d’ehoc’h epad m’edon c’hoaz enn ho touez : ret eo e ve sevenet ann holl draou skrivet divar ma fenn e lezenn Moisez, er Propheted hag er psalmou. Neuze e tigoraz ho spered evit ma koumprenjent ar Skritur, hag e lavaraz d’ezho : Ec’hiz m’eo skrivet, ret oa d’ar Christ gouzanv evel-se, ha sevel d’ann trede deiz a douez ar re varo ; ret oa ive e vije, enn he hano, prezeget d’ann holl boblou ar binijenn hag ar pardoun euz ar pec’hejou.
Diouz a verk sant Lukas er gentel-ma, ann daou ziskib nevezig distro euz a Emmaüs a ioa c’hoaz er goumpagnunez, p’en em ziskuezaz Hor Zalver. Ar re-ze o doa komzet outhan enn hent, ha kommuniet, evit ann eil guech, euz he zorn karantezuz ; guelet oa bet ive gant sant Per, eme ann Aviel, penaoz eta koumpren o defe kement a boan ouz he anaout hag o kredi ema dirazho ?
Pa vez c’hoant braz da gaout eunn dra, ha pa vezer bet o c’hedal bete dija koll fizianz, ma teu d’eomp pelloc’h ar pez a c’hortozemp, on euz aoun na ve ket guir, aoun na ve ec’hiz sorc’hennet hor penn, goude guelet ha klevet, n’oump ket sur aoualc’h euz hon daoulagad hag euz hon diouskouarn ; hag e c’houlennomp c’hoaz eunn testeni all bennag. Evel-se a c’hoarvez gant ann Ebestel. Glac’haret oant bet o koll eur mestr ken karet ; huanadi a reant varlerc’h ann eur d’her guelet a nevez, ha beteg ann trede deiz o devoa fiziet var he bromesaou. Brema setu hen dirazho ; mes, gant ho estlamm hag ho levenez, ne c’hellont kredi.
Evel kent, ret eo ive anzao n’oa ket stard ha nerzuz ho feiz. Koulzgoude, e eleac’h rebech netra d’ezho, Hor Zalver a reaz kement a ioa enn he c’halloud evit diskuez en em gave enn ho zouez korf hag ene. Sellit piz, emezhan, lakit ho taouarn varnhon, hag anavezit emaoun ama kig hag eskern, dishenvel dioc’h ar sperejou pe ar spountaillou. Kaeroc'h a ra c’hoaz, evit tenna peb nec’h divarnho ; dibri a ra gantho, daoust n’en devoa he gorf sakr ezomm ebet a voued hiviziken. Var resurreksion Jezuz-Krist eo diazezet hon holl gredennou ; rak-ze e teurvez rei d’he ziskibien kement testeni a c’houlennont, evit ma vezo sklear ar virionez-ze, evit ne c’hello den lavaret o deuz kredet re vuhan.
Mes, a zonjo meur a hini, mar d’eo talvouduz d’al lezenn gristen e ve bet ann ebestel keit all o klask digemeret ar gentel-ma, perag e klevomp ken aliez tamall da zant Thomas beza bet laosk a feiz ? Ne c’houlennaz netra nemed lakaat he zourn e plas ann tachou a stagaz he vestr ouz ar groaz, evel m’o devoa great he genvreudeur ! — Guir aoualc’h eo ; mes, pa'z oa dija eunn niver braz a destou e c’helle kredi var ho ger, ha n’oa ket mad d’ezhan gortoz eur burzud nevez. Brao e kafec’h ma falvesfe da bep kristen kaout eunn henvelep testeni abarz plega dirag kelennadurez ann Aviel ?
Kalz tud koulzgoude a gemer skuer dioc’h sant Thomas. Ha goude ma rofe Doue ho goulen d’ezho ne gredfent ket startoc’h. Ezomm o defe da evesaat ouz ar pez a oue lavaret d’ar fals-pinvidik. Barnet d’ann ifern, ar rezeudik-ze a reaz ar bedenn-ma : Aotrou, emezhan, breudeur am euz var ann douar ne vevont ket guelloc’h egedhon ; aotreit ez afen va unan, pe kasit eunn all bennag d’ho c’helenn evit ne guezint ive enn tan skrijuz-ma. Bez’ o deuz, eme ar barner, kenteliou Moizez hag ar bropheted ; ma ne zelaouont ket ar re-ze, ne raint ket muioc’h a van, piou bennag a gasfen davedho.
Rak-ze, e leac’h goulenn burzudou da skoria ar misteriou ha guirionezou all prezeget d’eomp gant ann Iliz a berz Doue, pedomp ann Tad-ze da greski hor feiz. Neuze, pa zeui Jezuz d’hon digemeret var dreuzou ar baradoz, e lavaro d’eomp, gant douzder, ar c^homsou-ma : Beati qui non viderunt et crediderunt. Euruz neb a gredaz heb kaout ezomm da velet. Evel-se-bezet-great.