Sul ar C’huinkuajezim

Ar. de Kerangal, 1898  (p. 104-111)






SUL
AR C’HUINKUAJESIM, PE AR ZUL ENED
(Sant Lukas, Chab. xviii.)


————


Jezuz o kemeret ganthan he zaouzeg Abostol a lavaraz d’ezho : Setu ni o vont da Jerusalem, hag eno e c’hoarvezo kement zo skrivet gant ar bropheted divar benn Mab ann den ; rak lakeat e vezo etre daouarn tud estren, goapeat ha goude her beza skourjezet hen lakaint d’ar maro, ha d’ann trede deiz e savo adarre da veo. Mes, hi ne goumprenjont netra holl a gement-ze ; evitho he gomsou a ioa goloet ha ne ouient ket petra lavare. Ha pa oue tost da Jericho, setu eunn den dall azezet e tal ann hent o c’houlenn ann aluzenn. Hag o klevet eleiz a dud o tremen e c’houlenoaz petra oa kement-ze. Hag e leverjont d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o vont ebiou. Hag hen da lavaret a boez he benn : Jezuz, mab David, bezet truez ouzinn ! Ar re a ioa enn araok her gourdrouze o klask ober d’ezhan tevel. Mes, hen a lavare kalz c’hoaz hueloc’h : Mab David, bezet truez ouzinn ! Jezuz neuze o chomm a zav a gemennaz ma vije digaset d’he gaout. Ha pa oue deuet tost e reaz outhan ar goulenn-ma : Petra oc’h euz c’hoant a rafen d’ehoc’h ? Hag hema a lavaraz : Aotrou, ober d’inn guelet. Ha Jezuz a lavaraz d’ezhan : Guelit ; ho feiz e deuz ho pareet. Ha raktal e velaz, hag ez ea da heul Hor Zalver enn eur veuli Doue. O velet kement-ze, ar bobl holl ive a roaz meuleudi da Zoue.


Ann den dall. — Dallentez ar spered.


Perag e fell d’Hor Zalver hirio parea ar paour keaz dall-ma, kent eged ar glanvourien all a dlie beza etouez kement a dud Hen heulie ? Abalamour n’euz ket eur stad tristoc’h eged hennez ; ha m’oar vad ive abalamour ma c’hoantea kelenn he ebestel a ioa dall a spered ; rak emedo o paouez komz d’ezho freaz aoualc’h divarbenn he Basion hag he varo, ha ne goumprenent netra goude beza abaoue keit all e skol eunn henvelep mestr. Enn amzer vrema ez euz kalz tud ha ne velont ket skleroc’h eged diskibien Jezuz. Ma kafemp da vihana ann tu da zigeri ho daoulagad dre ar gentel on euz lennet enn Aviel !

Ankeniuz eo, a dra zûr, stad ann neb zo dall. Brao e ve d’ezhan beza pinvidik pa ne c’hell peurvuia na gounid na klask he voued. Mar d’eo paour petra rafe ken nemed azeza e tal eunn hent braz bennag da c’houlenn he dammik bara digant ann dremenidi ? Ne gredfec’h ket rebech d’ezhan ma chom da c’hortoz ann aluzenn. Da be leac’h ez ai anez eunn dourn karantezuz d’he vleina ? Ha piou a gavo d’hen ober ? Ne c’hell ket diblas, rak ker buhan e kuesfe enn eunn toull bennag da veuzi pe derri he c’houzoug.

Ar re zo dall a spered ne c’hoarvez ket gantho evel-se. Goest int, ma karfent, oc’h heulia reizou ar vuez kristen, da c’hounid ar Baradoz ; hag emaint, siouaz, o koll ann amzer roet d'ezho gant Doue, hag o kerzet varzu ann ifern. Tost aoualc’h int d’ann hent, ha lakeat e vezint varnhan pa c’houlennint. Ho daoulagad ive a zo mad ; n’euz nemed ho digeri ; hag enn ho c’hichenn ema bepred ann Iliz santel karget da ehuna pep unan, ha d’ober d’ar sklerijenn para skeduz dirag ann holl. Mes, e leac’h kemeret kuzul diganthi, e fell d’ezho heulia ho skiant ho unan, pe kenteliou re all ken bervel hag hi. Gouzout a rit koulzgoude kaer o defe daou zen dall mont dourn oc’h dourn ne valeint tamm ehunoc’h. Mad, ar re-ma a gerz ato heb taoler evez ouz netra, oc’h ober fae var ar guirionezou skrivet enn Aviel ha prezeget d’ezho a berz Doue. O veza eat pell aoualc’h e vougont mouez ho c’houstianz, ha neuze e varvont evel m’o deuz bevet, ec’hiz tud ne anavezont na baradoz nag ifern. N’eo ket skrijuz eunn henvelep dallentez ?

Penaoz en em denna euz ar stad-ze ? O kemeret skuer dioc’h paour Jericho. Pa glevaz trouz ann dud a iea dre ann hent, hema a c’houlennaz petra ioa a nevez ; ha raktal ma oue lavaret d’ezhan edo Jezuz a Nazareth o tremen e savaz he vouez huela ma c’helle : Mab David, emezhan, bezet truez ouzinn ! Hag Hor Zalver a roaz d’ezhan ar guelet.

Ouspenn ma komz ken aliez ouz ho kaloun, tud dall a spered, pet guech ne glevit ket ema Jezuz a dost d’ehoc’h enn eur mision, eur retred pe eunn adorasion bennag ? Neuze e teu d’ho klask ha da ginnig d’ehoc’h ar sklerijenn. Diblasit eta da vont d’he gaout. N’oc’h euz ket a feiz a leverot ; ne gredit netra ann holl ! Eno dres ema ho klenved ; ann dra-ze eo a ra d’ehoc’h beza dall. Mes, paour Jericho ne vele berad ken nebeut. Eveldhan pedit stard, hag Hor Zalver en devezo ive truez ouzoc’h. Goude beza bet diganthan ar genta sklerijenn, c’hui lavaro ec’hiz ann Ebestel : Domine, adauge nobis fidem, Aotrou, kreskit hor feiz ; hag e teuot da velet ker sklear ha pep unan.

Heb ma vent dall put, henvel ouz ar rumm-ze, kalz kristenien a zo tenval ho daoulagad, pa ne velont ket ar gentel a ro d’ezho ann Iliz enn Aviel hirio. Perag e komz ar vamm-ze euz Pasion ha maro Jezuz-Krist, nemed evit ober d’eomp kasaat ar pec’hed zo bet kaoz euz holl boaniou hon Doue ? E pet, hag e pet kant leac’h, e doug ann deiziou ened, ne deuer ket dre ar brasa dizursiou d’her staga adarre ouz ar Groaz ?

Guechall d’ar mare-ma euz ar bloaz, kerent, amezeien ha mignouned a rea ken etrezho eur pred guelloc’hik eged kustum, araok ma tigore ar C’horaiz a ioa miret mad gant hon tadou. Brema, pa ne reer koulz lavaret mui vijil ebet n’euz ket ive a zigarez d’ober meurlarjez. Ne gavomp ket fall evelato guelet derc’hel d’ar c’hiz, rak ma c’hell maga ar garantez etouez ann dud. Ar pez zo drouk eo ar mesventiou enn hostaliri pe er gear, hag ar blasfemou ha leou-douet a zeu varlerc’h. Ar pez zo droug eo ann dansou deiz ha noz, gant ar c’homsou louz hag ebatou mezuz a dennont d’ho heul. Aze eo e renevezer, hervez lavar sant Paol, Pasion Jezuz-Krist. Evit digoll ann dismegans great d’ezhan ha mirout na skofe ar bec’herien a greiz ho follenteziou, eo e vez Adorasion ar Zakramant e meur a barrez epad ann amzer-ze. Neb ne goumpren ket ar gentel-ma a zo dall aoualc’h hag en deuz, evel paour Jericho, leac’h da lavaret : Domine, fac ut videam, va Doue, grit ma velinn sklear, ha ma kerzinn neuze dre ann hent euz ho lezenn. Evel-se-bezet-great.