Sul ar Seksajezim
D’ar mare-ze, evel mac’h en em zastume eleiz a dud ha roa tiredent, beteg euz ar c’heariou davethan, Jezuz a gomsaz dre eur barabolenn : Ann hader a ieaz da hada be chreun ; hag epad m’edo oc’h hada, darn euz ann had a guezaz var ann hent hag a oue flastret, ha laboused ann env hen debraz. Darn all a guezaz var ar vein, hag a veac’h diouanet e tizec’haz, rak n’oa ket leiz enn dro dezhan. Darn all a guezaz etouez ar spern, hag, o poulza da heul ann ed, ar re-ma her mougaz. Darn all a guezaz enn douar mad, ha pa oue deuet ar greun a roaz kant evit unan. O lavaret ann traou-ze e save he vouez : Klevet, emezhan, neb en deuz diouskouarn goest d’hen ober. Mes, he ziskibien a c’houlenne outhan petra oa ar barabolenn-ze. Hag hen a lavaraz d’ezho : C’hui oc’h euz ar c’hras da anaout mister rouantelez Doue ; d’ar re all avad e vezo diskuezet e parabolennou, evit na velint kel ar pez a zo dirag ho daoulagad, ha ne gomprenint ket ar pez a glevont. Setu ama petra eo ar barabolenn. Ann had a zo komsou Doue. Ar pez a guez var ann hent a verk ann dud a zelaou ar c’homzou-ze, mes, ann diaoul a deu goude da lamet ar gentel euz ho c’haloun, enn aoun na vent salvet ouz he c’hredi. Ar pez a guez var ar vein eo ann dud a glev hag a zigemer gant plijadur ar c’homsou-ze, mes, grizien n’o deuz ket, hag o veza kredet evit eur pennadik, e tec’hont raktal ma teu ann dentasion. Ar pez a guez etouez ar spern eo ar re a zelaouaz mad, mes, evel m’int troet ouz traou ar bed, ann danvez hag ann ebatou, komsou Doue a vez mouget ha ne zougont ket a frouez. Evit ar pez a guezaz enn douar mad eo ar re, o klevet komsou Doue gant eur galoun ehun ha leal, a zeu d'ho miret hag a ro frouez dre ar basianted.
Hor Zalver o veza diskleriet freaz aoualc’h ar gentel zo er barabolenn-ma, ne vezo ket ret d’eomp poueza eur c’halz varnezhi. Pec’hed e ve koulzgoude tremen heb evesaat eunn nebeut pa lavar d’eomp ann Aviel : Selaouet, neb en deus diouskouarn d’hen ober, qui habet aures audiendi, audiat. Rak, kement-ze a ro da anaout eo talvoudeg sellet piz ouz he gelennadurez.
Ann hader kenta, ann hader braz eo Jezuz he unan a roaz d’ann dud ar c’haera kenteliou. Ann haderien all deuet var-lerc’h eo ann ebestel, ann eskibien ha beleien karget ganthan da brezeg e peb leac’h hag e peb amzer. Mes, gant piou bennag e ve taolet enn douar, ann had a zo komsou Doue, semen est verbum Dei, hag ar greun, o veza euz ann dibab, a dlefe rei eunn eost pinvidik. Koulzgoude ne ra ket ato siouaz, abalamour ne gav ket digemer mad enn holl galounou. Pevar rumm zo, eme Hor Zalver, euz ar re a glev komsou Doue.
Darn a zeu d’ho zelaou, pe evit tremen ann amzer, pe evit guelet hag hen a zo ar prezeger eunn den helavar ha gouiziek, mes, heb c’hoant ebet da heulia ar c’henteliou roet d’ezho. Henvel ouz eunn hent braz a c’hell pep unan bale dreizhan, ho c’haloun a zo digor da holl c’hoariellou ha follenteziou ar bed. Penaoz ne ve ket flastret gantho ann had euz komsou Doue ? Mes, ha pa jomfe eunn nebeut greun enn ho fez, abarz diouan, ar re-ze a c’houlenn beza goloet, o taoler pled outho dre eur zonj vad bennag ; hag ann dud-ma siouaz, netra fur ne zalc’hont enn ho spered. Dizolo evel-se, ann had ne oufe glaza ; a wel ema ive da lagad ann diaoul, hag al labouz-ze ne zaleo ket d’her skuba.
Darn all a zelaou gant plijadur hag, evit eur pennadik, a zalc’h kount euz komsou Doue a veler o tiouan brao enn ho c’haloun. Mes, allaz, ann douar n’eo ket doûn. Ret e ve labourat oc’h evesaat a zoare ouz kuzuliou ar Spered-Santel ma c’hellint ober ho grizien ; ret e ve c’hoaz, dre ar bedenn, lakaat gliz ann env da ziskenn varnho. Hag, evel ne reer nag ann eil nag egile, ann had, a veac’h savet, a vez lazet dre ann distera tentasion, evel ma varv gant ar zec’hor ann ed enn douarou baz ha meinek.
Eur rumm all, ouspenn ma selaouont komsou Doue, a daol pled outho, a zo douget da bedi, da zarempred ann ofisou hag ar zakramanchou. Ar greun a c’hell eta diouan ha poulza enn ho c’haloun. Mes, evel ma vez, er guella douarou, goloet ha mouget ann ed gant ar spern hag ann drez pa ne zeuer aliez d’ho zroc’ha pe d’ho displanta, er memez tra, ive ann eost savet dija enn ene kristen var ann had binniget euz komsou Doue a ia buhan da goll, m’ar bezer re stag ouz madou hag ebatou ann douar. Hogen, sevel ha kreski a ra bepred al louzeier-ma ennomp, ha ret eo beza aketuz d’ho c’hrenna. Ar rumm dud a gomzer anezho ama a zo bet lezirek d’al labour-ze. Rak-ze, frouez ebet ne zougont mui eged ar re all.
Darn all, erfin, a zo henvel ouz ann douar mad a ro eost kaer ha founnuz rak ma’z euz kemeret poan ha mizou ganthan. Ar re-ze eo ar guir gristenien a zelaou komsou Doue gant guir volontez d’ho lakaat da dalvoud. O tistrei aliez var ar c’henteliou o deuz klevet e teuont da c’holo ann had evit rei nerz d’he c’hriziou hag her c’huzat ouz peb enebour. Aketuz int ive d’he zoura dre ar bedenn hag ann oberou santel ; ha c’huennat a reont euz ho c’haloun ann holl louzeier noazuz. Rak-ze e lavar Hor Zalver: afferunt fructum in patientiâ. Ia, o c’houzanv hag o tioueret kalz a draou e tougont frouez mad evit rouantelez ann Env.
Eur zell brema ouzomp hon unan evit gouzout gant pe rumm e ve hor plas. Aliez guech, a dra zur, eo bet taolet stang ha puill en hor c’haloun ann had dispar-ze a zo komsou Doue. Ma n'eo ket doareet kaer ann eost bete vrema, labouromp guelloc’h hiviziken, rak ne vezo euruz nemed ar re, goude klevet kenteliou ann Aviel, o devezo hi miret ervad. Plijet gant Doue e vemp holl etouez ar gristenien-ze ! Evel-se-bezet-great.