Taervet loden — I.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 168-171)




Taervet Loden


————


Goude ar c’hendalc’h Eukaristik


————


§ I. — POTRED AN Allians protestant ; O GWAD FALL, O manifesto ; O BODADEN EN KAXTON-HALL.


N’eus ezom ebet da laret e zo stad vras er gatoliked sôz o deus bet heuilhet ar c’hendalc’h pe gwelet da vihanan ar prozision. Bras avat eo bet o despet, pe dec’h d’an noz en Albert-Hall, pe vit ar beure ’n eur arruout en Londrez, pan o deus gouveet n’halljent ket adori Jezus-Hosti e-mêz eus e di : mes bet int digollet pe dost gant ar blijadur o deus bet o saludi kannad an Tad santel ar Pab, hag o tigemer bennoz ar Zakramant diwar lein ar gatedral.

Hag ar re all, hag ar Zôzon digatolik, daoust petra a zonjont hag a laront diwarbenn gouel kaer disul, hag ispisial diwarbenn an dismegans grêt d’an Doue-Hosti gant an Otro Asquith ’n eur difenn outan mont e-mêz.

Adalek ’vit noz e c’hallomp gouzout pehini eo sonj eun toulladig protestanted, a ra etreze eur gevredigez hanvet an Allians protestant. N’hon deus d’ober evit se nemet mont d’o chilaou da Gaxton-Hall, elec’h ma ’n em vode ar c’hallegerien epad ar c’hendalc’h : ar zal-ze a ve roet d’an neb he feurm. Da eiz heur e talc’hont eno eur vodaden, evit sevel o mouez enep d’ar pez o deus grêt ar gatoliked roman en Londrez an deio-man.

Ar pezig o deus a nerz a deu d’ê deus o c’hasoni touet ouz an Iliz Roman hag ive deus hardiegez dispar o mestr, an Otro Kensit. N’ê ket, a dra zur, eus o niver. Rak nebeud a brotestanded a zo a du gante : droug o deus zoken ouz ar brotestanted anglikan. Mes fallan ibilh a zo er c’har, a ra dalc’hmat ar muian a drouz.

Trouz n’hon deus ket klevet potred an Allians oc’h ober aboe mac’h omp arru en Londrez. Finval a vat o deus grêt : prezeget o deus, ledet o deus papero enep d’ar C’hendalc’h ; bean ’m eus c’hoaz etre ma daouarn eur levrig a beder bajen, war ar c’holoen anean ar gir manifesto, hag a ziskoe o fulor enep d’ar veleien gatolik hag o c’hasoni gwapaüs ouz Sakramant an Oter. Panevet e zo ennan re a dreo diboell (eur chapeled a zismeganso, koulz laret), am mije hen adskrivet aman penn da benn. Awalc’h e vo d’al lenner gouzout e klasker ennan tomman ar penno enep d’ar prozision, ha gourdrouz, dre zindan, ouz ar gouarnamant, evit ma harzo ar Zakramant da vont e-mêz.

Ha neuze, ar pez a zo skrivet er manifesto a zo bet laret ha hadlaret an noz-man en Caxton-Hall. War digare meuli ha trugarekaat ar c’hentan ministr evit an difenn an neus grêt d’arc’heskob Westminster, e tispenn ar brezegerien an iliz Roman gwasoc’h gwas. « Eun dismegans euzus evit ar brotestanded, eme an Otro Kensit, eo ar c’hendalc’h o deus kredet beleien Rom sevel en Londrez, kêr-benn ar brotestantiez en hon bro. Mes setu ni dic’haouet ha roet d’imp hon gwalc’h a venjans. Heuilhet an neus ar Gouarnamant mennoz tud ar vro-man.

Dre m’an neus pouezet o zantimant warnan gant e oll verz, n’eo ket bet êt hirie ar Romaned en prozision gant o zakramant. Ha gwell a ze evite. N’o dije ket douget anean a-dreuz da ruio Londrez, hep ne vije c’hoarveet eur gwall reuz bennak. »

Ne lakin ket aman ar pez a laras c’hoaz an Otro Kensit na ’pez an nevoa laret en e rôk an Otro Benjamin Nikolson evit hessan o chilaouerien eneb an Iliz roman. Ne dalv ket a boan hen ober. Ezet ê kridi e teuont hep dale, gant ar sort komzo, da lakat mel-penn o zud da domman ha da virvi.

Pa welont ec’h ê tomm an houarn, e skoont warnan.

« Savet oll breman en ho sav, tudo, eme Kensit, ha savet ive ho torn mat evit kemer lod el le ac'h an d’ober en ho hano. » Ha pa ne wel er zal nemet brec’hio en êr : « Dirak Doue, emean, ha dirak ar bed oll, hag en koun eus merzerien ar Reform (ankouaat a ra ar gwad katolik a lakas Herri VIII hag ar Rouanez jentil Elizabet da redek), e laromp a vouez uhel, evel m’hen kredomp start, e zo awalc’h eus ar Skritur zakr evit hon c’has d’ar zilvidigez.

Ha pa welomp an Iliz Roman o telc’hen aman, e kalon eur vro brotestant, he c'hendalc'h eukaristek, e savomp oll hon mouez evit laret ha hadlaret war eun dro, e giz enebadeg, an disklêriadur a ra hon Rouane ’n eur bignal ar wej kentan war an tron. »

Hag an oll o tibuni diskleriadur-ze penn da benn ha war eun dro.

Goude-ze e hadkrog an Otro Kensit evelhen gant e brezegen :

« En testeni eus hon laraden hag eus hon enebadeg, e savomp hon dorn deo hag en em ereomp start etrezomp, en hano an Doue eman e lagad war hon c’hontrad, evit difenn ar relijion brotestant, da viken, enep troio kamm beleien Rom pe ar veleien anglikan ».

Setu aze, gir evit gir, kemeret diwar ar Standard, eur journal ken digatolik hag an Daily Telegraf, ar pez a douas ar brotestanted o devoa en em vodet en Kaxton-Hall disul d’abarde, evit diskargan o c’honnar an eil en kalon egile.

Komz en gaou, komz en droug eus ar gatoliked, n’o deus grêt ken. Pegen dishanval o frezegenno eus ar re a oa bet dispaket an deio ’rôk er memes sal gant ar gendalc’herien a yez gallek ! Ar re-man n’o devoa ket klevet eur gir, eur gir hepken, enep d’ar brotestanted.

A du gant piw eman ar wirione ? Pere eo ar gwir gristenien ? En Aviel e kavomp ar respont : « Anaout a rin ma diskibled, eme Jezus, dre ar garante a dougfont an eil d’egile ».