Taervet loden — III.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 178-182)




§ III. — AN O. ASQUITH GWALLGASET GANT AR GATOLIKED : PAKET GANTE EN EUR VOTADEG, PAKET GANTE EN EUR STOURM SAVET DIWARBENN LEZEN AR SKOLIO.


N’ê ket ken ponner baz ar gatoliked : o vean ma santont eman ar gwir ha war eun dro an opinion a du gante, ne lakont ket breman da strinkan a bep tu ar gwad fall a reont. Mes gortozet ar ministr eur pennadig : diski a rei hep dale war e goust n’ê ket diriskl gailhan ar gatoliked en Bro-Zôz.

En Kambr ar C’hommuno e koueo warnan an tôl kentan. An otro Biler Belloc, unan eus an dud gwellan teodet eus ar Parlamant hag eur c’hatolik eus an dibab, a zisklêrias d’ar C’hentan, prest goude ar C’hendalc’h, dirak an oll gannaded, e oa bet dismeganset re vil ar gatoliked gant ar gouarnamant e-kerz ar C’hendalc’h Eukaristik, evit ma talc’hje d’hen harpan, evel m’hen doa grêt betegen.

Hag, evit gwir, Iverzoniz, da laret ê al loden vrasan eus ar gatoliked, a vote a du gant ar minister dre ma oa liberal ha ma lake en e brogramm evit o enezen ar Home rule (lennet roul) ; da laret ê an droat d’en em c’houarn hi hec’h-unan, gant he lezenno.

Mes daoust pegement e plij d’ê al liberte, e plij d’ê c’hoaz muioc’h o fe gatolik : setu perak, adalek breman, e troont kein d’ar gosteen whig pe liberal, hini ar minister, hag e roont skoazel d’ar gosteen tory pe gonservatour. Setu perak, eur pemzek de bennak goude ar c’hendalc’h, e welomp 3.000 Iverzoniad eus Newcastle (lennet Niou…) o rei o mouezio, en eur votadeg, d’ar c’honservatour a oa war ar renk : kaer o devoa bet meur ar brotestant konservatour botan war al liberal, bepret e oa bet paket ha gantan an Otro Asquith, a roe d’ean e harp,

C’hwel aze an eil tus roet d’ean.

Unan eus an deio diwezan a viz du, an neus adarre koustet d’e lêr. Ar wej-man ar gatoliked o devoa jached a-du gante an anglikaned evit rei d’ean e bak. Ha gant nebeutoc’h a boan evit ne c’hallfec’h hen kridi : en Bro-Zôz eur c’hatolik hag eur protestant, da vihanan eur protestant eus an iliz anglikan, n’emaint ket an eil dirak egile evel eur c’hi dirak eur c’haz.

Evel m’hon deus gwelet uheloc’h, epad ma oa ar gatoliked o tanzen pep tra evit kendalc’h an Eukarist, e oa ar brotestanted diasanter, da laret ê ar re n’int ket evit rei dorn d’an iliz anglikan, o klask dispenn al lezen vat a oa bet grêt, eun nebeud blaio arôk, diwarbenn ar skolio : al lezen-ze a roe galloud d’ar gouarnamant da rei sikourio arc’hant d’ar skolio libr a vije disket enne d’ar vugale eur relijion gristen bennak, pe brotestant pe gatolik. Mes ne blijet ket ze d’an diasanterien dre m’o devoa nebeut eus ar sort skolio. Petra a reont neuze nemet kargan Ministr an Diskadurez, an Otro Runciman, da zevel eur bill (steuen eul lezen), ha pouezan ar muian ma c’hallont war an Otro Asquith evit gonit anean d’o menoz.

Da gentan ec’h a pep tra evite evel war eur ganel : ar C’hentan ministr a ro skoazel d’an Otro Runciman, hag a lak e vill da dremen en Kambr ar C’hommuno.

Eur gwall dra evit perc’henno ar skolio libr, mar n’afe ket enep Kambr al Lorded : hiviziken, herve al lezen neve, n’hallje ket ar Gouarnamant rei an disteran sikour d’eur skol hag a vije displeget enni penn da benn kredo eur relijion bennak. Eun draig bennak diwarbenn Doue, dre ma n’hell ket eun den a sans vat nac’h e zo eun Doue : setu ar pellan ma c’hallje mont eur mestr-skol en e gentelio, gant al lezen neve, war hent ar relijion. Koulz laret e vije êt arc’hant ar gouarnamant da harpan skolio dizoue hepken : rak pa ne dalc’h an Otro Doue en eur skol nemet eul lec’hig ken enk, eul lec’hig lezet gantan evel dre drue, e tleer bean en gortoz ma vo lemet digantan al lec’hig-se ha hep dale : ne gomzet ket d’in eus « skolio neutr » ; o gwir hano ec’h ê « skolio dizoue ». Teulet ple d’ar pez a zo digoueet gant ar skolio publik en Frans aboe 1881 hag ec’h asantfet ganin.

Hag ar sort gwalen a oa dare da gouean war ar gatoliked epad ma pleent gant o c’hendalc’h. Koulz hag int, an anglikaned a felle d’ê pellaat anei : mes ne labourent tamm pe gazi tamm evit se. Evel morgousket e oant, pa weljont ar gatoliked, kaset gante da benn o c’hendalc’h, o hadstagan da stourm ouz bill Runciman ; an eskibien hag ar veleien, o tiskoe d’an tado ha d’ar mammo pegen noazus e oa ; ar gerent hag ar mestro-skôl o sevel a-gevred pikolo bodadenno ha kerzadeier bugale evit rei da c’hoût ne c’houlent ket a grenn bean reizet gantan. O arc’heskob a roe kalon d’ê ’n eur labourat eus e du hep ehan ebet. Mont a ra da viz du d’ober eun dro da Rom evit rei d’ar pab Pi X, an deio rôk gouel bras e Jubile, eun desteni eus e zoujans hag e garante. Mes elec’h chom eno betek an 18et evit kemer lod er gouel, e tistro buhan da Londrez : rak goût a ra ec’h ê tomm an treo en dro da Gambr al Lorded, eman e zro da votan hep dale war bill ar skolio.

Benn m’eo arru er gêr, ec’h ê memes tra dihun an anglikaned : skouer ar gatoliked an neus o laket benn ar fin d’en em difretan. Arc’heskob Cantorbery a zav e vouez hag adalek neuze e c’heller kridi e vo kaset Runciman da stoupa gant e vill, hag e vo an tu koll gant ar C’hentan Ministr.

Fe, ar 7 a viz kerdu, e teu kement-se da wir. An otro Asquith a deu an de-se da zisklerian d’al Lorded e c’halle ar strollad kannaded a blee pell e oa gant ar paour kêz bill evit hen lakat war droad, lezel ’nean da gousket ha diskrigi da vat eus o labour.

Eun interamant, koulz laret. E giz libera, e teu c’hoaz ar c’homzo-man gant ar c’hentan ministr : « N’hallfen ket, emean, meuli re an O. Runciman, an neus bet labouret ken pell ha gant kement a ijin evit lakat en e blomm an Education bill (lennet edioukecheun) ; an Arc’heskob bras, rener an Iliz diazeet, an neus gouveet ober e zever hep kaout aon, hag an diasanterien o deus diskoeet eus o zu kement a volante vat ».

Evelse eo rei mel, kwita ? Skei mel zoken eo a ra an Otro Asquith, ha c’hoaz e sko koste. O vean ma neus mez ken an neus, ne oar ket petra ober evit en em dibab, hag e teu d’en em droc’han. Setu perak ec’h ê distroet gant an Otro Balfour, eun den digatolik kouskoude. « Perak, Otro, eme al lord, n’ho peus hu ket goulet o ali gant ar gatoliked ? Laret a ret an neus grêt Arc’heskob Kantorbery e zever penn da benn. Mes pesort otre an neus evit komz en hano arc’heskob Westminster ? — Goulet am eus, eme an O. Runciman, ali ar Gatoliked. — Ya, eme an Otro Balfour, mes pesort ali ha pegoulz ? Ar pez ho peus grêt eo lakat dindan o daoulagad an artiklo ho poa laket en ho pill. N’ho peus ket roet amzer d’ê da welet petra a dalvejent evit o skolio. Laret a ran d’ac’h c’hoaz eur wej : eur bill hag a zo ennan peadra da feukan ar gatoliked roman, n’an neus chans ebet da vevan. »

Ha setu maro, ha maro mik, ar Bill Runciman[1].

  1. An Otro Moulinet, eus Goudelin, hag a zo breman person en Okehampton (Devon), an neus roet danve ar pez a zo bet laket aman diwarbenn interamant bill ar skolio. Trugare d’ean.