Taervet loden — IV.

Moulerez Sant-Gwillerm, 1910  (p. 182-183)



§ IV. — DOUE HAG AR GONSIANS ARÔK, AR POLITIK WARLERC’H. — PROZISION AR ZAKRAMANT EN MANCHESTER.


Stad vras a zo emichans en kalon ar Gatoliked. hag ankouaet eo gantê ar boan o devoa kemeret evit sovetaat ineo o bugale. Ma heuilfe o breudeur Frans o skouer, o defe, int ive, o digoll digant an Otro Doue. Mes siouaz ! dizunvaniez ha zoken kasoni a zo etreze, dre ma fell d’eul lod anê miret ar Republik gant tud a spered all d’he blenian, ha ma fell d’al lod all he diskar.

En Bro-Zôz n’eo ket kont evelse. Gwir eo n’eman ket eno an oll gatoliked eus ar memes kosteen bolitik : darn anê, lord Ripon en o fenn, a zo eus an tu whig, ha dre-ze e fell d’ê kriski ar frankiz ; darn all, ouz o renan duk a Norfolk, a zo eus an tu tory, ha dre-ze e fell d’ê he strisaat. Mes d’ê oll e plij ar furm c’houarnamant o deus, da laret ê ar rouelez.

A wejo avat ne blij ket ministred ar roue d’ê oll, na zoken da hini ebet eus an diw gosteen. Neuze en em glevont etreze hag en em lakont a-dreuz war hent ar gouarnamant. Gwaz da heman ! Rak alies e teuont a-benn, dreist oll mar be roet dorn d’ê gant eur re all bennak, d’hen skoilhan ha d’hen harz da vont pelloc’h.

Ya, gwaz d’ar ministr a deuio, en eun doare pe en eun doare all, d’o gwaskan pe d’o zismegansi, evel ma neus grêt an Otro Asquith e-kerz gouelio an c’hendalc’h Eukaristik. Koustet an nevo da heman bean bet diseven (impoli) en o andret.

Ha c’hoaz ne vo ket bet awalc’h d’ar gatoliked bean bet laket darn eus e venozio da c’houitan. Setu ne reont ken van ebet eus an difenn a reas d’ê ober prozision ar Zakramant evit klozan o C’hendalc’h gwengolo. ’N eur skrivan kement-man, c’hwec’h miz goude, e teuan da c’hoût, dre ar gazetenno, ec’h eo bet douget ar Zakramant Santel en prozision dre ar ruio a ra an dro d’eun iliz, ha ze en Manchester, eur gêr hag a zo enni 600.000 den. Eur mision a oad o klozan an de-se, ar 14et a viz Meurz, en parouz Sant-Patrik. Douget e oa an dê gant tud eus breuriez Sant-Fransez ha, warlec’h, e kerze 2.000 plac’h ha 1.000 pôtr, gant pep hini anê eur c’houlaouen elum. Eur muzik a oa gante ive evit harpan ar mouezio epad ar c’han. Penn da benn e oa kempennet kaer tier ar gatoliked, daoust mac’h eo marteze ar barouz an hini baouran eus Manchester. Ha dizurz ebet : ar person hag e daou gure a oa o lagad war bep tra, hep kaout ezom eus ar polis : « Hirie, eme unan eus ar pevar jesuit o devoa prezeget ar mision, hirie e zo bet grêt marteze da Doue an Eukarist, dirak an oll, brasan enor a zo bet grêt d’ean en Bro-Zôz, aboe amzer ar Refurm. »