Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ, 1897/Lizer S. Paol da Ditus

troet gant John Jenkins.
Société biblique britannique et étrangère, 1897  (p. 411-414)



LIZER SANT PAOL, ABOSTOL,
da
DITUS.


————


CHABISTR I.


PAOL, servicher Doue, hag abostol Jesus-Christ evit annons ar feiz euz ar re choazet gant Doue, hag evit rei da anaoud ar wirionez, pehini a zo hervez ar biete, (2) en esperans euz ar vuez eternel prometet, araog an amzeriou eternel, gant Doue, pehini na hell ket lavaret gevier ; (3) ha pehini, en amzer merket ganthan, hen deuz diskouezet he c’her, em euz bet ar garg da brezeg, hervez an urz a Zoue hor Zalver, (4) da Ditus, va gwir vab hervez ar feiz commun etrezomp : Gras, trugarez ha peoc’h a-berz Doue an Tad, hag an Aotrou Jesus-Christ hor Zalver !

(5) Ar pez a zo caoz ma em euz da lezet en Cret, eo evit ma peur-reizi an traou a choum da lakaad en urz, hag evit ma likii re Ancien en pep kear, evel ma em euz gourc’hemenet d’id, (6) mar d’euz unan-benag divlam, pried da eur vreg hep-ken, o kaout bugale fidel, ha na vezint ket tamallet da veza direiz, na dizent. (7) Rag red eo d’an eskop beza divlam, evel eur servicher da Zoue ; red eo ne vez ket fizius enhan he-unan, na colerus, na douget d’ar gwin, na ter, na douget d’ar c’hounidegez disleal ; (8) mes, er c’hontrol, red eo dezhan beza pront da zigemer en he di, karet an dud vad, beza fur, just, santel moderet, (9) o terc’hel stard en doctrin gwirion pehini a dle beza kelennet, evit ma vezo goest, ken da ezhorti, hervez an doctrin vad, ken da zigas d’ar feiz ar re a stourm outhi.

(10) Rag beza ez euz kalz, dreist-holl e-touez ar re circonciset, hag a zo dizent, leun a gomzou goullo hag a c’hevier, da bere ez eo red serri ho genou ; (11) pere a goll famillou zo-ken, o tiski evit eur o’hounidegez mezus traou ha n’int ket deread. (12) Unan euz ho zouez, ho frofet ho-unan, hen deuz lavaret : Ar Greted a zo bepred gaouiad ; gwall loened, kofou didalvez. (13) An desteni-ze a zo gwirion. Abalamour da ze, repren anezhe rust, evit ma teuint da veza iac’h er feiz, (14) heb en em rei da fablennou ar Judevien, na da urzou tud, pere a dro kein d’ar wirionez. (15) Gwir eo penaos, evit ar re a zo pur, pep tra a zo pur ; mes n’euz netra a bur evit ar re impur ha difeiz ; er c’hontrol, ho spered hag ho c’houstians a zo souillet. (16) Ober a reont profession da anaoud Doue, mes dre ho oberou e nac’hont anezhan, o veza tud kassaüs, dizent, ha na hellont ober tra vad e-bed.


CHABISTR II.


MES te, prezeg an traou a gonven d’ar gelennnadurez vad. (2) Ra vezo an dud koz moderet, ra vezint tud a zoare, prudant, iac’h er feiz, er garantez, er batianted. (3) Ra vezo ar gragez avanset en oad doareet-mad ive, evel ma tere ouz ar zantelez ; ra ziwallint da veza droug-prezegerezed, na re douget d’ar gwin ; ra roint kelennadurez vad ; (4) evit ma lakaint ar gragez yaouank da garet ho friejou, da garet ho bugale ; (5) da veza fur, chast, da ziwall ho zi ; da veza leun a vadelez, da zenti euz ho friejou ; evit na vezo ket droug-komzet a enep ger Doue. (6) Exhort ive an dud yaouank da veza fur, (7) o rei da-unan en pep tra ar skouer euz an oeuvrou mad, dre ar burete euz da zoctrin, ha dre ar furnez euz da gomportamant, gant eur gomz iac’h, (8) ha na ve kavet abec e-bed enhi, evit ma vezo confontet an enebourien, dre n’ho devezo droug ebed da lavaret divar ho pen. (9) Lavar d’ar mevelien senti ouz ho mistri, ha labourad da blijoud dezhe e pep tra, hep ho dislavaret ; (10) diwall da laeres netra, mes beza fidel e pep tra, evit ma lakint henori en pep tra doctrin Doue hor Zalver.

(11) Rag gras Doue, evit silvidigez an holl dud, a zo bet diskouezet ; (12) ha diski a ra deomp e tleomp dilezel an impiete ha dezirou ar bed, ha beva, er vuez-man, en demperans er justis, hag er biete ; (13) o c’hortoz an esperans eürus, hag an diskouezidigez euz a c’hloar hon Doue braz ha Salver Jesus-Christ, (14) pehini a zo en em roet he-unan evidomp, evit hor prena euz a bep droug hag hor purifia, hag evit ober dezhan he-unan eur bobl choazet, douget evit an oeuvrou mad.

(15) Desk an traou-man d’an dud, exhort, ha repren anezhe gant peb otorite. Diwallo den da zisprija ac’hanoud.


CHABISTR III.


DIGAS sonj dezhe da blega d’ar brinsed ha d’an otoriteou, da zenti outhe, da veza prest da bep oeuvr vad ; (2) da ziwall euz an droug-prezegerez divarben den, hag euz ar chican, da veza moderet, da ziskouez eun dousder barfet e-kenver an holl.

(3) Rag ni ive, a oa gwech-all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall-ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a-enep egile. (4) Mes pa eo bet diskouezet madelez ha karantez Doue hor Zalver e-kenver an dud, hen hen deuz hor zaveteet, (5) n’e ket abalamour d’an oberou a justis hor bije great, mes hervez he drugarez, dre ar vadiziant euz an eil c’hinivelez, hag en eur renevezi ac’hanomp dre ar Spered-Santel, (6) hen deuz skulliet varnomp en abondans, dre Jesus-Christ hor Zalver ; (7) evit, o veza justifiet dre he c’hras, ma vijemp great, hervez hon esperans, heritourien euz ar vuez eternel.

(8) Ar gomz-man a zo gwir, hag e fell d’in e teufez da assuri stard an traou-man, evit ma teui ar re ho deuz credet en Doue da lakaad evez ; ha d’en em rei d’an oberou mad ; setu aze an traou a zo mad ha talvoudec d’an dud. (9) Mes diwall ouz ar c’histionou foll, al lignezou, an disputou hag ar c’hontestationou divarben al lezen ; rag kement-se a zo vên ha n’eo mad da netra. (10) Pella diouz an den a zo heretic, goude ma’z pezo ezhortet anezban eur vech pe diou ; (11) o c’houzout penaos eun hevelep den a zo troet fall, ha penaos e pec’h, oc’h en em gondaoni he-unan.

(12) Pa gassin d’id Artemas, pe Tychikus, hast-affo dond d’am c’havoud da Nicopolis ; rag decidet oun da dremen ar goanv eno. (13) Bez aketus da ziambrouga en hent Zenas, an doctor euz al lezen, hag Apollos, evit na vanko netra dezhe. (14) Ha ra zesko ive hon re-ni d’en em rei d’an oberou mad, pa c’hoarvez dienez, evit na choumint ket hep frouez. (15) Ar re holl a zo ganen a zalud ac’hanoud. Salud ive ar re a gar ac’hanomp er feiz. Ar c’hras ra vezo ganeoc’h holl ! Amen.


————