Tostat a ra heol splan
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Tostaat a ra heol splann ar beure.
Ti René Prud’homme, 1924 (p. 75-76)
N° 65. — Kan mintin d’ar Werc’hes.
War an ton : N° 63.
1. Tostat a ra heol splan ar beure,
Poent eo d’in finval ha zevel,
Da gentan e fel d’in koulskoude
Dihun ma c’halon a vugel :
Dihun ha digor ma c’halon
Ma genou ive,
Da ganan d’am Mam, d’am Itron :
Ave, ave !
2. Evnik skanv en amzer o ninjal
Beure-mad a lar e zonik,
Hed an de, betek an noz teval
Morse na davo e vouezik :
Evel-se. Mari, hep paoues,
Me renk hed an de,
Ha saludi gant levenes,
Ave, Ave !
3. Eun de al evidon a darzo,
O sonjal e spont ma speret !
Sklaset em gwele, ma c’horf maro,
Da c’houlou-de na zavo ket :
Euz an Envou d’am diarben
Diskenet neuze,
Ha d’ac’h me gano da viken :
Ave, Ave.
K. G.