N° LXII. — D’ar Werc’hez, diouz ar beure.
- Tostaat a ra heol splan ar beure
Ar c’houlz a zo d’in da sevel
Da genta e fell d’in koulskoude
Dihun ma c’halon a vugel
Dihun ha digor ma c’halon
Ha ma mouez ivez
Da gana d’am Mamm, d’am Itron :
Ave ! Ave !
- Evnig skanv en amzer o nijal,
Beure mat ’lavar e sonig,
’hed an deiz betek an noz tenval
Morse ne davo e vouezig :
Evel-se, Mari, hep paouez,
E rankan bemdez,
Ho saludi gant levenez.
Ave ! Ave !
- Eun deiz all evidoun a darzo,
Na pebez spont ’vit ma spered !
Sklaset em gwele, ma c’horf maro
Da c’houlou deiz ne savo ket :
Eus an Nenvou, d’am diarbenn,
Diskennit neuze,
Ha d’eoc’h e kanin da viken :
Ave ! Ave !
|