◄ Pegen direiz eo ann den ha peger braz eo nerz ar c’hras | Trede levr - LVI | Ann den ne dle ket en em zigalounekaat mar teu da bec’hi a-wechou ► |
1. — Jezuz-Krist. — Va map, seul vui ec’h hellot tec’het diouz-hoc’h hoc’h-unan, seul dostoc’h a ze e viot ouz-in-me. E-c’hiz ma’z eo braz ar peoc’h e kaloun ann hini ne c’hoanta netra a-ziaveaz, evel-se ive ann hini en em zilez he-unan a zo a-unan gant Doue.
Bez’ e fell d’in e teskfac’h en em zilezel a-grenn hoc’h-unan, evit ma teuot da blega hep klemm hag a galoun vad da gement tra a falvezo d’in. Deut d’am heul, me a zo ann hent, ar wirionez hag ar vuez.
Me a zo ann hent a zo red d’e-hoc’h kerzet enn-han ; me a zo ar wirionez a dleit da gredi ; me a zo ar vuez a dleit da c’hortoz. Me a zo ann hent ne d-eo ket evit kas da goll, ar wirionez n’eo ket evit fazia na lakaat da fazia, ar vuez a bado da viken.
Me zo ann hent eeun-tenn, ar wirionez dreist pep gwirionez, ar gwir vuez, buez ar re euruz, ar vuez a zo bet a viskoaz. Mar kerzit dre va hent ec’h anavezot ar wirionez, hag ar wirionez ho tenno a boan, hag ho pezo ar vuez a bado keit ha Doue.
2. — Mar fell d’e-hoc’h kaout ar vuez, mirit va gourc’hemennou. Mar fell d’e-hoc’h anaout ar wirionez, kredit enn-oun-me. Mar fell d’e-hoc’h beza mad ha fur a bep hent, gwerzit ar pez hoc’h euz. Mar fell d’e-hoc’h beza diskibl d’in, en em zilezit hoc’h-unan.
Mar fell d’e-hoc’h mont d’ar vuez euruz,
disprizit ar vuez man. Mar fell d’e-hoc’h
e vec’h savet enn env, en em izelait
war ann douar. Mar fell d’e-hoc’h beza
gan-en em rouantelez, dougit ho kroaz
gan-en, rak servicherien ar groaz hep-ken
a gav ann hent euz ar gwir euruzded
hag euz ar gwir sklerijen.
3. — Ann ene mad. — Jezuz, va Aotrou, pa’z eo bet enk war-n-hoc’h hed ho puez ha pa’z oc’h bet disprizet gant ann dud, grit d’in ar c’hras da heulia ho skouer enn eur c’houzanv evel-d-hoc’h beza disprizet gant ar bed. Rak ann diskibl ne d-eo ket enn tu all d’he vestr, hag ar servicher enn tu all d’he aotrou.
Ra zeuio ho servicher da heulia ho puez, rak oc’h heulia anezhi ema va zilvidigez hag ar gwir zantelez. Kemend a lennann, kemend a glevann a hend all, kement-se holl ne d-eo ket evit digas d’in frealz nag evit rei va gwalch d’in.
4. — Jezuz-Krist. — Va map, pa’z
eo gwir hoc’h euz lennet ar c’helennou-ze
hag ec’h ouzoc’h ann traou-ze
holl, e viot euruz mar likit anezho
da dalvezout. Ann hini a anavez va
gourc’hemennou hag a vir anezho,
hen-nez a gar ac’hanoun ha me ivez
a gar anezhan ; en em ziskouez a rinn
d’ezhan hag he lakaat a rinn da
azeza em c’hichen e rouantelez va
Zad.
5 — Ann ene mad. — O va Jezuz, ra vezo great em c’henver evel hoc’h euz lavaret e vije great ; ra vezinn-me kavet mad da vont d ho rouantelez. C’houi hoc’h-unan eo hoc’h euz roet va c’hroaz d’in ; me am euz he douget hervez ho kourc’hemenn hag he dougen a rinn bete mervel. Buez eul lean mad a zo e gwirionez eur groaz, eur groaz a gas d’ar Baradoz.
Pa’z ounn-me eat e penn ann hent, arabad eo argila na trei kein.
6. — Kerzomp kalounek, va breudeur, deomp holl a-unan enn hon hent, Jezuz a vezo gan-e-omp. Kemeret hon euz ar groaz dre garantez oc’h Jezuz, kendalc’homp d’he dougen dre garantez out-ban. Jezuz a zo hor skouer, hen a vezo ive hor skoazel.
Setu hor roue-ni o vont da genta enn
hor raok da stourm evid-omp. Deomp’ta
kalounek d’he heul, arabad e ve den enn
aoun nag er spount. Bezomp e-tal da
vervel a galoun vad er brezel-ze ;
arabad eo d’omp saotra hor gloar o
tilezel ar groaz.
Souezusa tra ! Red eo lavaret dalc’h-mad d’ann den : sonj enn da ene, rak tremen a ra ar vuez-man hag ar vuez all a dosta ; war-c’hoaz, hirio marteze dor ar vuez-ze a zigoro evid-oud. Ha koulskoude, evit lavaret gwir, ma ne ve ket digaset ar wirionez-ze da zonj d’ann den, ec’h ankounac’hafe anezhi, ken touellet eo he galoun gant traou ar bed.
Dihunit ’ta, digorit ho taoulagad, na zaleit ket pelloc’h da gaout preder euz ann dra hep-ken a zo red. Hastit, labourit tenn e-pad m’eo deiz c’hoaz, rak ann noz a zeu, hag endra vezo tenval, den ne hello labourat. Noz spountuz ! Noz a c’hlac’har ! Noz ne baouezo ket ! Pellait, tec’hit hep dale pell dioc’h ann hent ledan a gas da goll, ha kerzit enn hent striz a gas d’ar vuez. Stourmit kalounek oc’h gwall blegou ar c’hik, en em zilezit hoc’h-unan ha dougit ho kroaz. Er groaz ema ann nerz, ar fisians hag ar zilvidigez.
Euruz eo eta ann hini ne anavez nemet Jezuz, evel ann Abostol, nemet Jezuz stag oc’h ar groaz. Klevet a rai d’ann deiz diveza ar c’homziou-man a gargo evit mad he galoun a levenez : Deut c’houi a zo binniget gant va Zad, deut d’ar rouantelez a zo bet savet evid-hoc’h abaoue ma’z euz euz ar bed. Dishevel avad e vezo stad ar re ho devezo great fae war ar groaz, stad ar re a vezo en em glasket ho-unan : Gant-han enn he zourn eunn hanaf zo gwin kemmesket ebarz, Doue a skuill anezhan tu-man tu-hont, hag ar vestl a ziver hep paouez, hag holl bec’herien ann douar a evo anezhi.