◄ Diwar-benn ar pez a ra ar c’hras ha diwar-benn atizou hor c’haloun | Trede levr - LV | Red eo d’e-omp en em zilezel hon-unan ha heulia skouer Jezuz-Krist enn eur zougen hor groaz ni ivez ► |
1. — Ann ene mad. — Aotrou, va Doue, c’houi hoc’h euz krouet ac’hanoun dioc’h ho skeuden ha dioc’h hoc’h heveledigez, skuillit war-n-oun ho kras a zo ker braz hag a zo red d’in da gaout evit va zilvidigez, hervez ma hoc’h euz lavaret. Skuillit-hi war-n-oun, evit mac’h hellinn trec’hi va gwall-ioulou a zo oc’h va c’has enn hent ar pec’hed evit va c’holl.
Rak kavout a rann em c’hik lezen ar pec’hed a zo a enep da lezen ar spered hag am dalc’h e sujedigez hag am laka da blega peurliesa da c’hoantegesiou ar c’horf. N’ounn ket evit ober penn out-ho, nemet dont a rafac’h d’am c’hennerza, o c’houeza em c’haloun tan ho kras santel-meurbed.
2. — Ezomm am euz euz ho kras, ezomm am euz a c’hrasou stank evit mac’h hellinn trec’hi va gwall-ioulou, rak ann den a zo douget d’ann drouk a vihanik.
Hag evit gwir, kaloun ann den a zo bet saotret dre bec’hed Adam, hag ann dud holl a zoug ar boan dleet da bec’hed hon tad kenta. Dre-ze, va Doue, kaloun ann den ho poa great mad a bep hent, n’euz breman enn-hi nemet gwall-ioulou ha gwall-dechou eur galoun saotret ; rak, siouaz d’e-omp, ann den dilezet he-unan n’en deuz ken dalc’h nemet d’ann drouk ha da draou ann douar.
Ann nerz a zo c’hoaz enn-han a zo hevel oc’h eur c’hlaouennik tan e-mesk al ludu. Selu petra eo skiant ann den ; n’euz nemet tevalijen enn-dro d’ezhi. Bez’ ec’h hell c’hoaz anaout ann drouk dioc’h ar mad, ar pez a zo gwir dioc’h ar pez ne d-eo ket, ha koulskoude ne d-eo ket evit ober penn-da-benn kement tra a gav d’ezhi a zo mad, o veza n’e deuz ket gwir sklerijen ar wirionez ha ne d-eo ket glann he c’hoantegesiou.
3. — Setu perak, o va Doue, ec’h en em blijann enn ho lezen, evel ma’z eo boaz ann den a glev mouez Doue eno he ene, o c’houzout ervad ez eo mad ho kourc’hemennou ; ez int gwirion ha santel ; difenn a reont pep drouk, deski a reoot tec’het dioc’h pep pec’hed.
Dre ar c’hik, siouaz, emoun dindan dalc’h lezen ar pec’hed, o veza ma’z ann kentoc’h da heul va c’hoantegesiou eget da heul va skiant-vad. Dre-ze e karfenn ober ar mad, ha n’ounn ket evit hen ober. Dre-ze ivez em euz aliez kalz a venosiou mad, hag o veza m’am euz ezomm euz ho kras da harpa va zempladurez, setu e teuann da laoskaat ha da goueza, pa c’hoarvez gan-en ann distera enebiez. Dre-ze ec’h anavezann hent ar mad hag e welann sklear a-walc’h petra zo red d’in da ober. Hogen, siouaz, o veza ma’z ounn dalc’het dindan beac’h va gwall-dechou, n’ounn ket evit en em zevel war-zu ann traou huela.
4. — O va Doue, na peger braz ezomm am euz euz ho kras evit ober ar mad, evit lakaat anezhi da dalvezout hag evit he c’has da benn ! Rak anez kaout ho kras, n’ounn ket evit ober netra. Pep tra a hellann enn-hoc’h, va Doue, mar teu ho kras d’am c’hennerza.
O gras ann env ! Hep-z-hi ann den ne
d-eo ket evit gounid netra vad dirak Doue ;
hep-z-hi kemend a zo enn den a dle beza
prizet evel netra. Heb ar c’hras, Aotrou,
ne dal netra dira-z-hoc’h ar skianchou,
ar wiziegez, ar madou, ar gened,
ann nerz, ar spered hag ar c’homziou
kaer.
Hag evit gwir, ar re vad kouls hag ar re fall ho deuz bet ho lod digant Doue keit ha keit ; ar re euruz avad, holl gwitibunan, ho deuz ar c’hras hag ar garantez ; dre-z-hi ec’h anavezer ar re a vez kavet mad da gaout ann euruzded a bado da viken.
Beza profed, ober burzudou, sevel he ene war-zu Doue dre ar beden a galoun, kement-se holl ne d-eo netra heb ar c’hras, ken huel eo. Ar Feiz zo-ken, ann Esperans ha kement mad a zo, ne blijont ket d’e-hoc’h, va Doue, heb ar Garantez hag heb ar C’hras.
5. — O gras euruz-meurbed ! Dre-z-hoc’h e teu da veza pinvidik hervez Doue ann hini a zo paour a spered ; dre-z-hoc’h e teu da veza izel a galoun ann hini a zo pinvidik hervez ar bed. Deuit, diskennit enn-oun, roit d’in a-bred ho frealzidigez gant aoun na zeufe va ene da fallaat, ker skuiz ha ken dizec’het eo.
Ho pidi stard a rann, Aotrou, grit ma vezint kavet mad dira-z-hoc’h ! Ho kras hep-ken a zo a-walc’h d’in da gaout, ha pa n’am be netra all e-bed euz ar pez am euz c’hoant. Pegement-bennag e venn-me temptet, pegen enkrezet-bennag e venn gant ar poaniou, n’em bezo aoun rak enkrez e-bed, endra vezo ho kras gan-en.
Hi a zo va nerz, hi eo a zigas din kuzul ha skoazel. Krevoc’h eo eget va holl enebourien, furoc’h eo evit ann holl dud fur.
6. — Ar c’hras a zesk d’e-omp ar wirionez hag ive ar reolen a vuez ; ar c’hras a zo sklerijen ar galoun, dizoan ar re zo enn anken, lakaat a ra pep nec’h ha peb aoun da dec’het, hor c’henderc’hel a ra e gwir zoujans Doue ha digas daelou enn hon daoulagad.
Na petra ounn-me hep-z-hi nemet eunn
tamm koat seac’h, eur penn-kef ne d-eo
mad da netra ken nemet da veza taolet
enn tan ? Ra vezo eta bepred, o va
Doue, ho kras em raok ha war va
lerc’h ; grit ma teuinn dre-z-hi d’en
em rei hep paouez d’am oberiou-mad.
Me her goulenn digan-e-hoc’h dre
Jezuz-Krist, ho Map. — Evel-se bezet great.
Lezennou ar greden gristen a ziskouez d’e-omp ne d-omp nemet distervez, hag a ra de-omp anaout petra zo da ober evit en em viret dioc’h hor poaniou. Deski a reont d’e-omp ne hellomp, ac’hanomp hon-unan, ober netra evit hor silvidigez, hag ive ec’h hellomp ober pep tra dre skoazel ann hini a ro nerz d’e-omp. Dre-ze eo e lavare sant Paol ar c’homziou kaer-man : En em veuli a rinn e-kreiz va foaniou, evit ma ohoumo nerz Jezuz-Krist enn-oun. Ia, eme-z-han, en em blijout a rann e-kreiz va foaniou, rak paz ounn sempl, neuze eo ez ounn kre.
Red eo d’e-omp prederia war gomziou ann Abostol, deski en em izelaat, anaout pegen dinerz omp ha beza euruz, kouls lavaret, dre’n abek ne d-omp netra ac’hanomp hon-unan. Pa hon devezo diframmet euz hor c’haloun pep stad vad a zalc’homp ac’hanomp hon-unan, neuze e tiredo founnuz ar c’hras enn-hi. Ar peoc’h a vezo roet d’e-omp war ann douar, rak petra a hell tevalaat peoc’h ann hini en em ankounac’ha hag en em zispriz he-unan ? Petra a hell tevalaat peoc’h ann hini n’en deuz ken harp nemet e Doue ha ne d-eo stag nemet oc’h Doue ? Peoc’h d’ann dud a fell d’ezho ober pep tra hervez Doue ! Peoc’h d’ar re zo izel ho c’haloun ! Peoc’h er bed-man ; ha goude, ra ho devezo enn envou ho gwalc’h euz a c’hloar !