Trede quevren - An daouzecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 215-221)
R chastete eo ar fourdilis eus ar vertuziou, renta a ra an dud casi henvel ouz an Elez, netra ne de caer nemet dre ar burete, hac ar burete eus an dud eo ar chastete. Ar chastete a so galvet honestis, hac ar brofession anezi a so galvet enor ; galvet eo ivez integrite, hac ar c’hontrol dezi a so galvet corruption : bref e gloar a so toutafæt particulier dre ma zeo ar vertuz gaer hac ar vertuz venn eus ar c’horf hac eus an ene. Ne de jamæs permetet tenna plijadur impudic ebet eus hor c’horf, p’e fæçon bennâc ec’halle beza, nemet en ur briedelez ligitim, peveus a hini ar santelez a alle en ur fæçon bennâc recompansi ha rapari an domaich pehini a recever er blijadur-se. Ha c’hoaz er briedelez e ranquer observi an honestis eus an intention. Ar galon chast a so evel ar vam berlesen pehini ne ell receo
berad dour a guement na zeue eus an Eê : rac ar galon chast ne ell ive receo plijadur ebet nemet hini ar Briedelez, pehini a so ordrenet eus an Eê ; emeas achano ne de quet permetet so-quen en em antreteni volontieramant en ur sonjeson a blijadur.
Evit ar guenta pasen eus ar vertuz-mâ, liquit evez, Philotee, na guemerrac’h nep seurt plijadur a guement a ve difennet evel ma zeo an oll plijadurezou pere a guemerer emeas eus ar briedelez, hac er briedelez memes pa o c’hemerer a enep an urz hac an usaich eus ar briedelez. Evit an eil en em brivit muia ma vezo possibl deoc’h eus ar plijadurezou inutil ha dreist-vusur peguement bennâc na vent quet diffennet. Evit an drede Fasen, na staguit quet hoc’h affection ouz ar plijadurezou pere a so gourc’hemennet hac ordrenet. Rac peguement bennâc ma ve ret exerci ar plijadurezou necesser, da lavaret eo ar re pere a apparchant ouz ar fin hac an institution eus ar briedelez santel, cousgoude ne ranquer jamæs stagua ar galon hac ar speret outo.
Erfin peb-unan en deveus izom bras eus ar vertuz-mâ : ar re a so maro o friedou diganto, a dle caout ur chastete courachus pehini ne zispriche quet hepquen an objedou presant ha da zonet, mæs a resiste ivez ouz an imaginationou, pere a alle beza presantet en o sperejou dre ar plijadurezou licit o devoa bet recevet er briedelez, dre occasion pere int tenerroc’h ha sansiploc’h ouz an inclinationou disonest. Abalamour da se e c’hadmire Sant Augustin ar burete eus e vignon guer Alipius, pehini en devoa toutafæt ancounec’heat ha dispriget oll blijadurezou ar c’hic, pere en devoa bet cousgoude experimantet en e yaouanctis. Hac evit guir endra vez ar frouez en o antier ec’hellont beza conservet darn var ar c’holo, darn-all er sabl pe en treaz ha darn-all e touez o deliou, mæs o veza darniet hac antamet ur veich, eo casi impossibl o miret nemet dre ar mel pe dre ar sucr e confitur. Evelse ivez ar chastete pehini ne de quet c’hoaz blecet na corrompet, a ell beza conservet e meur a fæçon ; mæs andal ma vez ur veich darniet hac antamet, ne alleur e c’honservi nemet dre un devotion excellant, pehini, evel am eus lavaret alies, eo ar guir mel hac ar guir sucr eus ar sperejou.
Ar Guerc’heset o deveus izom eus a ur chastete simpl ha dilicat meurbet, evit banissa eus o c’halon peb seurt songesonou curius, hac evit disprigeout absolumant peb seurt plijadurezou impur, pere ne veritont quet evit guir beza desiret gant an dud, pa zereont mui ouz an esen hac ouz ar moc’h eguet outo. Lequeant evez mad an eneou pur-se’ta na zeuent jamæs da zoueti na ve quet guell hep comparæson ebet ar chastete eguet quement na ell quet da c’houzaon : rac evel a lavar ar Personaich bras Sant Jerom, an adversour a zeu da bressi ha da zouguen gant violanç ar guerc’heset d’an desir da ober un essa eus a bligeadurez ar c’hic, o rei dezo da gridi, ez e brassoc’h hac agreaploc’h eguet na deo en effet ; ha quemense a ro un droublien vras dezo alies, dre ma sonch dezo ez e douçoc’h hac agreaploc’h cals ar pligeadurezou-se pere ne enevont quet : rac evel ma ve ur papilloun pe ur valavennic, pa vel ar flam, o nigeal en dro dezàn curiusamant, evit essa hac evit anaoui hac èn a so ar flam-se quen douç da c’houzout evel ma zeo caer da velet, hac o veza presset gant ar guriosite-se ne baouez o troïdellat quen a vez en em gollet hac en em rostet er flam er c’henta essa : dememes an dud yaouanc en em les alies da veza sesiet ha tpuellet gant an istim sot ha faus pehini a reont eus ar bligeadur a sonch dezo a so er flammou a impurete, ma teuont goude cals a songesonou curius, d’en em goll ha d’en em rosta erfin er flammou impur-se, o veza sotoc’h er poent-se c’hoaz eguet ar papillonnet ; rac ar re-mâ o deveus un occasion bennâc da sonjal e ve douç ha delicius an tan, pa zeo quer caer da velet ; eleac’h an dud intourdi-se, hac ii o c’houzout ervat eo estrainch ha zizonest ar pez a glascont, ne lesont quet evit quemense na reont istim eus ar blijadurez foll ha brutal-se.
Mæs evit fæt ar re pere a so demezet, un dra eo hac a so guir, ha ne sonchet quet e ve, penaus eo necesser bras dezo ivez ar chastete ; rac entrezo ii ar chastete ne gonsist quet oc’h en em absteni absolumãt diouz pligeadurezou ar c’hic, mæs oc’h en em voderi enno. Hac evel ma zeo difficilloc’h d’am avis ar gourc’hemen-mâ ; en em liquit e coler, ha na bec’hit quet, eguet na deo ar gourc’hemen all-mâ, n’en em liquit quet e coler ; ha ma zeo eassoc’h evita toutafæt ar goler eguet na deo e regli : dememes eo eassoc’h en em absteni toutafæt diouz plijadurezou ar c’hic eguet na deo en em voderi enno. Guir e penaus al liberte santel eus ar briedelez e deveus un nerz particulier evit mouga an tan eus ar goncupisçanç, mæs an infirmite eus ar re pere o deveus al liberte-se a ra dezo tremen eas eus al liberte d’al libertinaich, hac eus ar bermission d’an dissolution, hac eus an usaich d’an abus. Hac ec’his ma veleur cals a dud pinvidic o laerez non pas dre izom, mæs dre avariçder; evelse ivez e veleur cals a dud demezet oc’h en em diregli hac o tremen dreist an urz en o friedelez dre an intemperanç hac al lubricite hepquen an despet d’an objet ha d’an usaich legitim pe var hini e tleffent hac e c’hallent en em arreti ; o veza hènvel o c’honcupissanç hac o inclination fall ouz un tan volaich pehini a red en ur zevi ha tuma ha tuont hep en em arreti e nep leac’h. Dangerus eo ato quemeret remejou violant ; rac mar quemerer mui eguet a ranquer, pe ma na vent quet preparet mad e noasont cals da nep o c’hemer. Ar briedelez a so bet benniguet hac ordrenet a ur perz evit remet ouz ar goncupissanç hac ez eo evit guir ur remed excellant, mæs ur remed violant eo cousgoude, ha parconsecant ur remed dangerus nemet gant moderation en em servichet anezan.
Ajouti a ràn penaus e vez separet alies an eil pried diouz eguile gant naouzpet seurt afferou pe gant clevejou hir, ha racse o deveus izom an dud demezet eus a ziou seurt chastete, unan evit en em absteni toutafæt pa zeo separet dre an occasionou-se, hac un all evit en em voderi pa vezont assambles en o zrein ordinal. Certenamant Santes Catel a Sienne a velas etouez ar re Zaonet cals a eneou tourmantet bras meurbet, o veza bet violet ar santelez eus ar briedelez, ar pez a yoa c’hoarvezet, emezi, non pas abalamour d’ar c’hrevusdet eus ar pec’het, rac ar muntrou hac ar blasphemou a so grevussoc’h, mæs abalamour ar re pere a goumet ar pec’hejou-se a enep un usaich eus ac briedelez, ne reont scrupul ebet anezo, hac evelse e continuont enno pell amser. Guelet a rit eta penaus ar chastete a so necesser da bep seurt tud. Heuliit, eme an Abostol, ha conservit ar peoc’h gant an oll, hac ar santelez anes pehini den ne velo Doue : dre ar santelez ec’hentent ar chastete, evel ma o deveus remerquet Sant Jerom ha Sant Chrisostom. Non Philotee, nicun ne velo Doue hep ar chastete; nicun ne rai e zemeuranç en e Bales santel a guement na vezo quet neat a galon ; hac evel a lavar hor Salver e-unan, ar chass hac ar re impudic a choumo diaveas, hac eürus eo ar re a so pur a galon rac ma o devezo ar vision a Zoue.