Trede quevren - Ar pempet Chabistr ha tregont
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 329-333)
ha tregont.
Eb-unan a oar ervat e rancomp dioual na zesirremp netra a guement a ve droug ha vicius, rac an desir eus an droug hac eus ar viç hon rent droug ha vicius hon-unan : hoguen me lavar deoc’h ouzpen, Philotee, na zesirit quet an traou pere a so dangerus d’an ene evel ma ze an dançou , ar c’hoariou hac an seurt divertissamanchou-se, nac an enoriou nac ar c’hargou, nac ar visionou nac an extasou : rac en hevelep traou-se ez eus cals a zanger, a vanite hac a dromplerez. Na zesirit quet an traou pere a so pell diouzoc’h, da lavaret eo pere ne ellont erruout nemet da ben pell amser, evel a ra cals pere a zeu dre ar voyen-se da squiza ha da zissipa o c’halon inutilamant hac en em laca e danger da goueza en un inquietud hac en ur chagrin bras. Mar en deveus un den yaouanc pe ur plac’h yaouanc un desir bras da gaout un habit nevez pe da veza
fortuniet, abarz ma vez deut an amser, petra servich, me ho ped an desir-se dezàn na dezi ? mar desir ur c’hreg beza Religiuses, pebez propos a so da guemense ? mar desiràn prena tra va nessa abarz ma ve prest d’e verza, ha ne golan-me quet va amser en desir-se ? mar desiràn endra oun clàn var va guele mont d’ar Sarmon pe d’an Oferen, pe da velet ar re-all pere a so clàn ive, pe da ober exerciçou all pere ne apparchantont nemet ouz ar re a so yac’h, ha ne d’e quet vean hac inutil an desirou-se, pa na d’ema quet em gallout neuse o effectui hac ober ar pez a zesiràn ? ha cousgoude an desirou inutil-se a zeu da occupi plaç cals a zesirou mad pere a dleffen da gaout, evel ma ve da veza patiant, da veza resinet mat da volontez Doue, da veza mortifiet, da veza oboissant ha douç em souffrançou : quemen-se eo a fell da Zoue a bratiquen neuse : hoguen peurvuia e vez hon desirou evel c’hoantou a graguez vrases, pere a c’hoanta queres fresq d’an divez amser, ha resin fresq d’an nevez amser.
Ne approuvan morsetout, penaus un den, pehini a so angaget ha staguet ouz un dever, ur stad pe ur vocation bennâc, en em amusse da zesirout beva en ur fæçon-all, nemet en hini a so convenabl d’e zever, na da zesirout exerciçou, pere n’en em accommotent quet gant e stad hac e gondition presant : rac an dra-se a zeu da zissipa ha da droubli ar galon ha d’e renta lent ha digouraich en exerciçou necesser. Ma desiràn beva er solitud evel ur Chartrous pe un Ermit, e collan va amser, hac an desir-se a zeu da occupi ar plaç eus an hini a dlean da gaout d’en em acquita ervat eus va c’harg hac eus va dever presant. Non ne falfe quet din so-quen e tesirre un den caout mui a speret na mui a jugeamanr eguet en deveus : rac an desirou-se a so friol hac inutil, hac a zalc’h ar plaç eus an desir a dle peb-unan da gaout da gultiva ha da implija ervat ar speret en deveus roet Doue dezàn ; ne falfe quet din quen nebeut e tesirre den ar moyenou da servicha Doue, pere n’en deveus quet : mæs beza e falfe din en em serviche ervat eus ar re en deveus : hoguen an dra-màn a ententeur eus an desirou pere a zeu da amusi ha da droubli ar galon : rac evit ar souhetou simpl ne noasont quet gant n’o graet quet re alies.
Na zesirit quet ar c’hroasiou hac ar souffrançou nemet diouz ma ho pezo douguet mat ar re pere hoc’h eus bet dija : rac un abus eo desirout ar verzerinti, hep caout ar gouraich da soufr un injur. An adversour a brocur deomp alies desirou bras da draou pere a so pell diouzomp, ha ne erruint jamæs, evit distrei hor speret diouz an traou presant pe gant re e c’hallemp ober cals a brofit, peguen dister bennâc int. Combati a reomp en imagination a enep ar monstrou hac ar sarpantet a Affrique, pere a so pell diouzomp, hac en em lesomp da veza lazet en effet gant an aëret munut pere en em guef var hon hent, e deffot lacat evez. Na zesirit quet, an dentationou ; rac temerite ve an dra-se : hoguen liquit ho calon d’o gortos gant couraich, ha d’en em zifen outo pa erruint.
Cals a seurtou quic ha bouet, ispicial mar d’e bras ar gantite anezo, a zeu ato da garga ar stomac ha d’e ruina mar d’e sempl. Na garguit quet re ivez eta hoch ene eus a gals a zesirou, na monden, na spirituel ; rac an desirou monden ha temporel a ruine toutafæt hoc’h ene, hac ar re spirituel a zeue d’e ambarassi. Pa vez purget hon ene, oc’h en em santout discarguet diouz ar goal humoriou, e deveus un appetit bras meurbet d’an traou spirituel, hac evel pa ve dare gant an naon en em laca da zesirout mil seurt exerciçou a zevotion, a vortification, a binigen, a humilite, a charite, pe a drugarez, bac a oræson. Ur sin vad eo, Va Philotee, caout an appetlt vad-se ; mæs guelit ha c’hui a allo ervat ive digeri quement a fell deoc’h da zibri. Choasit eta dre avis ho Tad spirituel etouez quement a zesirou mad, ar re pere a illit bremâ da bratica ha da executi ; liquit ar re-se da dalvout ha da brofita ervat, ha goudese Doue a zigaso deoc’h desirou mad all, pere a braticot ivez pa vezo deut o fouent, hac evelse ne gollot quet an amser e desirou inutil. Ne lavaràn quet, e ranquer lesell nep seurt desir mad da goll, mæs lavaret a ràn, e ranquer o frodui diouz tu ha diouc’h urz, hac ar re pere ne aller quet da effectui presantamant, e ranquer o serra en ur c’hoin bennâc eus ar galon, o c’hortos ma tui o amser, hac e tretant effectui ar re a so meur hac e poent vad : quememan a lavaràn non pas hepquen evit an desirou spirituel, mæs evit an desirou temporel memes : anes ne ouffemp jamæs beva e repos, nemet gant inquietud ha gant ampressamant.