Le Dault, 1950  (p. 213-218)




Tri mab ar merour


Skiant o devoa o zri, met tri dra a oa ha ne ouient ket. Hag, evit o gouzout, e rankent mont da gavout Arraiz. Hag int ha mont.

« Ni ’zo tri baotr a garfe mont davedoc’h da vevelien. »

« Ma ouzoc’h eur vicher eo mat. »

« Gouzout a ouzomp. »

« Pe vicher, te ? » emezañ d’ar c’henta,

« Kiger. »

« Mat. Te a chomo. Ha te ? » emezañ d’an eil.

« Munuzer. »

« Mat ivez. » Ha d’an trede : « Ha te ? »

« Marvailher. »

« Mat tre. Chomit eta ho-tri. »


Antronoz Arraiz d’ar c’higer :

« N’em eus tamm kig ebet ken : kerz da laza ar c’hole a zo aze er c’hraou. »

Hag ar c’higer ha mont. E lec’h laza an ejen, e wisk hag e tiwisk e zilhad.

« Petra ’rez ? » eme Arraiz. « N’eo ket lazet al loen c’hoaz ? »

« Setu amañ : me a zo ganin eun hiviz bet d’am mamm hag eur roched bet d’am zad, hag e karfen lakaat krez an hini a zo an tosta d’in ! »

« N’eo ket eur paotr eo a zo ac’hanout ? »

« Kredabl ! »

« Ma ! Ennout ez eus diou drederenn eus da dad hag unan eus da vamm. »

Hag ar c’higer a zispenn an ejen en eur par berr. Klevet en devoa ar pez a glaske.


« Te, munuzer, » eme Arraiz, « kemer eur vourc’hal ha pil ar wezenn-zero-se. »

Hemañ ne sko ket war an dervenn.

« Perak ne labourez ket ? » eme Arraiz.

« Aon am eus : ma skoan re uhel, eo gouest va bouc’hal da vont d’an neñv, ma skoan re izel, d’an ifern ; ha n’ouzon dare pehini eo an tosta ? »

« Keit ha keit emaint, an eil hag egile. »

Ar wezenn a voe pilet prestik : kavet en devoa ar pez a glaske.


« Mavailher out ? » eme Arraiz d’an trede.

« E feiz, ya, met n’ouzon dare pe d’eoch pe d’in eo da rei an taol kenta. »

« An dra-ze a zo diouz ma vez an traou. Ma ’z eus eur bod spern e-kreiz tal mestr eun ti, displeg da goñchennou d’ezañ ; mar deo lemm e deod, lez-heñ da drei, hag e kavo ez out eun dezrevellour dispar. »

Setu an trede tra. E-pad an noz, e soñjas Arraiz e oa an tri-mañ an tri a faote skiant d’ezo.

« Mab, » emezañ, « sav ha dic’houzoug an tri-ze. »

Ar mab a ya. An tri labous avat a oa nijet kuit :

« Kae war o lerc’h, ha digas o fennou d’in ! »


Dizale e tigouez ar mab ganto. Ar re-mañ a grog d’en em ganna.

« Perak emaoc’h an eil a-eneb egile ? eme ar mab.

« Hon tad a zo maro, ha da c’houzout piou a susito d’ezañ eo e stourmomp. »

« Petra a zo da susita ? »

Eur wezenn etrezomp hon-tri. »

« Petra a zo d’it enni ? » emezañ d’ar c’henta.

« Kement a zo anezi dindan an douar ha war-c’horre. »

« Ha d’it ? » emezañ d’an eil.

« Kement a zo eeun enni ha kement a zo gweet. »

« Ha d’it ? » emezañ d’an trede.

« Kement a zo glas ha kement a zo sec’h. »

« N’ouzon dare da biou eo. Pehini ar c’hosa ac’hanoc’h ? »

« N’ouzon ket, » eme ar c’henta. « Gouzout a ran ervat en devoa prenet va zad eur vatimantad aotennou d’in, hag o rac’hat va baro em eus uzet anezo holl. »

« Me n’ouzon ket ivez, » eme an eil. « Va zad en devoa prenet eur vatimantad nadoziou d’in, hag uzet em eus anezo holl o tresa va dilhad ganto. »

« D’in-me, » eme an trede, « e oa bet prenet eur vatimantad koñtilli, hag uzet em eus anezo holl o trailha bara da zibri d’am predou. »

« Ma ! n’oun ket evit gouzout, » eme ar mab. « Pehini ar buana ac’hanoc’h ? »

« O ! » eme ar c’henta, « pa vezo ar gorventenn wasa en he gwasa, diskarg eur sac’had pleuñv diwar beg eur siminal, hag o zapin holl a-barz ma vezo nikun anezo war an douar. »

« Kemer eur marc’h daoulammer, an hini gwella, » eme an eil. « Me a lakay pevar houarn d’ezañ e-keit ha ma vezo e dreid en aer. »

« Ma ! » eme ar mab. « D’an diegusa e vezo eta. »

« Me, » eme ar c’henta, « a oa en eun ti pa grogas an tan-gwall ennañ. Ne savis kuit nemet pa voe an tan em roched, goude beza devet va bragou. »

« Me, » eme an eil, « a oa gourvezet war an hent bras. Kezeg a zeue braoik ha ne savis nemet pa voe o zreid o vont war va c’hein. »

« Me, » eme an trede, « a zo bet seiz vloaz noz-deiz gant va gwreg. E-keit-se, en desped d’ar c’hoant a on ennoun, ne drois ket da rei eur bouch d’ezi. »

« E feiz, » eme ar mab, « ret eo d’in mont da gavout va zad da c’houlenn outañ da biou e vezo ar susit. »

Hag heñ da gavout Arraiz, ha displega nec’hamant an tri-ze d’ezañ, hag ar pez a oa abeg d’ar cholori a oa savet etrezo.

« Ranezennou ! » eme an tad. « Digas o fennou d’in buan ! »


Hag heñ war o lerc’h. Int-i her gwelas, hag int-i da guzat en eul leur. Tri den a oa eno o torna.

« Roit ho freilhou d’eomp, ha ni a labouro en ho lec’h. »

« Memes tra avat, » eme an tri-all.

Hag an tri-mañ da gousket. Mab Arraiz o gwel er stad-se hag a zibenn anezo. Hag heñ d’ar gêr.

« Mat, » eme an tad. « Peoc’h hor bezo bremañ… »


Tri mab ar merour a dec’h pelloc’h. Dizale, setu ma lavaront :

« Pell a-walc’h ’zo emaomp an eil gant egile. Deomp pep hini diouz e du. A-benn bloaz e teuimp amañ da gonta ar pez a vezo c’hoarvezet gant pep hini ac’hanomp. »

Unan anezo, Louarn e ano, a ya e kêr. Kenta kristen a wel eno a zo eur c’here.

« Ro d’in eun tamm bara, » emezañ.

« Labour, mar karez, a roin d’it. »

« Mat, ro d’in eur votez d’ober. »

« Dal amañ ler. Labour mat avat. »

Louarn a ra eur votez. Unan-all a zo c’hoaz goude, met eun hanter gwelloc’h eget ar genta.

« Laeret oun ganez, » eme ar c’here. « Penaos e werzin-me eur re voutou disparet ? Deus da zibri evelato. »

Goude lein, Louarn a ra diou votez-all, heñvel-mik ouz an diou genta. Neuze e c’houlenn ouz ar c’here petra eo ar c’hastell a zo dirak an ti.

« Palez an teñzor. »

« Hag aour a zo ennañ, e gwirionez ? »

« Sur mat. »

« Ha n’it ket da gemerout eus an aour-se ? »

« O ! nann ! »

« Ma, koulskoude ! M’ho pefe eun tamm anezañ, e vefec’h kuit-da labourat. »

« Gwir eo. »

« Deomp emberr neuze. »

« Roit daou sac’h d’in, » eme Louarn d’ar wreg.

« D’ober petra ? »

« Da garga aour eus teñzor ar roue. »

« Met ma vezez tapet e vezi krouget ! »

« Ne vezin ket tapet. »

Hag int d’an teñzor, karga ar seier, ha d’an ti.

« Setu daou sac’had aour. »

« N’oc’h ket bet gwelet ? » eme ar wreg.

« Nann sur. »

Antronoz e red ar c’helou eo bet al laer gant an teñzor. Hag ar roue d’e sorser :

« Piou eo al laer ? »

« Emberr e teuio adarre. Lakait eur varrikennad mel dindan pep prenestr e diabarz an ti. Al laer a gouezo e hini pe hini anezo, ha dont er-maez ne c’hello ket. »

E-giz-se e voe graet. Deuet an noz :

« Deomp adarre, » eme Louarn d’ar c’here.

« It, » eme ar wreg, « ha kargit mat ho seier ! »

« D’it eo da vont da genta hirio, » eme Louarn.

« Evel just. »

Hag ar c’here a gouez en eur varrikennad mel.

« Petra eo an dra-mañ, » emezañ.

« Seurt ebet. Chom aze : me a yelo dreist da skoaz. »

Ha Louarn a lamm dreist ar c’here, a garg ar seier hag o stlap bep eil er-maez. Ar c’here avat a ranke chom er varrikenn.

« Tapet oun avat ! » emezañ.

Louarn a grog neuze en e vleo, hag a droc’h e benn ouz ar c’here en eur lavarout :

« E-giz-se den ne ouezo piou out. »


« Piou eo al laer ? » eme ar roue antronoz.

Den ne ouie. Louarn a stlapas penn ar c’here dindan ar gwele. Krial (gouela) a eure ar wreg.

« Ro peoc’h, » eme Louarn d’ezi. « Pinvidik a-walc’h out bremañ emichañs ! hag evit ar pez a sell ouz da waz, me a gemero e blas. »

« Petra ’raimp ? » eme ar roue d’e sorser.

« Eur feunteun a zo e kêr, ha di ez a ar wragez da gerc’hat dour. Pried an den-se a leñvo pa welo korf he gwaz. »

Met ar wreg ne yeas ket davit dour. Louarn avat a gemeras ar c’horf hag her stlapas kuit gant ar penn.

« Petra d’ober ? » eme ar roue antronoz.

« Eur wiz desket hoc’h eus. Kasit-hi da glask ar c’horf. »

Eur soudard kaset da welout pelec’h ez aje ar wiz ne c’hellas ket heulia anezi. Hi avat a voe faoutet he fenn outi gant Louarn.

« Petra d’ober ? » eme ar roue.

« Eun ali a roin d’eoc’h, mar karit, aotrou roue. Dimezit ho merc’h gant al laer ; eürus e vezo hi sur. »

Embannet eo kement-se antronoz, ha Louarn a zimezas gant merc’h ar roue, ha roue e voe war e lerc’h…

E-giz m’o devoa lavaret, ec’h en gavas an tri breur e-lec’h ma oant bet aet an eil diouz egile. Louarn hepken a oa bet chañsus ; an daou-all a oa paour-Job. Louarn o c’hemeras er palez, a eureujas anezo gant bep a briñsez flour, hag o-zri e vevjont eürus e-pad hir-amzer.


Ar Bobl,
ebrel 1906.