Trizekved pennad — II

R. Prud’homme, 1903  (p. 337-339)



II


Martoloded o prezek d’imp. — Eur c’hure euz a Vrest o prezek d’ê. — Eun Eskop


D’ar zadorn, ar 14ed a Wengolo. — Sioul e chom an amzer epad ar beure.

Da 1 heur en em vodomp evit klevet ar c’hommandant Pillart, unan euz e vartoloded hag an Tad Bailly o komz d’imp deuz doare ar batimancho : penauz eo hanvet pep gwern, peb goel, peb korden ; penauz e ve græt ar skoulmo, ha me ’oar petra c’hoaz ? Sonj am euz bepred e komzaz d’imp an Tad Bailly euz kloc’hik ar *bourz : dont a ra euz a Batras, eur porz mor Gresian ec’h eo bet merzeriet en e gichen an abostol sant Andre ; eno eo bet kavet ar c’hloc’hik en eur gos chapel savet en enor d’ar zant.

D’ar zul, ar 15ed a Wengolo. — Ar mor a finv ar beure-man. Koulskoude e kaner an oferen bred, eun oferen « a daer wern » *gouez d’ar *verdidi : *avieler hag *abostoler a zo enni. An oferenner eo an Au. ’n Eskop Toulotte, euz Urz an Tado Gwenn. Setu pemzek miz ’boue e oa en kouent Santez-Anna Jeruzalem : breman a ya da Rom. Treut eo ken ec’h eo, dizec’het m’eo bet e gorf gant heol ar Sahara. Ahendall an euz ær vad, ’pez a c’heller kaout. Ha tamm tro e-bed gantan : komz *hegarad a ra ouz n’euz fors piou.

Goude aviel an oferen bred e ra an Au. Corre, kure Sant-Louiz a Vrest, eur brezegen ’vit ar verdidi : rak ar c’hommandant hag an darn vuian euz e dud a zo azeet er chapel, dirak an auter veur. Me ’gred o deuz plijet d’ê e gomzo : rak komzo kalonek e oant, ha komzo a bouez, mad da greski war eun dro o fianz hag o c’harante e-keñver an Itron Varia. ’Vit ma *tereje e brezegen ouz ar gouel a hirie, gouel an hano santel a Vari, an euz displeget d’ê pegen talvouduz eo an hano-ze ’vit an holl hag ispisial ’vit an dud a vor : hen laret aliez a fell d’ê, a c’heno hag a galon. ’Vit kaout fianz ennan, n’o deuz nemet en em envori penauz eo bet savetaet martoloded ha soudarded al lutanan Henri[1] a oa, n’euz ket pell, o vrezelian en Bro-Chin. E oant eta en Pekin, o sikour ar gristenien d’en em difenn ’barz ar Pei-Tang, pa weljont ’uz d’ar mogerio skeuden eun Itron Wenn. Ar Werc’hez a oa hi he-unan, ar Werc’hez a bedent arauk euz o gwellan. Prest goude, e tigoueas d’al ludanan kouean war an dachen, skuilhet gantan e oad evit Doue ha ’vid e Vro. Mes e dud a oe savetaet gant ar Werc’hez. De he gouel Hanter-Est ec’h arruaz soudardet all euz an Europ, a reaz d’ar Chinoaed kemer an tec’h.

Da 1 heur, prezegen gant an Tad Bailly, diwar-benn ar Groaz Zantel.

Setu, ’vit-se, ar mor o tont da vean tær ha da grozal : na c’houl ket, marvad, e ve gouspero hirie, Ma ! na vo ket.

Na vo ket zoken a goan evit meur a dreizer, ec’h eo krog enne an droug-mor. Me a gemer eun draik bennag ouz taul, eur banac’hik ær fresk war ar pont, ha goude hent ma gwele.


————

  1. Eur Breizad, pa oa ouz a Blouvouskan, eur barrouz eus a Vro-Dreger. Eno ive eman e ve.