Trizekved pennad — IV

R. Prud’homme, 1903  (p. 343-345)



IV


Kauzeaden diwar-benn al lornez. — Eur werz vrezonek all.


Ar brezegen bemdeek a zo græt hirie da 1 heur gant an Doktor Simons, eur medesin euz a Bariz (medesin ar *bourz, an Aut. Fauvel, a zo war e wele, bet skoet gant terzien al linad.)

Al lornez : petra eo ar c’hleñved heuzuz-ze, en pe bro ha pegouls en euz c’hoariet e reuz, pelæc’h e kaver ’nean c’hoaz, ha petra a rer evit dioall rakan : setu ’pez a lavar d’imp an autro Simons. Plijout a ra d’imp e glevet, o vean hon deuz gwelet en Jeruzalem eur bern tud dismantret gant al lornez.

Etouez ar broio ac’h eo koueet gwech-all warne ar oalen-ze, an euz hanvet ar prezeger hon bro Breiz. Ha n’on ket souezet a ze. Meur a gakousiri a oa en Breiz, ’vel em euz laret ’n eur gomz euz kakousiri Jeruzalem. ’Pez n’am euz ket laret, eo hon deuz meur a zon goz e komzer enne euz stad truezus an dud laour.

Setu aman eul loden euz gwerz Bugel al laourek, a zo bet kemeret dre skrid gant F. An Uzel, en Plouaret, ar blavez 1863[1] .


Eur plac’hik pemp pla ’hirvoude :
Na gave den he c’honsolje.

Na n’euz bugel war an douar
’N euz kement ha me a c’hlac’har.

Ma mam ’zo krouget ha devet
Ha ma zad paour a zo laouret.

Eun ti newe, liwet en gwenn,
Vel ma ve zavet d’al laourienn.


Ar vinorezik a lare
Euz ar ger na pa zortie :

« C’han da chanj d’am zad e rochet
Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet

Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet
Dindanan me’gred eo breined »

Ar vinorezik a lare
’Tal dor he zad pan arrue :

« Ma zadik paour, d’in me laret
Ha me chanjfe d’ec’h ho rochet ?


Triwac’h miz ’zo n’eo bet kannet,
Dindanoc’h me ’gred eo breinet. »

He zadik paour a lavare
D’ar bugelik pemp pla neuze :

« Ma bugel kes, it alese,
Rak mar chanj ’n awel a goste,

Mar chanj an awel a goste,
C’hwi laourfe dre doul an alc’hwe.

Debret on me gant ar *c’hontron :
Prest int da gregi em c’halon ! »

Ar plac’h vihan pa deuz klewet,
He venn ar prenestr ’deuz boutet.

He venn er prenestr deuz boutet ;
O c’halon o daou ’zo rannet !

Bennoz Doue war o ine
Et int o daou dirak Doue.


Neb an ije kanet d’in ar zon-man goude prezegen an Aut. Simons, an ije græt d’in ar brasan plijadur.

Mes n’eo anaveet gant hini ’bed euz ar belerined vreton : na ton na zon.

’Pez a glevan eo treo gallek a ganer goude koan.

Goude koan ive e reomp eur bale dre gær Gonstantinopl ; a spered, avad, ’n eur zellet ouz skeudenno distaulet gant golo war eur pez lien tanau stignet tenn.


————
  1. Gwerziou Breiz-Izel, rum 1an.