Trizekved pennad — IX

R. Prud’homme, 1903  (p. 355-357)



IX


Etre Hyères ha Toulon. — Marseilh ! — Eur guden diæz da ziluian.


D’ar gwener, an 20ed a Wengolo. — Pa dihunan, ’n eur zellet dre al lukanik, e welan douar Frans ; tremenet omp ’benn breman dirag begen Kamarat, hedan ’reomp ar gost ’n eul lezel war *vabourz inizi Hyeres, ha prest goude, hep goud doare d’in, e tremenomp dirag Toulon, a zo kuzet en eur pleg-mor a-dre da vogerio kerrek.

Mernian ’reomp da deg heur, ha neuze ec’h eomp d’ar chapel ’vit laret d’an Au. Doue eur beden a drugare, Da greiste e taulomp an heor ’barz unan euz *lenno ar Goantigen, pors-neve Marseilh. A drugare Doue, n’hon deuz ket bet renket chom en Lazaret ar Frioul, o vean na oa kleñved staguz e-bed war ar *bourz.

Mes, eur wech erru er porz, e renkomp gortoz eur pennadik brao arauk disken euz hon lestr. Æt eo an Au. Fauvel, hon medesin (pareet eo euz e zerzien-linad) da gerc’had unan euz medesined ar porz evit ma rei e weladen war al lestr : mes n’an euz ket pleget heman da zont. Neuze e ro an Au. Pillart, ar c’hommandant, eur gir dre skrid d’an autro Fauvel evit medesin braz ar porz. Ar wech-man e teu an taul da vad, ha pa zistro hon doktor davedomp, e tiskoe d’ar c’hommandant eun *autre ’vit disken.

Poent a oa d’an autre-ze erruout : skwiz e oamp o c’hortoz anean.

*Helebini ’zo ganimp ’michans, ’vit tremen da gentan dre ar viñz ha ’vit kemer hon flas ’barz ar vag-jacherez a dle kas anomp bete ti ar valtouterien.

Treuzan ’reomp ar Porz-Neve, a zo ennan ’leiz a listri hir hag uhel, ha setu ni digaset d’ar c’hæ ’benn 1 heur. Epad m’emomp o touari, e taul ar vageerien hon c’houfo hag hon fako e-mæz, med bern war vern. Me ’lar d’ac’h n’eo ket ezet da bep perc’hen kaout eno e dra. Hag e-tuont da ze, da zioall hon deuz na ve tapet gant unan euz an dougerien ha laeret d’imp, war digare kas anean da di ar valtouterien. ’Vidon-me, kaer am euz klask war ar c’hæ, na gavan netra ! ’Benn ar fin ec’h addiskennan ’barz ar vag-jacherez hag e kavan ma zammik kouf dindan meur a hini all.

Ha me gantan dioustu da di ar valtouterien ; digeri ’nean d’ê a renkan ; gwenneien, avad, na roan d’ê hini ’bed, pa na zo en em c’houfik netra a dalvouduz.

Neuze, gant an Au. Neumager hag an Au. Hwerou, e kemeran eur oetur a gas anomp hag hon fako bete gar Marseilh.

Eno e kavfomp anê, em-berr, pa gemerfomp an tren da 8 h. 1/2.

Da c’hortoz, e reomp eur bale dre gær, ’vit gwelet tud euz hon anaoudegez. E-skeud-se e tigoue d’imp tremen dre ar Prado, eur vali euz ar bravan, ha dre ar Park-hir, a zo ennan eur palez kaer ha bleunio a-vern, Mar hon dije bet div heur ouspenn, e vijemp æt da daoulinan dirak an Itron Varia Gard, ’vit *kinnigan d’ei eur beden a drugare. A spered hepken e reomp hon felerinaj.

’Vit gonid c’hoaz amzer e koaniomp ’kichen ar gar ha ’benn 9 heur ec’h omp distaget deuz kær-rouanez ar c’hreiste.

Da 10 heur euz ar beure, an de warlerc’h, en em gavomp en Paris.


————