Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 7-8)



BILZIG
————
Tro bourk Lokirek

Bilzig a oa ginidik a Lokirek, eur barroz vihan a eskopti Treger. Heuliet, hed ar mor, hent ar valtouterien, hag e kavfet anei en plegig an torrod, etre beg an Enez-Wenn ha beg ar Roc’h-Vran. Eno eman, en traon gra Pennenez : bevennet eo gant porz ar bagou hag ar palud, an ôd Gwenn-Veur ha Porz Biliek. Diazeet he deus he zïer war eun dachennig ledan, ledanoc’h eun tammig ha palv ho torn, nemet palv ho torn a vefe ken ledan ha tok an Teusk noz a sponte ar gaezed [1] war mêzou Boc’h.

Warnei ’ta, ha war he c’hreiz : Iliz ar barroz. Dishenvel oc’h an ilizou all ?… A dra zur, ma selaouet tud ar vro : stourm a rafont ouzoc’h, ha start, penôs n’an neus, tro-war-dro, iliz ken kaer hag o iliz, tour ken dantelezet hag o hini, kleier da gana ken seder, ken dudius hag o re.

En he c’hichen, kelc’het gant eur harz skô eus eun tu, eus eun tu all gant eur voger : ar prespital ; an ti, savet e-kreiz al liorz, a guz e fasadenn wenn dindan deliou eur weenn fiez.

Aman, du-hont, tïer ar besketerien, hadet e-touez ar gerreg, war ribl an trêz, ha, kuzet gant deliou eur bodad tilh, tïer ar valtouterien ha kazarn ar zoudarded.

War penn ar c’hra, maner an ôtrou kont Tremedern, maner Penn-ar-Run, kastell Brechou. An ôtrou hag an itron a rê eno o ziegez gant o daou vugel e-pad an hanv ; deut ar goanv ec’h ênt da gastell Tremedern, en koajou bras ar Jaou. Kastell Brechou ’ta a zave e dourell a-us gwe bras ar c’hoad tilh a c’holoe ar run, adalek an Trez-Gwenn betek mengleuiou Keraudren.

Dirakan war beg ar Palud, touzet evel eur penn katarek, ar vilin-avel, hag an ti gward, hag, a-rez ar mor, ar Fort gant e c’houec’h pez kanol. Brezel gant ar Zaozon, soudarded ’leiz ar c’hazarn, soudarded en-dro d’ar c’hanoliou.

Ha setu ganimp grêt tro ar bourk.

En porz ar bagou, diou c’hober hag eun toullad bagou pesketa : bras ha bihan, astennet int war an trêz, o c’hortoz ar mor da zont d’o zihuni. Ha dre-holl ar mor, ar mor a-wechou madelezus, karantezus evel eur bugelig, peurliesa rust ha dirollet.

Eno ’ta, en unan eus an tïer bihan-ze, harp ouz eur garreg, goloet e dôenn a drêz, trêz betek toull an nor, — e c’hanas Bilzig. It e-barz, va den mat, antreit, Bilzig ne deuio ket d’ho lakaat er-mêz : maro eo, ar paour kêz, pell, pell amzer ’zo. Va zad-koz (Doue d’e bardono !) a gontas d’in, eun devez ma oamp oc’h ober eur bale — tro ar Palud — penôs e dad d’ean a oa bet eur c’hamarad bras da Vilzig. Marvad e oa eun tammig eus hon c’herent, ha dre-ze, e di a zo koueet en hon danve.

— Azeet en ho koaze, setu eur skaon. Aman omp brao meurbed evit ober eur gôzeadenn, rak, herve, m’her gwelan, falveout a ra d’eoc’h klevet buhe Bilzig. Tanit ho korn, ha, goude, me a gonto anei d’eoc’h.

  1. Eur c’haez, un bêta, un innocent, un faible d’esprit, et aussi terme d’affection à l’égard des petits enfants : eur c’haezig bihan.