◄ An emgann-daou | ► |
Alanig en dije c’hoaz pell amzer da veva, e Kastell-al-Laer, etre Tosenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez, ken enoret hag ar roue en e rouantelez (N’ouzon ket ha bevet en dije eur vuhez skouer ha reiz : kendalc’het en dije moarvat da redek ar gwerimier ha da weladenni kludou ar yer, rak ar siou fall ne vezont ket trec’het gant eun taol teod na gant ar bluenn, met a-boan argaset e teuont en-dro d’an daoulamm). Bevet en dije brao, … panevet Kokoriko.
Anavezout a rit Kokoriko, pe, d’an nebeuta, klevet hoc’h eus ano anezañ ha lennet hoc’h eus en ho kazetenn pe klevet gant eun den bennak e oa bet lazet d’ezañ e wreg, ar paour kaez Mai-Graag, ar gwella dozverez eus holl zozverezed ar rouantelez. Dic’houzouget e oa bet gant Alanig al louarn !
Abaoe ma oa intañv, Kokoriko a glaske an tu da dalvezout e dorfed d’al louarn milliget. Touet en doa en dije lazet al louarn d’e dro. Met eur wall dra eo d’eur c’hilhog, ha pa ’z eo e ano Kokoriko, dont a-benn eus eul louarn, dreist-holl pa ’z eo e ano Alanig.
Kement kilhog ha kement yar a hete maro Alanig, met goap o dije graet ouz Kokoriko, deut c’hoant d’ezañ da rei eur maro trumm d’al louarn ! Nann, nann, ne oa ket bet darbet d’ezañ soñjal zoken en dra-se.
Kokoriko avat a glaske, deiz ha noz, penaos kas e venoz da benn. Siouaz d’ezañ ! an deiziou a dremene an eil goude egile, ha ne gave maro mat ebet. Ne zebre mui, ne gouske mui. Deut e oa da veza skañv ha treut, hag e gribenn he doa kollet he liou ruz-tan. D’ar mintin, e tizoñje kana « kokoriko » pa darze sklerijenn genta an deiz war gein Menez Arre.
E vignoned a c’houlenne an eil ouz egile :
« Petra c’hoarvez gant Kokoriko ? »
Den ne oa evit respont. Kokoriko ne zaremprede mignon ebet mui, ha pa c’houlenne e vugale petra a c’hoarveze gantañ, e responte dezo : netra. E vignoned a lavaras :
« Kollet en deus Kokoriko e holl skiant vat gant maro e wreg ! »
Nann, nen doa ket kollet Kokoriko e skiant vat gant maro e wreg. Gant ar glac’har e oa deut zoken e spered da veza lemmoc’h eget a-raok.
Kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm d’an aotrou Alanig. Mont a reas eta da welout ar c’hilheien hag ar yer er c’hoariou tro-war-dro, ha da zisplega dezo e venoz. Reutaet e oa e gof, reutaet e oa e vouez, e gribenn a oa deut da veza adarre ruz-tan, ha bep mintin, kerkent ha ma tarze sklerijenn genta an deiz a-douez gwez-avalou al liorzou, e kane a-bouez-penn : « kokoriko ! kokoriko ! » evel an den brudet a hope : « eureka ! », kavet em eus !
Ya, kavet en doa Kokoriko an tu da dalvezout e droiou kamm da Alanig al louarn. Met na yar na kilhog n’en em lakaas diouz e du. Lavarout a rejont an eil d’egile :
« Alo ! setu emañ aet sot-ran ar paour kaez Kokoriko ! »
Ne oa ket aet sot-ran. Pell ac’hano.
Eun deiz eta, Kokoriko a reas tro holl gludou ar c’hanton hag a bedas kement Mai-Graag ha kement kilhog en doa eun tammig kribenn ruz war e benn da zont d’e di.
« Deuit holl da Rokinarc’h », emezañ, « gouzout a rit, e-lec’h ez eus eur maen-hir ; deuit, warc’hoaz d’an noz, ma vezo graet e stal da Alanig al louarn ».
« Ober e stal da Alanig ? » a lavare ar yer ; « eun dra gaer e vefe. Met kavout a ra d’imp ez eo eun dra Patrom:Reizhañ start ! »
« Ne vo ket gwall start », eme Gokoriko, « ma vezomp unanet. Deuit da Rokinarc’h, me ho ped, hag a-benn daou zevez amañ, e vezo lazet Alanig, pe aotre a roin d'an neb a garo da drouc’ha d’in va c’hribenn ha da zisplanta ar bluenn gaera diouz va lost ».
An deiz war-lerc’h eta, a-raok serr-noz, e voe gwelet eun niver bras a yer o kemer hent Rokinarc’h. Ne zeuas ket di ar yer eus holl gêriou ar c’hanton, nann, met dont a reas evelato eus an holl gêriou tro-war-dro : eus Roudoudelc’h, Link, ar Gernevez, Penn-ar-Waremmig, Ti-Beron, Bodenna, Sant-Riwal, Lost-ar-C’hoad, Stumenven, Kerglomou, Penanger, Bodingar, Lann-ar-Maro, Keryann, Kergudon, ar Mogerou, Hengoad, Bod-Kador, Korn-Kamm, Ti ar Yun, hag all.
Eur rejimant a yer a oa aet da Rokinarc’h. A ! ma en dije gouezet Alanig an dra-se ! … Met, evit d’ezañ beza fin, ne oa ket aet ar c’helou-se betek e ziouskouarn, hag, en abardaez-se, edo oc’h ober e droiou kamm e-kichen ar Fouilhez.
Kokoriko a reas degemer mat da bep hini.
« Deuit tre, deuit tre », emezañ, « en em stardit da c’hortoz ma vo merket e blas da bep hini ha lavaret d’ezañ petra ober ».
Dre eurvad e oa bet brasaet kludou Rokinarc’h. Panevet se n’o dije ket gouezet ar yer pelec’h en em lakaat.
Eur c’hazetenner a oa deut ivez eus Brest evit skriva diwar-benn ar pez a oa da c’hoarvezout pennadou kaer war gelaouennou ar rouantelez.
Kokoriko a bignas war ar skeul.
« Selaouit », emezañ. « Alanig al louarn n’en deus ket pell da veva ken. Met evit se eo ret d’imp en em glevout mat. Bremaik ez aio unan ac’hanomp betek Kastell-al-Laer da bedi Alanig da zont da welout va bugale da barea anezo. Rak gouiziek eo, hag ar vrud en deus da veza medisin. Met n’oun ket evit kemenn da zen mont di, gwall risklus ma ’z eo ar veaj. Ma tegouez da Alanig kaout kof goullo, hogozik sur e c’hoarvezo droug gant an hini a yelo di. Ma ’z eo reut e gof, en devo marteze eun tammig pasianted. Da Rokinarc’h e teuio sur. Rak, soñjit : beza pedet da zont da weladenna kludou ar yer, pebez abadenn gaer evit al louarn koz ! Piou eta a yelo da Gastell-al-Laer ? »
Den ne responte.
« Piou, piou ? » a c’houlenne Kokoriko. « An holl o deus aon ? »
« N’em eus ket aon, me », a lavaras eur c’hilhog taer. « Me a yelo da Gastell-al-Laer en eur redadenn, hag, a-barz nemeur, e vezin deut en-dro ».
Hag ar c’hilhog bihan en em lakaas en hent hep gortoz muioc’h.
Degouezet oa dirak Kastell-al-Laer. Eur c’hilhog kalonek e oa. Koulskoude e krene e galon en e greiz herroc’h eget kustum. Skei a reas eun taol, daou daol, tri zaol … Alanig ebet ne ziskoueze e benn. Petra ober ?
Neuze e hopas ar c’hilhog a-bouez-penn :
« Kokogoogook ! »
Kerkent e tarzas penn Alanig er prenestr. Daoulagad al louarn a lufre evel tan.
« Salud d’eoc’h, aotrou Alanig », eme ar c’hilhog, gant e vouezig o krena.
Alanig a chomas souezet-maro. Penaos ? Eur c’hilhog a zeue dan eur-se da gana da doull e zor ha da saludi anezañ ? Petra a c’hoarveze eta ? Setu perak e selaouas anezañ e-lec’h lammat warnañ hag ober eur gwask d’e c’houzoug.
E-keit ha m’edo ar c’hilhog oc’h ober e dro e Kastell-al-Laer, Kokoriko ne golle ket e amzer e Rokinarc’h. Lakaet en doa ar yer renk-ouz-renk, stardet an eil ouz eben. Yer a oa war al leur-di, yer a oa war ar c’hludou, yer a oa war holl bazinier ar skeuliou, met ne oant mui heñvel ouz yer ar rouantelez. Ar re-mañ a oa da ziwall outo : houarnet e oa o c’hof, eur c’holier broudet en-dro d’o gouzoug, begou dir hag hir war beg pep hini, hag ivinou lemm evel nadoziou war o zreid.
Alanig a zegouezas. Kokoriko a zigoras an nor hag a saludas anezañ gant doujañs vras. Al louarn a dennas e dog, e vantell hag e vanegou.
« Neuze eo klañv ho pugaligou kaez ? » emezañ gant eun aer truezus.
« Nann, nann, aotrou Alanig, heñchet fall oc’h bet. Amañ n’eus den klañv ebet, hag an hini klañva bremaik, me ’oar pehini e vo ».
Hag heñ o hopal :
« Kokoriko ! »
Ha dao d’al louarn ! Kroget e oa an emgann. Eur yar, diou, teir, peder, dek, a lammas war Alanig, ha da skei war e benn, war e gein, ha war e fri, a daoliou begou dir, a daoliou ivinou dir, herroc’h-herra.
Alanig a c’hoarzas da genta. Dizale, avat, e c’hoarzas glas. Kredi a rae d’ezañ en dije graet an noz-se eul lazadeg spontus. Met ar gouzoug kenta a fellas d’ezañ gwaska a reas d’ar gwad strinka eus e deod. Ne oa ket brao debri poentennou lemm. Hag an ivinou dir, hag ar begou hir a skoe, ha, dre ma skoent, kement yar, kement kilhog a hope hervez giz pep hini : a-berz Roudoudelc’h ! a-berz Bodenna ! a-berz Sant-Riwal ! a-berz Bodingar ! a-berz Lamm-ar-Maro !…
Alanig ne oa ket evit ober jeu ebet mui. Aes a-walc’h e vije bet d’ezañ dont a-benn eus eur yarig, eus eun hanter zousen pe eun dousen zoken, met en em zifenn ouz eun niver ken bras a yer houarnet a oa gwall start evitañ. Ar pep fura eta a oa mont kuit, hep gortoz. Siouaz d’ezañ ! Serret e oa an nor, ha prennet ouspenn. Dre eurvad, an alc’houez ne oa ket tennet kuit eus ar botailh. Alanig a reas eul lamm war-du an nor, a droas an alc’houez hag a sachas davetañ. An nor avat ne zigore ket, peogwir edo ar yer o lakaat skoilh d’ezi kement ha ma c’hellent.
Ar re na oant ket evit tostaat ouz an nor a gendalc’he da skei war gein Alanig ha da zisvlevi anezañ.
Alanig ne oa ket evit padout. Kounnaret e oa.
« A-berz ar Mogerou ! a-berz Kergudon ! a-berz Bod-Kador ! a-berz Ti-ar-Yun ! » a lavare ar yer dre ma skoent war gorf al louarn.
Alanig a reas eur frapadenn. An nor a zigoras, hag heñ er-maez. Met kerkent ha ma voe digoret e voe serret adarre an nor, hag etrezi hag ar post en em gavas stardet lost blevennek al louarn.
Alanig a ziskrape, a dabac’he, a c’harme. Al lost a oa paket ha paket-mat.
Neuze e voe klevet Kokoriko o hopal :
« Degasit d’in eur vouc’hal ! »
Eur c’hilhog a zegasas eur vouc’hal vras, breolimet an deiz a-raok, hag a roas anezi da Gokoriko. Kokoriko a grogas er fust gant e eskell, a hejas ar vouc’hal a-us d’e benn, a skoas gant e holl nerz hag a drouc’has lost al louarn.
Klevet e voe neuze er-maez eur glemmadenn spontus.
« A, mat! » a lavaras ar yer pa weljont ar gwad o strinka e pep tu hag al lost blevennek o koueza en diabarz, trouc’het-krenn.
Kokoriko a grogas el lost hag a stagas anezañ ouz ar voger, eeun dindan poltred Mai-Graag, e wreg muia-karet, bet lazet, evel ma ouzoc’h, gant al louarn milliget.
En enor d’an taol kaer-se, ar c’hilheien a grogas neuze da gana ar c’han broadel. Ar yer a voe lezet ganto an diskan.
Hag Alanig neuze, da belec’h e oa aet ? Aes eo gouzout ne oa ket chomet da drei ha da zistrei er parkeier tro-dro evel bugaligou oc’h ober skol louarn. Nann. War-eeun e oa aet da Sant-Riwal, betek koad ar C’hrannou d’en em guzat. Rak, kompren a rit, ne oa ket evit mont dirak e wreg na dirak e vugale er stad m’edo neuze, mac’hagnet ha dismegañset. Ne vije ket bet anavezet gant e gerent na gant e vignoned, pe, ma vije bet anavezet, e vije bet ivez, siouaz, goapaet en eun doare kriz ! Piou eta en dije bet truez outañ ? Soñjit, piou ? Eul louarn bet dilostet gant eur c’hilhog ! N’en doa mui nemet eun dra d’ober : beva atao e-unan, e-unan, tec’hout diouz daoulagad an holl. Dre gaer pe dre heg e vevo e-unan, rak o soñjal, e tegouezo d’ezañ beza gwelet gant unan bennak ez eo prest da rosta gant ar vez.
Degouezet e oa e koad ar C’hrannou. Teurel a reas sellou a zisfiziañs en-dro d’ezañ evit gwelout hag e oa eul loen bennak kuzet e-touez an drez, pe eul labous kludet war skourrou ar gwez dero. Ne oa loen ebet e-touez an drez. Ne oa labous ebet kludet war ar skourrou. Alanig a dennas e alan an herra ma c’hellas gant ar skuizder a sante hag ar glac’har en doa. Ne oa ket evit mont pelloc’h. Pa soñje en e lost trouc’het, e krede d’ezañ e oa trouc’het ivez e zivesker. Azeza a reas evit ober eun diskuiz. Allas ! allas ! ne oa mui evit azeza, ken kizidik all e oa bremañ e benn-adreñv !
Alanig, neuze, a ziskennas betek eur stivell evit gwelout e-barz an dour sklaer ar gaou a oa bet graet d’ezañ, ha gwelout a reas e oa eur gaou bras. Graet e oa anezañ eul louarn besk !
Edo o sellout ouz e benn-adreñv e melezour an dour, pa c’houitellas eur voualc’h en eur vodenn drez. Alanig a glevas goaperez he c’houitelladenn. « N’oun ket evit chom amañ », emezañ. Mont a reas larkoc’h er c’hoad. Pelloc’h e klevas eur gegin o ragachat. Dao ! gwelet e oa bet adarre ? Trei a reas a-gleiz, hag edo o heulia eur wenodenn pallennet gant geot munut ha bokedou-laez, pa welas dirazañ, troet gantañ e gein, eur c’honikl oc’h ober chiboud en eun doare ken brao !
Edo azezet war e lostig flour-flour, gwenn-gwenn, berr-berr, eul lostig a netra, ha koulskoude kalz brasoc’h eget e hini d’ezañ, paour kaez Alanig al louarn !
Alanig, gant aon da veza gwelet, a gemeras eur wenodenn all, war an tu dehou.
Soñjal a rae dre ma kerze : ret e vefe d’in kavout eur mignon bennak da gas d’am gwreg ar c’helou trist. Piou a gavin ? Eur paour kaez reuzeudik, a zo kouezet warnañ eur gwall zarvoud, a goll dre an hevelep taol e holl vignoned, ha va istor trist a lakaio levenez en o c’halon. Petra ober ?
Alanig a soñjas neuze en doa eun dra fur d’ober : mont war-eeun da gavout eur medisin bras hag a c’hellje parea an trouc’h ha lakaat d’ezañ marteze, — en amzer bremañ e reer kemend-all a draou burzudus ! — ya, lakaat d’ezañ eul lost faos.
Mont a reas er-maez eus koad ar C’hrannou, aon gantañ atao beza gwelet. Kent e valee war lez an hent evit tizout al labousedigou ha yer an tiegeziou. Bremañ, avat, e valee er foz gant aon da veza gwelet gant ar yer hag al labousedigou. Eul louarn trist e oa deut da veza. Ne ehane ket sellout en-dro d’ezañ, ha dreist-holl a-dreñv, ha da gement sell, e wele e oa eul louarn besk !
Buoc’henned a oa o peuri war an hent. Lammat a reas er park. Er park, eur gazeg hag eun ebeul a zaoulamme evit c’hoari, leuniet o c’hof pell ’oa. Dre eurvad e oa raden hir ha bodennou kelenn en daou du d’ar foz. Alanig a valeas goustadik diouz tu ar raden, rak aon bras en doa ouz deliou lemm ar c’helenn. Lakaat a reas e holl finesa da vale dre guz. Ar chas, avat, a sant c’houez, hag al loen paour a glevas : aou, aou ! war e lerc’h.
Neuze avat n’en doa mui na droug na mez, nag aon da veza gwelet. Ober a reas eul lamm eus ar foz, ha dao ! a-dreuz ar parkeier, ken buan hag an avel. Tremen a reas e-biou da Rumengol, e-biou d’an Ospital, e-biou da Zaoulaz, e-biou da Loperc’hed (rak gwelloc’h e kave chom hep treuzi ar bourc’hiou). Hag edo degouezet war zouarou Plougastell.
Aet e oa skuiz ha berralan, ha naon en doa ouspenn. Da belec’h mont ? Heulia a reas an aodou. War-dro serr-noz, an deiz war-lerc’h, e tegouezas e Langristin. Goullo e oa e gof, ha vad en dije graet d’ezañ kig yar pe gig all. Ne oa ket gwall figus d’ar mare.
En eul liorz, eur yar goz a nije da gluda en eur wezenn-avalou. Alanig a dostaas. Klask a reas komzou flour evit saludi anezi. Met kollet en doa e deod, da lavarout eo, en doa kollet ouspenn an hanter eus ar finesa en eur goll e lost. Ne gavas nemet eun « noz vat » berr da lavarout d’ar yar goz. Ar yar ne respontas ket eur salud ken difeson. Alanig a grogas neuze da drei ha da drei dindan ar wezenn evit lakaat ar yar goz da voredi ha da goueza etre e grabanou.
Ne oa ket darbet d’ar yar goz moredi na koueza, me hen lavar d’eoc’h, rak kerkent ha ma welas e oa besk al louarn, e tirollas da c’hoarzin ha da c’hoarzin, ma tihunas ganti ar yer hag ar chas.
Alanig a gavas gwelloc’h mont kuit hag ober kof goullo e-pad eun nozvez c’hoaz. Koulskoude, ne blije ket d’ezañ nemeur tremen eur seurt nozvez, rak eun nozvez gant kof goullo a zo skuizus ha yen. Mont a reas pelloc’h eta da c’hoari en-dro d’eur vereuri all ha da glask eur poñsin dianket bennak da chaokat.
Degouezout a reas gant eur bleiz, hag ar bleiz, eeun-hag-eeun, a oa kenderv kompez da Job, ha kar da Lom.
« Noz vat, aotrou », a lavaras dezañ Alanig, « en eur vont e-biou ».
« Noz vat, estrañjour », eme ar bleiz, « rak gwelout a ran n’oc’h ket eus ar vro ? »
« Gwir a lavarit, aotrou, n’anavezan ket ar vro. Ganet oun e Kemper, e palez ar roue, ha da Vrest emaoun o vont d’ar red, da glask eur medisin bras da zont war-dro Job ar bleiz ».
« War-dro va c’henderv neuze ? »
« A, Job a zo kenderv d’eoc’h ! »
« Ya vat ! »
« Mat, gouzout a rit eo bet, en deveziou-mañ, gwall vac’hagnet gant Alanig al louarn ? War e wele emañ abaoe. Ne ziskrog dioutañ an derzienn. War-dro 40 en deus atao. Medisined Kemper o deus kollet fiziañs. Setu emaoun o vont da Vrest da glask eur medisin all. Evit mont buanoc’h e soñjen mont dre an Treiz, hag em eus kollet va hent. Ken d’in beza aet gant an hent bras penn-da-benn betek Landerne ! »
« Paour kaez Job ! » a lavaras ar c’henderv.
Alanig a gendalc’has :
« Ha plijout a rafe d’eoc’h, aotrou, diskouez d’in an hent betek Plougastell ? »
« Ne ziskouezin ket d’eoc’h henoz an hent, ha ne dalvez ket d’eoc’h mont da Vrest a-raok warc’hoaz vintin. Pa viot degouezet e Brest e vo serret an holl diez. Chomit ganimp da dremen an noz, ha warc’hoaz ez in ganeoc’h da Vrest, ha goude da Gemper, rak n’oun ket bet o welout va c’henderv pell ’zo ».
« Feiz, memes tra », a lavaras Alanig.
An noz a oa sklaer. Al loar a bare en hent.
« It araozoun », eme Alanig, « rak n’ouzon ket an hent ».
N’eo ket abalamour na ouie ket an hent eo en doa c’hoant da chom war-lerc’h, nemet abalamour e oa trouc’het e lost, hag e vije gwelet an trouc’h dindan sklerijenn al loar.
Alanig a voe degemeret mat e ti ar bleiz. Lavaret e voe d’ezañ azeza e-tal an tan evit en em domma. Ne blije ket nemeur da Alanig mont d’en em domma ouz an oaled, rak gant gor an tan e teue ar gouli fresk da veza gwall gizidik, hag ouspenn, aon en doa da ziskouez e benn-adreñv mac’hagnet. Respont a reas eta ne oa ket skuiz, hag e kave gwelloc’h chom en e sav.
Chom en e sav evit debri ? An holl a chomas souezet.
Alanig en em lakaas evel eur paour kaez, en eur c’hornig teñval, hag e gein troet diouz ar sklerijenn. Souezus e oa gwelout pegen lent e oa deut da veza abaoe ma oa bet mac’hagnet.
Kenderv Job a selle outañ hep tenna diwarnañ e zaoulagad.
« Lavarit d’in, aotrou, daoust ha n’oc’h ket eul louarn, ha kar marteze da Alanig an treitour ? »
Alanig a respontas :
« Nann, nann, na gredit ket. N’oun ket louarn ha n’oun ket eus gouenn al lern, ha n’anavezan Alanig nemet dre an torfedou spontus en deus graet ».
« N’oc’h ket eul louarn? Souezus eo kenañ. Koulskoude, ho fri, ho tiouskouarn, a ziskouez oc’h eus gouenn Alanig, hag, hervez am eus lennet war ar c’hazetennou, Alanig al Louarn, touzet hag eouliet e gorf, a dle beza heñvel ouzoc’h. »
« Emañ graet ganin », a soñjas Alanig, « ma tegouez d’in beza anavezet ».
Hag ar vleizez, en eur lipat eun askourn oan, bet krignet dek gwech a-benn neuze, a selle gant daoulagad avius ouz korf Alanig, daoust d’ar paour kaez louarn beza aet kastiz dre an trubuilhou en doa gouzañvet e-pad an deveziou tremenet.
Neuze, Alanig a lavaras herr :
« N’oun ket eul louarn ! n’oun ket eul louarn ! Evit d’in beza heñvel ouz Alanig, n’oun ket kar d’ezañ : Alanig en deus eur mell lost blevennek ha me n’em eus lost ebet ».
Hag e tiskouezas e benn-adreñv, nemet ken buan ma ne c’hellas den gwelout ruzder an trouc’h.
Debri a reas eun tamm. Lavarout a ran eun tamm, rak kof moan a reas, hag ar soubenn a voe roet d’ezañ da dañva ne oa warni o neui takad druzoni ebet.
Setu eta, pa voe aet ar vistri da gousket, e lammas Alanig er-maez dre ar prenestr evit mont da glask eun dra bennak da leunia e gof.
En em gavout a reas en eur parkad sivi. Alanig a anaveze mat sivi Plougastell, ha meur a wech, a-raok ma voe graet anezañ eul louarn besk, en doa tañvaet anezo e Kastell-al-Laer. Daoust d’ezañ karout gwelloc’h ar c’hig fresk kutuilhet war ar c’hludou, ne rae ket beg figus war ar sivi ken saourus. Soñjal a rae : « Ma n’eus ket enno magadurez, karga a raint atao va c’hof, ha vad eta da heul, rak neus netra tristoc’h da c’houzañv eget eur c’hof goullo gant eur galon digor.
Alanig a lammas eta er c’henta parkad sivi a gavas. Siouaz d’ezañ ! A-boan en doa sunet unan pe ziou ma voe klevet en noz eun tenn o strakal, hag Alanig o yudal evel eul loen gloazet marvel.
Allas, allas ! Alanig, ’m’eus aon n’oc’h ket louarn ken ? Penaos ne ouiec’h ket e oa diwallet ar sivi er parkeier, ha ne vez ket lakaet an dourn war madou an nesa hep droug pe doan da gaout ? An hini a zo desket a gavo atao desk. Derc’hel a reot soñj eta eus an noz-mañ, ha meur a wech e lavarot e oa gwall leskidik an holen bet diskarget war ho penn-adreñv, aet, siouaz d’ezañ, kizidikoc’h adarre !
Ne gredas ket Alanig distrei da di kenderv Job. Da sutal ! Alanig a oa droug ennañ. Ar wall chañs a oa kroget da stourm outañ ha ne gare ket re en holl eur seurt planedenn griz. Redek a reas dre an hentou gwaskedet ; c’hoari a reas an dro d’ar c’hêriou, o klask an tu da c’hoari eun dro gamm, ha ne reas nemet eun dro wenn.
Pa darzas sklerijenn genta an deiz, Alanig en em gavas dre eurvad e-tal an Treiz. Krena a rae, skournet ma oa bet, nann gant yenijenn an noz, met gant an naon hag an disvoued.
Klask a reas an treizour. Hemañ, avat, a oa oc’h eva eur banne kafe tomm en ostaleri, e di karet. Alanig, gant an aon en doa da rei da c’houzout e oa degouezet al louarn besk er vro (rak anavezet e vije bet) a gavas gwelloc’h lammat dioustu er vag, azeza enni, ha gortoz.
A-benn eun ugent munud bennak, e tegouezas an treizour.
« A, a ! » emezañ, « eul louarn em bag, o c’hortoz ac’hanoun ! Daoust ha n’eo ket Alanig an hini eo ? He ! diskouez da benn-adreñv ’ta, ma welin an dismegañs a zo bet graet dit ».
« Dao ! » eme Alanig, « anavezet oun ! »
Hag e lavaras d’an treizour :
« Gwir a lavarit, aotrou, me eo Alanig al louarn, ar paour kaez louarn besk, reuzeudik ha glac’haret, dilezet gant e vignoned, argaset gant an holl. Ne dalvezas ket din touza va bleo, eoulia va c’hroc’hen : me eo al louarn besk. Me a oa fin gwechall ; va finesa, avat, a zo nijet kuit : me eo al louarn besk. Me a zo bet enoret e palez ar roue Nobl, ha, siouaz d’in, ne vin ket enoret ken : me eo al louarn besk. Me am eus c’hoariet meur a dro gamm da Job, da Lom ha da Lip-e-Bao. Allas, allas ! echu eo ar c’hoariadeg : me eo al louarn besk. Gwechall e lakaen ar yer da voredi ha da goueza eus o c’hludou ; ar yer, avat, ne voredint mui o welout ac’hanoun ; ober goap ouzin, ne lavaran ket : me eo al louarn besk. Me a zo tonket d’in hiviziken beza disprizet gant an holl, beza argaset, ha mervel gant an naon en eur foz bennak war lez an hent, rak ne c’hellin mui touella na yar, na kilhog, na moualc’h, na konikl… Allas, allas, allas! gwir a lavarit, aotrou : me eo al louarn besk ! »
Hag Alanig a zirollas da c’hoarzin. An treizour a soñjas :
« Al louarn souezus-mañ a ra goap ouzin. Sur a-walc’h n’eo ket Alanig an hini eo. »
Hag, en eur c’hoarzin d’e dro, e tiskoulmas korden ar vag, hag edo o vont da lammat e-barz. Alanig, avat, en doa kemeret eur roeñv, ha, gant eur vountadenn ouz ar c’hal, e roas tiz d’ar vag hag he c’hasas eun dek metr bennak pelloc’h.
An treizour a voe darbet d’ezañ koueza er stêr.
« Al louarn milliget ! » emezañ.
« Pa lavaran d’eoc’h oun al louarn besk ! » eme Alanig, hep teurel kont en e sotoniou.
Ar mor a ziskenne, hag ar stêr Elorn, da vare an dichal, a vez tiz bras ganti. Alanig a roeñvas, a roeñvas. Re zisvouedet edo, avat, ha n'en doa mui nerz a-walc’h da vlenia e vag. Dilezel a reas eta ar roeñvou. Lakaat a reas d’ar ouel, ha dao ! war-du Brest da heul nerz an dour. Kalz aesoc’h e oa d’ezañ.
Ne gredas ket mont da zouara e Brest, rak ne anaveze ket ar porz-mor. Heñcha a reas eta e vag war-du aod Sant-Mark, hag eno, hep beza gwelet gant lagad ebet, e touaras al louarn besk.
Alanig a gerzas war-du Brest, ar gêr vras. Mall a oa gantañ degouezout, rak skuiz e oa, ha naon bras en doa.
« E Brest », emezañ dezañ e-unan, « e kavin an tu, mod pe vod, da c’hounit va boued braoik-tre, e-pad eun abadenn, ha diwar goust ar re all zoken ».
Ne ouie ket, avat, penaos mont e kêr. Re a loened a wele er straedou. Penaos ober ? Gortoz an noz ? Ya, furoc’h e oa d’ezañ marteze. Mont a reas eta e tu ar mor, e-lec’h e vije bet e-unan. Gourveza a reas war an traez.
Alanig a selaoue tonnouigou ar mor o vouskana en e gichen. Soñjal a reas en e wreg hag en e vugale, o ouela du-se e Kastell-al-Laer, o klask gouzout petra oa deut da veza mestr an ti. Hirvoudi a reas dreist-holl war o flanedenn griz.
Deut e oa an noz. Alanig en doa graet eur c’housk. Sevel a reas. Diskuiz e oa marteze, met naon du en doa ivez. C’houez ar pesked fritet en tiez tosta a zeue gant flourder da hilliga d’ezañ e fronellou. Met, peogwir ne gargo c’houez vat ar rost ar c’hof morse, Alanig a yeas pelloc’h. Rak ne blije ket d’ezañ mervel gant eur c’horfad a spi.
Gwelout a reas war ar c’hae eun niver spontus a varikennadou gwin nevez degaset eus bro Spagn.
« Ar gwin », a soñjas Alanig, « a zo eun evadur nerzus, ha, panevet ar gwin, n’o dije ket ar soudarded gounezet ar brezel diweza ».
Teurel a reas eur sell en-dro d’ezañ. N’oa arz ebet oc’h ober e valtouter tro-war-dro. An ostaleriou, avat, a oa enno dokerien, pesketaerien gregin ha martoloded all oc’h ober cholori. Alanig a oa e-unan war ar c’hal.
« Mat », emezañ.
Klask a reas eur maen. Laoskaat a reas a daoliouigou sioul stouvell eur varikennad gwin ruz, ha, dre doull ar stouvell, ar gwin Spagn, houpik, houpik, a savas betek gourlañchenn Alanig.
Al louarn a evas eur c’horfad, ha zoken eur c’horfad re vras. A-benn eun abadenn e reas eur mell hik, ma voe darbet d’ezañ beza klevet diouz an ostaleriou. A-walc’h a win Spagn en doa evet. Ar blouzenn, dre doull ar stouvell, a gouezas er gwin. Alanig, aet dinerz e zivesker, hag e benn o voudinella, a gouezas war linenn e gein etre diou varikenn. Chom a reas eno, hep fiñval, da gousket betek antronoz vintin.
Nann, ne oa mui al louarn kaer, al louarn fin a oa bet. Koll a reas e finesa en deiz ma voe graet anezañ eul louarn besk. Diheñchet en em gave, ha, kaer en doa klask, ne gave ket e pe du mont da veva, na peseurt buhez beva. Ne oa mui eus gouenn ebet.
Antronoz vintin, e oa Alanig o pourmen war ar c’hae, pounner e benn ha skañv e gof. Kavout a reas eur gerc’heiz, o pourmen ivez, he fenn en avel.
« Salud d’eoc’h, itron gaer », eme Alanig.
« Salud, aotrou ».
« Ne labourit ket hizio, itron ? »
« Aotrou, n’oun ket boazet da labourat, ha biken ne labourin ».
« A ! eun dra gaer eo beva hep labourat, ha kalz a garfe beva eur vuhez ken aes. C’houi a zo pinvidik moarvat, ha marteze hoc’h eus en ho ti kalz mitizien hag eun niver bras a vevelien ? »
« Ne vagan na matez na mevel, ha n’em eus evit ti nemet eur gwasked bennak da dremen an noz ».
« Ha penaos e vevit neuze ? »
« O, ne vevan ket evel eur rouanez, pell ac’hano. Pa zeu naon d’in, ez an da azeza war ribl an dour, hag e c’hortozan. Ar pesked a dosta en eur c’hoari. Pa vezont tost a-walc’h, ec’h astennan va gouzoug hir ha va beg hiroc’h c’hoaz, ha gwaz a se evit ar pesk dievez ! Eul lonkadenn, hag echu tout ! »
« Ha ne labourit ket ? »
« Perak labourat, p’em eus da zebri kement ha ma karan diouz va c’hoant ? »
« Mat, kenavo neuze ! »
« Perak kenavo ken buan ? C’hoant hoc’h eus da lavarout d’in eun dra bennak c’hoaz, ha ne gredit ket digeri frank ho kalon ».
« Gwir a lavarit, itron gerc’heiz, eun dra bennak em boa da lavarout d’eoc’h. Klevit va istor ha va flanedenn griz. Me a zo eul louarn, daoust d’in beza dilost. Va lost ? Chomet eo du-se war dachenn an emgann, etre krabanou an Ankou, ha darbet eo bet d’in chom em pez, penn-kil-ha-troad. Bremañ eta en em gavan en eur stad trist ha souezus. Eur c’hemm bras a zo c’hoarvezet em buhez gant ar gwalleur-se. Ne c’hellan mui gounit va boued evel ma raen a-raok, ha diwar o c’hlud, ar yer hag ar poñsined a ziroll da c’hoarzin kerkent ha ma welont ac’hanoun. Hogen, em yaouankiz, n’em eus desket micher ebet, ha, koulskoude, ret-mat eo din bremañ labourat. Penaos ober ? Kredi a rae din da genta ho pije bet marteze labour evidoun. Met peogwir ez evit diwar goust ar chañs, eveldoun-me gwechall, e klaskin adarre beva evel ma raen a-raok ».
« Aotrou louarn, mar demaoc’h o klask labour, aes a-walc’h eo d’in rei d’eoc’h da c’houzout pelec’h e kavot implij d’ho nerz ».
« Pelec’h eta, itron ? »
« En eun ti-moulerez ».
« Ya, met n’ouzon micher ebet ».
« Ba, ba ! n’ouzoc’h micher ebet ! Sur e ouzoc’h eur vicher bennak ! En ti-moulerez a anavezan emeur o vrasaat an ti evit m’o devo lojeiz ar mekanikou nevez. Lakaet e viot d’ober pri d’ar mañsoner, pe bignat mein glas d’an toer, pe, er moulerez, da soursial war-dro ar mekanikou, da larda ar rodou … ha me ’oar-me ! »
« Ya, ya, barrek oun war ar micheriou-se. Mont a ran dioustu da welout. Kenavo, ha trugarez ».
« Kenavo, ha chañs vat ».
Ar gerc’heiz a oa deut naon dezi : mont a reas da besketa.
Alanig en doa naon abaoe pell-bras : mont a reas da glask labour.
Degemeret e voe er moulerez da skuba al leur-di ha da gempenn ar mekanikou.
Ar yaou e oa, ha war-dro div eur diouz an abardaez, ar mekanikou a dregerne hag a grene ganto an ti hag an diazezou betek an doenn. Alanig a wele ar mekanikou-se evit ar wech kenta, ha souezet e chome o welout penaos ez ae ar paper gwenn etre ar rodou hag e teue er-maez dre ar penn all, pleget ha moulet, ha graet anezañ eur gazetenn. Gwall nec’het e chomas avat, pa welas al labourerien o kemer eur gelaouenn, o tigeri anezi, hag o klevout unan anezo o lavarout kreñv :
« Selaouit holl, ma klevot eur pennad eus troiou kamm Alanig al louarn, Alanig al louarn besk… »
Hag e komzent etrezo.
« Pelec’h emañ bremañ Alanig ? »
« Feiz, n’ouzer ket ».
« O, kavet e vezo, rak eul louarn besk a vez gwelet a-bell… »
Alanig, pa glevas kemend-all, a danfoeltras e skubelenn n’ouzon ket e pelec’h, a lammas er porz hag ac’hano er straed. Buan e tegouezas er straed Siam, ha war-eeun d’an traoñ war-du ar pont bras, en eur redadenn, an arzed, ar bleizi, ha kalz loened gouez
all war e lerc’h.
« Al louarn besk, al louarn besk ! Stankit an hent d’ezañ ma vo paket ! »
Alanig, avat, ne chome ket da selaou. Redek a rae kement ha ma c’helle, skañv evel an avel. E penn ar straed Siam, pevar femoc’h-gouez a oa kroget da zigeri ar pont. Allas ! pa zegouezas, petra ober, pelec’h mont ? Ma c’hellfe tec’hout betek en tu all d’ar Benfel ! Ha dao, war ar pont bras ! E-kreiz edo digor-frank. Ne c’hellas ket Alanig ober eul lamm pell a-walc’h evit tizout an hanter all eus ar pont. Koueza er mor a dregont metr a uhelder ne lavaran ket. Ober a reas eur plouf spontus en dour, ma lavaras al loened all a rede war e lerc’h :
« War e gof eo kouezet. Sur eo krevet ».
Distrei a rejont d’o zi. Ne oant mui gwall nec’het gant Alanig al louarn besk. Eo, paotred ar c’hazetennou a redas d’o bureviou, a gemeras o fluenn, hag a skrivas war baper eur pennad all eus buhez Alanig, ar pennad diweza, e grede d’ezo.
Ne oa ket ar pennad diweza eus buhez Alanig. Nann, nann, arabat kredi. Eul louarn da laza a zo ken start ha kaz. Goulennit digant ar chas hag e vezo lavaret d’eoc’h.
Droug kof en doa bet Alanig en eur goueza, met ne oa ket lazet. Neui a reas dre zindan an dour e-pad eur pennad mat. N’ouzon ket ha gouzout a ra al lern neui pell amzer dindan an dour. N’eus forz, rak lavaret em eus : Alanig n’eo ket eul louarn evel ar re all.
Pelec’h en doa douaret ? Den ne ouie. Kredi a rae d’an holl e oa bet beuzet evit mat.
Pa glevas ar c’helou, ar roue Nobl a zeuas da veza trist. Gervel a reas loened jentil e balez :
« Prinsed ha baroned », emezañ, « gwall gelou a zo deut, ar beure-mañ, eus Brest. Alanig al louarn en deus kavet e varo hag eur maro trist : kouezet diwar ar pont bras, ha beuzet er Benfel ! A, trist oun hizio ha glac’haret-kenañ. Kollet em eus an aotrou desketa, an hini fura, gouizieka, speredeka a oa em rouantelez. Ouspenn eur wech en deus saveteet ac’hanoun. O selaou anezañ ne gavis morse da glemm. O selaou e enebourien em eus bet atao reuz ha dispac’h war-lerc’h o aliou. Alanig a oa va gwella mignon, va mignon gwir, gwelout a ran bremañ. A, ken d’in beza selaouet anezañ atao ! E aliou a oa fur, e furnez a oa bras ! Allas, allas, allas ! »
Ar brinsed hag ar varoned a selaoue o roue, hep ranna etrezo an distera komz. Nobl a gendalc’has :
« A ! keuz am eus, ha keuz bras. Piou a vezo va c’huzulier hiviziken ? Piou a soursio ouz traou ar rouantelez ? Koll am eus bet. Digoll n’em bo ket. Priñsed ha baroned, selaouit mat ac’hanoun : biken n’ho kredin mui, hag an hini a gredo rei d’in eun ali bennak hep va aotre a vezo trouc’het e deod d’ezañ war an taol. Ha bremañ it diwar va zro, ha lezit ac’hanoun va-unan ».
Ar c’hazetennou o doa embannet maro Alanig o doa embannet eur c’helou faos. Al louarn besk en doa douaret e-tal kastell Brest, hag ac’hano, dre hent treuz ha dre hent doun, en doa gounezet bro Leon.
Ne vevas ket eno e peoc’h gant e gof ha gant e goustiañs. Rak kaout keuz ne roe ket d’ezañ kof reut, ha ret-mat e oa debri diou wech bemdez. Ha petra debri evit beva ? Eno edo an dalc’h. Ne oa ket Alanig evit beva gant e vicher abaoe ma oa bet trouc’het e lost, ha ne oa ket kennebeut evit en em ziskouez dirak e vignoned na dirak e enebourien gant ar vez en doa.
Penaos e vevas ar pennad-se eus e vuhez ? Den n’en deus gouezet morse, ha biken den ne c’helle gouzout. Hir e kavas an amzer, pa ranke beva atao e-unan, e-unan, ha pa ne gave netra evit en em zidui.
Eun deiz, pa gavas d’ezañ e oa ankounac’haet e droiou kamm gant an holl, e tistroas da vro e gavell, da veva eur vuhez reiz war dosenn Sant-Mikael binniget, pell diouz e vignoned, pell diouz e enebourien, ha dianav d’an holl.
Siouaz d’ezañ ! Pa zegouezas dirak tosenn Sant-Mikael, e welas eun dra drist : Kastell-al-Laer, ken kaer war beg ar menez, a oa bet diskaret, dismantret betek an diazezou ! E wreg hag e vugale a oa bet lazet emichañs, rak ne gavas liou anezo e nep lec’h. Neuze e kollas kalon evit mat. Kavout a reas d’ezañ ne chome tamm nerz ebet mui en e zivesker. Azeza a reas war unan eus mein an dismantrou, hag e krogas da yudal, da yudal evel eur bleiz, war e blanedenn griz, war hini e wreg hag e vugale.
Ya, kollet en doa kalon evit mat, ha, daoust d’ezañ beza war yun abaoe eun nebeut deveziou, n’en doa mui ezomm eus netra, nag eus kig polezi, nag eus kig poñsined, ha pa vije bet fritet d’ezañ.
Eiz devez hag eiz nozvez e chomas war beg ar menez da hirvoudi ha da ouela, betek ma n’en doa mui nerz a-walc’h evit klemm, betek ma ne chome mui daerou en e zaoulagad paour, betek ma oa deut da veza treut, treut evel eur relegenn ha brondu e benn gant an dienez. D’an eizvet devez, d’an eur ma edo an heol o vont da guzat, e krogas krenijenn an derzienn da heja d’ezañ e gorf. Ne rede mui en e wazied nemet eur gwad paour ha dinerz. Ar maro a oa tost.
Eeun-hag-eeun, pa voe aet an heol a-ziwar weled, e rentas Alanig e vuhez war beg ar menez, dirak an holl gêriou hag ar parkeier en doa graet enno meur a dorfed ha meur a dro gamm a-hed e vuhez eürus.
Kerkent ha ma voe marvet Alanig, e voe klevet ar Youdig, e-lec’h ma vez stlapet ar chas milliget, oc’h ober eun trouz spontus, evel ma vije bet an holl chas-se o razailhat hag o c’harmi hag o c’houlenn al louarn reuzeudik.
Ne voe ket stlapet al louarn er Youdig euzus. Nann. E gorf a chomas e-pad hir amzer war beg ar menez, gwalc’het gant ar glao ha krazet gant an heol.
Eun abardaez-noz, eur vran a zegouezas d’ezi tremen e-biou d’an dosenn. Gwelout a reas Alanig maro, hag e relegou paour astennet e-touez ar brug. Mont a reas dioustu da gas ar c'helou dre ar vro.
Penaos ? Alanig a oa marvet war gorre menez Sant-Mikael, pa grede d’an holl e oa bet beuzet er Benfel ? Penaos en doa gallet en em denna diwar an drouklamm ha mont betek menez Arre hep beza gwelet ? Arabat beza souezet re en holl : eul louarn en deus betek mervel meur a dro gamm en e sac’h, hag e tispak anezo pa soñjomp an nebeuta.
Eur barz a savas eur werz en enor da Alanig, ha nebeut goude e veze kanet ar werz-se d’al leuriou nevez, d’ar peurzournou, d’ar foariou ha d’an ambleudadegou ed-du. Klevet em eus kana anezi meur a wech e Landi, e Plougastell, e Kastell-Paol, e Brasparz hag e lec’h all. Bep taol em eus kavet anezi brao-kenañ, ha bep taol ouz he c’hlevout eo deut an dour em daoulagad.
Setu echu, fall ha mat, troiou kamm Alanig al Louarn. Mar o deus plijet d’eoc’h, gwell a se. Poaniet em eus da zisplega anezo ar gwella ma ’m eus gallet. Dalc’hit soñj eus ar blijadur hoc’h eus bet ouz o lenn e-pad an nozveziou goañv, azezet e-tal an tan, hag
ankounac’hait ar pennadou goular hag eun tammig digempenn hoc’h eus kavet, bep ar mare.
Evidoc’h eo bet skrivet troiou kamm Alanig, hag ar blijadur hon eus graet d’eoc’h a vezo evidomp ar brasa diboan.