PENNAD X


Ar roue Nobl, pa welas Alanig o tont d’an emgann, touzet e gein hag e gof, hag eouliet penn-kil-ha-troad, a zirollas da c’hoarzin e-leiz e vouzellou, ken na zeuas da veza berralan.

« A, Alanig », emezañ, « louarn eo hoc’h ano, nemet louarn diou wech oc’h. Atao e kavit an tu da veza finoc’h eget ar re all ».

Alanig a stouas e c’hlin dirak ar roue, ha dirak ar rouanez, ha goude ez eas d’an dachenn en eur ober lammouigou laouen.

Job a oa deut a-raok gant e vignoned, hag a c’hortoze anezañ.

« Salud d’eoc’h, aotrou Job ! » a lavaras Alanig.

« Salud, amprevan ! » eme Job.

« Eun doare divalo hoc’h eus da saludi ! »

« Hervez e zoare e saludan pep hini, ha n’eo ket dereat komz brao ouz laer pe vuntrer ».

Urkun an houc’h-gouez a zeuas war an dachenn gant daou archer :

« Plas, plas d’ar c’hourenerien », emezañ. « Alo ! kilit, kilit c’hoaz, pelloc’h, grit eur c’helc’h bras en-dro d’ezo ».

Ne chomas e-kreiz an dachenn nemet Job hag Alanig.

« Alanig », a hopas Lamm-da-Laez, « na zizoñjit ket va gourc’hemennou ».

« Nann, nann, moereb. Mil bennoz d’eoc’h ».

Hag Alanig da Job :

« Bleiz koz, bremaik e teuio tomm d’eoc’h ». Sellout a rejont an eil ouz egile, kasoni ruz e-leiz o daoulagad.

Urkun a hopas :

« Unan !… daou !… tri ! »

Hag an emgann a grogas.

Job a oa gwall gounnaret. C’hoant en doa d’ober e stal d’al louarn buanoc’h eget na c’hellan lavarout d’eoc’h. Lammat a reas a-gleiz, a-zehou, e c’henou digor hag e skilfou diskrognet. Alanig, skañvoc’h eget e enebour, a gile hag a lamme d’an tu dehou pa lamme Job dan tu kleiz. N’en doa ket ankounac’haet gourc’hemennou e voereb. Glebia a reas e lost ; hen rodella a reas goude e-touez ar boultrenn hag an traez munut, ha, pa astennas ar bleiz e c’henou, e tanfoeltras d’ezañ eur mell taol war e zaoulagad ha war e ziouskouarn, peadra da zalla ha da vouzara anezañ e-pad e vuhez. Job a glaske diboultrenna e zaoulagad. Alanig en em lakaas etrezañ hag an avel, ha gant e lost ha gant e dreid, e c’holoas e benn a loustoni. Ar bleiz ne oa mui evit ober jeu ebet gant e zaoulagad poultrennet, ha muioc’h-mui e frote anezo, muioc’h-mui e kreske e boan. Ha labour bras en doa d’ober, rak an taoliou lost poultrennek a goueze war e benn, ken stank hag ar grizilh. Ne ouie mui penaos en em lakaat na pelec’h trei. Lammat a rae du-mañ, du-hont, gant e grabanou digor o klask kaout peg e korf Alanig.

Al louarn, heñ, a c’hoarie an dro da Job. Pa welas edo dallet evit eur pennad mat, en em lakaat a reas da skei warnañ, da gregi gant e zent ha da regi d’ezañ e ler. Ar bleiz a oa fuloret-naet. Ober a reas eul lamm trumm dirazañ evit paka e enebour, hag e teuas betek kelc’h an dud. Teurel a reas e grabanou war Lagad-Flour, ha, panevet e voe hopet d’ezañ e oa faziet, e vije bet gwall argaset an heizez kaez.

Alanig a c’hoarze goap ouz ar bleiz.

« Aotrou Job », emezañ, « lazet hoc’h eus meur a oanig paour, ha meur a dra fall all hoc’h eus graet c’hoaz. En em lakait war ho taoulin da c’houlenn pardon diganin, ha marteze e lezin ho puhez ganeoc’h ».

Met a-boan m’en doa peurlavaret e gomzou ma lammas war Job ha ma stardas d’ezañ e c’houzoug kement ha ma c’helle ober. Kredi a rae d’ezañ dont a-benn d’ober e stal d’ar bleiz e berr amzer. Ar bleiz, avat, a oa kreñvoc’h egetañ, hag a dennas e c’houzoug eus gwask ar c’hrabanou. Alanig a reas eul lamm all e-kreiz fas Job hag a freuzas dezañ e lagad kleiz.

« A, mat ! » emezañ, o welout ar gwad o redek, « pell’ zo e oan o klask an dra-se. Eun druez eo n’int ket freuzet o-daou ».

Job a lezas eun hopadenn spontus. Mantrus e oa klevout anezañ ha gwelout ar boan a c’houzañve. Alanig a glaskas freuza al lagad all. Met c’houita a reas war e daol, ha Job, daoust d’an eoul, a grogas peg en e gorf.

« A, louarn, louarn milliget ! va lagad kleiz hoc’h eus freuzet. Met unan mat a chom d’in, hag ho taoulagad d’eoc’h-c’houi a vezo dallet dizale, hag ho korf a wisko liou ar maro ».

Job a grogas gant e zent, a skoas a bep tu, hag a glaske mouga e enebour.

« Grit goap bremañ ’ta, louarn brein, » emezañ, « ho koaperez hag ho poultrenn a gousto ker d’eoc’h, hag hoc’h eoul hag ho truzoni ne dalvezint ket d’eoc’h ».

Hag ar bleiz a waske d’e dro. Alanig ne oa ket evit ar bleiz gant e nerz-korf. Dre finesa ne lavaran ket. Met petra a dalveze d’ezañ kaout finesa p’emañ paket ha gwasket ha prest da darza ?

« Lavarit dirak an holl oc’h gaouier, laer ha muntrer, » eme Job, « pe lazet e viot bremaik. Hag ouspenn, goulennit pardon diganin ».

« Fall, fall ez a an traou », a soñje Alanig. « Ma c’houlennan pardon, ha ma anzavan dirak an holl ez oun gaouier, laer ha muntrer, e kollan va enor betek fin va buhez, ha ma ne ziskouezan keuz ebet, fin va buhez a zo tost marteze ! »

Gwall nec’het edo al louarn, me hen lavar d’eoc’h. Lavarout a reas da Job goustadik, e pleg e skouarn :

« Keuz am eus ha keuz bras da veza graet d’eoc’h an distera droug. C’houi a zo bet atao ken mat em c’heñver ! N’em eus nemet meuleudi da rei d’eoc’h. Mez am eus pa soñjan oun bet eur mignon disleal, oun treitour, hag eur gaouier brein. Hiviziken e kemmin buhez. Rei a rin d’eoc’h va holl vadou, eun teñzor prizius kuzet e-kichen tosenn Sant Mikael. Me a vo mevel en ho ti. Va gwreg ha va bugale a vezo ho servijerien. Toui a ran. Kement tra a bakin, yer, houidi, pesked a vezo d’eoc’h. O labourat, o tebri pe oc’h eva e rin atao hervez ho polontez. E pep lec’h e tiwallin ac’hanoc’h diouz kement loen faos a zo o c’hoari en-dro d’imp. A, Job kaez ! mar bezomp unanet, sonjit el labour mat a raimp hon-daou ! C’houi hoc’h eus an nerz ha me ar finesa. Ma vevomp unanet, ne vo loen ebet evidomp er rouantelez. N’eo ket mat beza atao enebourien, ha n’eo ket brao beza amañ, hizio, oc’h en em ganna dirak an holl. Ne blije ket d’in an emgann-se, met c’houi hoc’h eus tennet ar blouzenn diwar va skoaz, n’eo ket gwir ? War-lerc’h an dra-se ne oan ket evit nac’h an emgann, pe kollet em bije va brud er vro. Met klevit, bremaik n’em eus ket graet implij eus va holl nerz. Ma em bije bet c’hoant, em bije lazet ac’hanoc’h, ha n’em eus ket graet, abalamour n’em eus ket a gasoni ouzoc’h. Eul lagad am eus freuzet d’eoc’h hep soñjal, met n’eo ket eun droug bras, rak louzou am eus evit an holl gleñvedou, hag ho lagad a c’hellan parea, mar lezit va buhez ganin ».

« Eul lagad freuzet ne vez ket pareet », eme ar bleiz, rok.

« Klevit, aotrou Job, etrezomp, eul lagad kollet n’eo ket eur gwalleur bras, peogwir e vo al lagad mat kalz priziusoc’h evidoc’h. Hag ouspenn, d’an noz, en ho kwele, n’ho pezo nemet eur prenestr da serri ; padal ar re all a rank serri daou. Met ho korf, goude beza louzaouet, a vezo pare war an taol. Me a roio d’eoc’h ar c’hevrin eus va louzou ».

« Mat ! » eme Job, « met lavarit an dra-se herroc’h, evit ma klevo ar roue hag an aotrounez ».

« Aotrou Job, n’oun ket evit kaozeal herroc’h, gant ar bec’h a zo warnoun. Na waskit ket kement, ha me a lavaro kreñv evit ma klevo an holl ez oun eur gaouier bras ha n’em eus graet nemet droug d’eoc’h. Lavarout a rin em eus keuz kenañ, hag hiviziken e servijimp ac’hanoc’h, va gwreg, va bugale ha me. Petra ’lavarin ouspenn ? Komzit… Ne c’hounezot netra o laza ac’hanoun, nemet d’en em zifenn ho pezo goude se ouz va mignoned hag ouz va c’herent glac’haret ha kounnaret. Ma lezit va buhez ganin, e hopin bremaik a-bouez-penn : Gloar da Job ! Gloar da Job ! … Bremañ grit evel ma karit : chom beo pe beza lazet a zo ingal d’in. Met, lavarout a ran d’eoc’h eur wech c’hoaz, eun dra gaer eo pardona d’an nesa ».

« Ho klevout a ran, louarn fallakr, met ho komzou ne reont d’in tamm plijadur ebet. Ne bardonin d’eoc’h netra ! A, c’hoarzin a rafec’h ma tegouezfe d’in lezel ac’hanoc’h da redek ! … Bezit dichal, avat. Ne vezo ket gwelet mui Alanig al Louarn o redek e gwaremmou Brasparz ha Sant-Riwal. Al loened dizrouk a c’hello hiviziken mont eeun gant o hent hep aon da gavout eul laer pe eur muntrer kuzet en eur c’horn-tro. Lazet e viot ha diskroc’henet goude. Ho kroc’hen a vezo roget hag a vezo dispar d’am gwreg da lakaat en-dro d’he gouzoug pa vezo deut ar goañv. Diskroc’henet e viot, hag ho kig a vezo roet d’ar brini da zebri. N’em eus ket aon ouz ho kerent. Lern ar bed holl unanet n’int ket evit eur bleiz ».

Alanig al louarn a selaoue ha ne lavare tra. Lezel a rae ar bleiz da gaozeal kement ha ma kare. Job a gomzas c’hoaz e-pad ugent munud gant ar blijadur en doa, hag ivez gant an droug a oa ennañ.

Alanig evelato a oa deut a-benn goustadik, goustadik, hep gouzout dare d’ar bleiz, da denna e droad dehou diouz gwask ar bleiz.

Job a gendalc’he :

« A, louarn koz, n’hoc’h eus ket pell ken da veza louarn ! Ho kroc’hen a ficho gouzoug eur vleizez ! Ac’hac’ha !… »

Job a c’hoarzas an taol-se ar muia a c’hoarzas en e vuhez, met ker e koustas d’ezañ e abadenn blijadur. Alanig a oa war evez, ha, pa welas genou Job digor-bras gant ar c’hoarzadenn, e plantas ennañ e droad betek a-dreñv toull ar gouzoug. Ar pez a c’hoarvezas n’em eus ket ezomm d’hen lavarout d’eoc’h. Job a zislonkas war an taol kement tra en doa evet ha debret. Ne wele mui sklaer gant an dour a zeue en e zaoulagad, hag ar c’hoant dislonk a rae d’ezañ digeri e c’henou muioc’h-mui e-lec’h serri e javedou ha trouc’ha gar al louarn gant e zent. Troad Alanig ne chome ket da ehana ; dounoc’h-douna e tiskenne e kof ar bleiz, hag an ivinou a rae e-barz ar c’hourlañchenn eul labour ken gwaz ha m’o dije graet an dour-beuz pe an tangwall. Job a zislonkas gwad. E stomok a oa kemmet penn d’ezañ, hag e vouzellou hag e galon a oa prest da lammat diouz e greiz. Yudal a rae ar paour kaez loen. Spontus e oa klevout anezañ. Lagad-Flour hag ar rouanez a oa semplet war o c’hador.

« Truez, truez ouz Job ! » a hopas Lom.

« Lezomp anezo », eme Dipadapa.

« Truez ouz Job ! » a hopas Lip-e-Bao.

« Lezomp anezo », eme ar broc’h, « ma vo gwelet piou eo ar mestr ».

« Gwelout a reomp a-walc’h piou eo ar mestr », eme Nobl.

Hag ar roue a c’hourc’hemennas da Alanig lakaat ehan d’an emgann.

Alanig a dennas e droad, gant keuz, diouz gourlañchenn e enebour. Ruz-tan edo gwad ar bleiz.

Job a oa skuiz-naet. Gourveza a reas war an douar, eur c’houezenn gaer o tivogedi dioutañ hag e holl izili o krena evel deliou kras en avel. Digor oa e c’henou, eonenn ha glaour etre e zent. E zaoulagad a oa aet war an tu enep.

« O, lazet eo ! » a lavaras Lom.

« Allas, allas ! » eme Lip-e-Bao, « ivinou al louarn o deus tizet ar galon ! »

Mignoned ha kerent Job a grogas da ouela ha da yudal. Lakaat a rejont al loen reuzeudik war eur gloued, ha kas a rejont anezañ d’e di. Unan anezo, an hini skañva, a redas da glask eur medisin.

Alanig, daoust ma ne oa ket bet lakaet en eun doare gwall vantrus, a oa skuiz-maro. Lamm-da-Laez, e voereb, a zeuas d’e gavout, ha gant eur mouchouer, a sec’has an dour-c’houez a zevere penn-da-benn d’e gorf. Alanig a yeas goude davet ar roue hag, evel araok an emgann, e stouas e benn hag e c’hlin. Nobl a lavaras d’ezañ :

« Alanig, c’houi a zo eul louarn dreist ordinal. Gounezet hoc’h eus war ar bleiz, dre an nerz hag ar finesa. Va gwella gourc’hemennou d’eoc’h. Enoret e viot hiviziken em palez. Va c’herent ha va mignoned a vezo mignoned d’eoc’h ».

Nobl a sellas ouz ar varoned a oa er sal.

« N’eo ket gwir ? emezañ.

« Eo, eo, gwir », a lavaras an holl varoned.

« Mil bennoz, va roue », a lavaras Alanig.

Ha gwelet e voe neuze Korneg ar c’haro, Lostigloan ar c’honikl, Astenn-Gouzoug ar c’houibon, Raka ar gegin, Duard ar vran, Yann ar frilouz, Dipadapa ar gwiñver, Marjan an houadez, Rikiki ar marmouz, Frimist ar gaerell, Skouarneg an azen, Chiboudig ar c’hi bihan, Diskrogner ar c’hi-dog, Urkun an houc’h-gouez, ar big Beg-Araok, ar marc’h Bichar hag Izidor ar c’hole, o tont da saludi Alanig, ha da bokat d’ezañ.

Ar re a vage ar vrasa kasoni outañ a gamme bremañ o muzellou evit ar mousc’hoarz floura. Ar re a lavare d’ezañ dec’h : gaouier, laer, muntrer, a lavare d’ezañ hizio : Salud, va gwella mignon. Rak gwir eo bet ha gwir e vezo atao krennlavar hon tadou koz :

Keit ha m’az po madou da rei,
Kalz a vignoned a gavi.
Kouez da-unan er baourentez,
Hag o c’havi holl didruez.

Biskoaz n’en doa bet Alanig ken niverus kerentiez. Izidor a oa eontr d’ezañ. Lostigloan a oa niz. Skouarneg a oa kenderv, Marjan keniterv, ha kalz a re all kerent a bell.

Alanig a selaoue hep kredi ger eus o meuleudi.

« Pa oan pignet er groug », a soñje-heñ, « ha p’edo va fenn e skoulm-riskl al las-kroug, rouez e oa va mignoned ha rouez-kenañ va c’herent. Ma vije degouezet ganin koll an emgann, n’em bije na kar na par d’an eur-mañ er palez ».

« Alanig », eme Nobl, « bezit em palez evel en ho kastell. C’hoant am befe gwelout ac’hanoc’h dont da Gemper da chom, rak adalek an deiz hizio e viot va c’huzulier bras. N’eo ket gant laez ho mamm oc’h bet maget en eur zont er bed-mañ, met gant furnez ha gouiziegez. Va c’huzulier e viot ha va sekretour ivez, ha va rouantelez a vo renet dispar ganimp hon-daou. Ne selaouin mui ar c’hlemmou a glevin diwar ho penn, hag, evit ma prenno an holl o genou, e lakaan ac’hanoc’h ministr ar justiz ».

« A, mat ! » eme Alanig.

« Laouen oc’h ? »

« Laouen-tre, roue galloudek. Mez am eus evelato o welout e peseurt renk uhel oun lakaet ganeoc’h ».

« Ar pez am eus lavaret a zo eun dra graet », eme Nobl. « Na drugarekait ket ac’hanoun. Va dever a ran, ha netra ken. Gounezet hoc’h eus an emgann, gounezet hoc’h eus ivez ar garg uhel-se. Ha bremañ, en hoc’h enor, kan ha koroll ha traou war an daol ! » Ha Nobl a hopas a-bouez-penn :

« En enor da Alanig al louarn, hip-pip-pip !… »

« …Ra ! » a respontas an holl.

Eur biniou hag eur vombard a zistaolas eur gavotenn, hag ar paoiou a grogas da lammat skañv d’al laez.

Job ar bleiz, petra e teu da veza ?

Allas ! Job a zo gourvezet war e wele, kollet gantañ e anaoudegez, hag en-dro d’ezañ e vignoned o ouela. Lip-e-Bao a zo da vat o viaoual, ha Lom a zo staget outañ eur vousklenn hir, ma ’z eo eun druez gwelout anezañ. Dilavar int holl. Ar medisin a grog en arzourn Job hag a lak e viz war ar wazienn evit santout lammou ar galon. Job a zo serret e zaoulagad. Klemm a ra dre e gousk…

« Gwall dizet eo ? » a c’houlenn Lom.

Ar medisin a ra eun hej d’e ziouskoaz.

« N’oun ket evit lavarout d’eoc’h c’hoaz », emezañ. « Gwall roget eo bet en diabarz gant ivinou binimus al louarn, hag aon am eus e teufe ar c’hourlañchenn da c’hori. Degasit d’in eur voutailhad gwin-ardant, ma vo roet d’ezañ eur banne da lonka ».

« O ya, kalz a vad a ra ar gwin-ardant », a lavaras an arz.

Diskarget e voe gwin-ardant en eur werenn ha roet da Job da eva, kreñvoc’h eget justoc’h.

« Gwalc’hi ar c’hourlañchenn a raio », eme ar medisin, « ma ne ra ket vad all ».

Eur vunutenn goude m’en doa lonket ar werennad hini kreñv, Job a zigoras eul lagad, — al lagad dehou, rak gouzout a rit eo bet freuzet d’ezañ an hini kleiz. Kerkent dihunet, avat, e skrijas Job gant ar boan. Met seul vui e skrije, seul vui en doa droug e toull e gouzoug. Setu eta e oa trist a-walc’h an doare anezañ. O welout anezañ o c’houzañv kemend-all, ar medisin a gemeras eur vuredad louzou tennet diouz eur blantenn vurzudus hag a roas eur berad da Job. Ha, kerkent lonket ar berad louzou, ar c’hlañvour a gouskas war an taol.

« Lezomp anezañ e-unan », eme ar medisin, « gwelloc’h e kousko. A-barz an noz e teuin adarre d’ober eur gweled d’ezañ ».

Hag heñ kuit.

Ar gerent hag ar vignoned en em dennas ivez.

Paour kaez Job ! Ma ne oa ket lazet-tre, e oa bet, siouaz, gwall gaset ! Nao gouli war-nugent en doa war e groc’hen !

Alanig, heñ, a oa laouen-bras. Edo o komz gant e vignoned, deut niverus d’e gaout da rei o gourc’hemennou d’ezañ. Debri a reas en deiz-se e sal vras ar palez, hag e voe lakaet ouz taol e-kichen ar roue. Nobl ne rae nemet c’hoarzin o welout e gorf touzet hag eouliet.

« Arsa, Alanig », emezañ, « n’em bije ket kredet morse edoc’h eul louarn ken fin ».

Alanig a zebras mat hag a evas kenkoulz. Pa savas diouz taol, eur mousc’hoarz a gamme d’ezañ e vuzellou. Gwelout a reas Lom, eur vousklenn hir staget outañ. Mont a reas d’e gavout.

« Allo, Lom », emezañ, « penaos emañ Job ? Ha dispar emañ ar bed gantañ ? »

« Grit goap, grit goap, Alanig, kement ha ma kerot, met eun deiz bennak e teuio hon tro-ni da ober goap ouzoc’h ».

« Feiz », eme Alanig, « an deiz-se ne zeu ket buan, hervez a welan ».

Hag al louarn a lavaras goustadik, e pleg skouarn an arz :

« Lavarit eus va ferz da Job e vefen glac’haret o welout anezañ o vervel gant e nao gouli war-nugent, rak plijadur vras am befe o rei d’ezañ eur predad all ».

Alanig al louarn a guitaas lez ar roue Nobl, ambrouget gant ar varoned, an duged hag ar brinsed, ha gant eur gerentiez niverus : daou-ugent kenderv a oa d’e heul, hanter-kant keniterv hag eun niver spontus a gerent a bell.

Dre ma kerzent, e youc’hent : Gloar da Alanig ! Gloar da Alanig al louarn ! Youc’houc’hou !

Hag an traoniennou a dregerne ivez, hag an hekleo a lavare : Gloar da Alanig ! Youc’houc’hou !

A, me hen lavar d’eoc’h, eun deiz kaer e oa evit Alanig, ha, ma vije bet beo c’hoaz, en dije lavaret d’eoc’h al levenez dispar a sante neuze en e galon.

Degouezet e oant dirak Kastell-al-Laer.

« Mamm », eme Berig en eur ouela, « mamm, deuit da welout : soudarded a zo o tont d’ober droug d’imp ».

Al louarnez en em lakaas er prenestr.

« A, va faour kaez Alanig ! » emezi « lazet eo bet ganto ! Allas ! Allas ! »

Hag e kouezas war ar gambr, semplet.

« Chann ! Chann ! digorit an nor ’ta ! »

Al louarnez ne gleve ket.

« Chann ! Chann ! digorit d’imp an nor ! »

Chann he doa klevet. Digeri a reas he diouskouarn. Daoust ha n’eo ket mouez Alanig he doa klevet ?

« Piou a zo aze ? » a c’houlennas-hi.

« Alanig al louarn, ho kwaz an hini eo. Digorit d’imp an nor. Baroned ha prinsed al lez a zo deut a-berz ar roue Nobl da ober d’eoc’h eur weladenn ».

Chann a lakaas adarre he fri er prenestr. Gwelout a reas Alanig, touzet e gein hag e gof, hag e chomas souezet. Soñjal a reas dioustu e oa unan eus e droiou kamm. Met pa welas an niver a dudjentil a oa deut da ambroug anezañ, e voe darbet d’ezi sempla adarre … met gant al levenez an taol-mañ. Diskenn a reas eta da zibrenna, da zivorailha ha da zisparla dor ar c’hastell.

Alanig a reas degemer mat d’e vignoned nevez. Rei a reas d’ezo da eva sistr kement ha ma karent, ha goude, eul lommig chouchenn da bep hini.

« Siouaz d’in ! » emezañ, « n’oun ket evit rei d eoc’h da zebri. Ne vez debret em zi nemet geot ha gwriziou kutuilhet war dosenn Sant-Mikael hag er Yeun-Elez, hag, en deiziou-mañ, e-keit ha m’edon e Kemper, va gwreg n’he deus kutuilhet na geotenn na gwrizienn. N’he deus debret netra, gant ar glac’har he doa, ha, gwelet hoc’h eus bremaik, kaer am boa hopal : Chann ! Chann ! den ne responte, rak va gwreg a oa semplet en he c’hambr gant an anken ha, dreist-holl, gant an dienez ».

Ar wirionez eo ne oa e kegin Alanig na geotenn na gwrizienn da zebri, sklaer eo. Bez’ e oa enni avat yer, houidi, gedon, ha meur a dra vat all. Met arabat e oa lakaat war an daol eun askell yar, pe diskuliet e vije bet e holl dorfedou.

« Petra an dra-mañ ? » a c’houlennas Lostigloan. « N’eo ket eur bluenn yar a welan war al leur-di ? »

Alanig a c’hoarzas kenañ-kenañ, ha goude e sellas ouz e wreg gant eun aer kasaus.

« Arsa, Chann », emezañ, « perak ne ziwallit ket mat en hoc’h armel eun askell ken prizius ? Eur bluenn houad an hini eo, ha ganti em eus sinet ar peoc’h warlene gant kement loen hag en deus eskell da nijal ».

An holl a gavas an dra-se kaer-meurbet. Alanig a gendalc’has da deodegi. Ober a reas dal loened bodet dirazañ eur brezegenn hir diwar-benn kaerder ar peoc’h ha diwar ar seiz penn-pec’hed. Goude e lezas e vignoned da vont kuit.

Ha dre ma tistroent da Gemper, e lavare ar varoned, an duged hag ar brinsed an eil d’egile :

« Pec’hed eo bet tamall anezañ. An Alanig-se a zo eur sant ».

Alanig a lavaras d’e wreg :

« Gwelout a rit, Chann ? Gounezet em eus. Anvet oun sekretour ha kuzulier ar roue, hag ouspenn, na brava tra ! ministr ar justiz ! »

« N’eo ket posupl ! »

« Eo, eo, ministr ar justiz oun anvet. Bremañ, an hini a zisplijo d’in n’en devo ket pell da veva ken, ma karan. E vuhez a zo etre va daouarn. Abalamour da se oun gwelet mat gant tudjentil ar palez. Pep hini a glask beza kar pe vignon d’in. A ! me hen lavar d’eoc’h, Channig, ar baotred-se a zo paotred faos : an neb a vag en e galon kasoni ruz ouzin eo an Kini a vousc’hoarz dirazoun ar floura. Aon o deus, aon o deus. A, a, keit hag e pado, e pado, ha c’hoarzadeg a vo ! »

He gwaz a oa anvet sekretour ar roue, kuzulier bras ar roue, ministr ar justiz er palez !… Biskoaz Chann ne oa bet hilliget he c’halon gant kement a blijadur.