PENNAD II


Lom a gemeras hent menez Arre. Alanig a veve du-hont, e-kichen Brasparz, e Kastell-al-Laer, savet etre tuchenn Sant-Mikael hag ar Yeun-Elez. Hir oa an hent, pell oa mont di.

Lom a gerze, lorc’h ennañ ha laouen e galon.

Degouezout a reas e-tal Kastell-al-Laer, ar c’hastell brava a oa e Breiz-Izel, en amzer-se (Foeltret eo bet abaoe, ha ne gaver mui en deiz hizio, e-tal ar Yeun-Elez, liou ebet eus an dismantrou). Serret ha prennet e oa an nor.

Lom a hopas :

« En ti emaoc’h, filhor ? Lom, an arz, a zo deut d’ho kavout, a-berz hor roue.

« Nobl a gemenn d’eoc’h dout hep dale d’e lez-varn, ha me a zo bet karget da zegas d’eoc’h ar c’helou. Deuit eta ganin betek ar palez evit renta kont eus ho torfedou, pe evit difenn ho kwiriou. Ma ne zeuit ket, ne vezo nemet gwaz a se evidoc’h. Bazadou betek mervel a vezo roet d’eoc’h marteze ! Filhor, dont a rit ganin ? »

Alanig en doa klevet prezegenn ar genaoueg, eus ar ger kenta betek an hini diweza. Ne respontas ket dioustu. Kredi a rae d’ezañ oa deut tud all gant Lom, hag e oant kuzet, marteze tost d’ar c’hastell, a-dreñv ar bodennou lann. Pignat a reas eta war doenn e gastell, hag e taolas eur sell war ar parkeier tro-war-dro. Ne oa den kuzet ebet. Lom a oa deut e-unan. Alanig a ziskennas.

« Paeron », emezañ, « salud d’eoc’h ha prosperite ! N’em eus ket gallet dont da zigeri d’eoc’h dioustu. Edon er chapel o lavarout va chapeled. Mat hoc’h eus graet o tont. Deuit tre en ti, mar plij. Gwerc’hez Vari ! Na pegen tomm eo d’eoc’h ! N’eus ket eur vlevenn sec’h warnoc’h, ha trouc’het eo hoc’h alan !… Trugarekait ar roue eus va ferz : jentil-kenañ eo bet o tegas davedoun va brasa mignon. Enebourien douet am eus er palez. Bemdez e vez lakaet war va c’houstiañs gant an aotrounez-se eun torfed bennak. Dre eurvad evidoun emaoc’h eno evit difenn va enor. Lavarit d’ar roue e tegouezin warc’hoaz vintin, rak hizio oun re skuiz evit ober zoken eur pennadig-hent. Da greisteiz em eus debret traou hag o deus graet droug d’in ».

« Petra hoc’h eus debret eta, filhor ? »

« Ba ! daoust ha talvezout a ra ar boan displega d’eoc’h perak em eus droug-bouzellou ?… Abaoe pell ’zo e ran pinijenn vras. Muioc’h a zellid en deus unan pa wask war e boaniou hep lavarout ger da zen. Hogen peogwir hoc’h eus c’hoant da c’houzout, e lavarin d’eoc’h n’eo ket eur vuhez eürus hini eur paour kaez den. Alanig n’eo ket eur markiz, ha, pa deu naon d’ezañ, e tebr du-mañ, du-hont, eun tammig mel, lipet er pengosiou dero. Ret eo d’in debri ar pez a gavan. Heugi a ran ouz ar mel, nemet eur sac’h goullo ne chom ket a-sav, hag, evit chom beo, eo da d’in debri eun dra bennak. Koeñvet oun gant va fredad. N’eo ket souezus ne brofit ket d’in, pa ne garan ket anezañ ».

« Penaos, filhor ? Petra am eus klevet ? Ne garit ket ar mel, eun dra ken mat all ? Ar mel a zo roue ar meuziou. O ! me n’oun ket ken figus ha c’houi. Lavarit d’in eta pelec’h ez eus mel ha me a dalvezo an dra-se d’eoc’h, ha me a rento servij d’eoc’h e pep lec’h, kredit ac’hanoun ».

« Paeron, arabat ober goap ouzin ».

« O, filhor, ne ran ket goap ouzoc’h, arabat kredi ».

« Mat ! » eme Alanig. « War hent Brasparz, en tu all d’ar menez, ez eus eun den o chom, hag e ano Rustevel. Kement a vel en deus ma n’hoc’h eus gwelet morse kemend-all en ho puhez ».

Lom a reas al lamm skañva ma c’helle ober gant ar blijadur vras a oa ennañ.

« O filhor », emezañ, « mont a reomp di dioustu ? Mall a zo warnoun tañva ar mel, ken mat all e kavan anezañ ».

« Deomp ’ta, neuze », a lavaras Alanig. « Koulskoude eo diaes d’in bale hizio. Met gant karantez evidoc’h e teuin a-benn d’ober ar pennad-hent-se brao a-walc’h. Petra ne rafen ket evidoc’h ? C’houi, d’ho tro, e palez ar roue, a vezo va alvokad, ha va enor ha va brud a vezo difennet-kaer ».

Alanig a gerze, ha Lom a heulie anezañ laouen-ran.

« Mel c’houero a vezo », a soñje al louarn.

Lom hag Alanig a oa degouezet dirak ti Rustevel.

An arz, e vin savet d’al laez, a lavaras :

« O, Alanig ! C’houez eur mel dispar a zo deut betek va fronellou ! »

Hag en eur lavarout se e c’hoarzas kreñv, gant ar blijadur.

« Peoc’h ! » eme Alanig d’ezañ, « pe an aotrou Rustevel, kousket bremañ en e wele, a savo da zont d’imp, ha ni a rafe eun dro wenn ».

Lom a chomas sioul. Bale a reas zoken, ar skañva ma c’hellas war beg e dreid.

Lammat a rejont er porz kloz dreist ar gloued serret. An noz a oa didrouz. Er porz e oa eur mell pengos dero, faoutet en eun tu, ha daou c’henn dir a zalc’he ar faout digor-bras.

« Paeron », eme Alanig, « er faout-se ez eus muioc’h a vel eget na gred d’eoc’h. Plantit ho min e-barz ken doun ha ma c’hellot. Nemet eun ali : arabat ober re gorfad. Droug a rafe d’eoc’h ».

« O filhor », eme Lom, « kredi a ra d’eoc’h eo va genou brasoc’h eget va c’horf ? Nann, nann, n’eo ket. Me ’oar tailha va c’hoant hervez va ezommou ».

Lom eta a gredas Alanig. Lakaat a reas er faout e benn betek an diskouarn, hag e dreid a-raok betek an daou c’hlin. Alanig a grogas diouz e du gant e labour, hag, hep gouzout dare d’ar c’hompaer, e tennas an daou c’henn er-maez eus ar faout.

« Aiou ! » eme Lom, o yudal gant ar boan en e benn hag en e dreid gwasket ha flastret gant ar faout o serri warno.

« Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, paeron ? Grit peoc’h, pe an aotrou Rustevel a zegouezo d’ezañ dihuni ».

« O filhor, filhor karet, distardit ar faout, en ano Doue ! »

Komzou flour ar genaoueg n’o doa ket ar galloud da deneraat kalon vouzar Alanig.

Lom neuze, pa welas e oa bet graet goap outañ, a grogas ennañ eur fulor ruz. Diskrapat a reas gant e dreid a-dreñv, ha seul vui ma tiskrape, seul vuioc’h en doa droug, ha seul vuioc’h e kounnare, e c’harme hag e valloze. Kement a drouz a reas ma tihunas mestr an ti. Rustevel a lakaas e fri er prenestr.

« Piou ’zo aze ? » emezañ.

Den ne respontas anezañ. Lom avat a gendalc’he da yudal ha da hopal.

Rustevel a grogas en e vouc’hal hag a ziskennas er porz.

Lom, pa glevas mouez an den, a ziskrapas ar pez a c’hellas. E groc’hen a oa holl entanet hag e gorf a oa glebiet gant c’houezenn an anken. Ne dalveze ket d’ezañ ober bec’h. Kollet oa. Alanig ivez a grede d’ezañ e oa graet gant Lom. Setu eta, pa welas Rustevel o tont, eur vouc’hal lugernus en e zourn, e lavaras d’e gompaer :

« He, Lom ! penaos emañ ar bed ganeoc’h ? Livirit d’in ’ta ha mat eo ar mel. Goustadik, goustadik, arabat debri re. Setu an aotrou Rustevel o tont da zegas d’eoc’h eur bannac’hig gwin da lakaat ar pred da ziskenn. An dra-se a raio kalz a vad d’eoc’h. N’eo ket gwir, kompaer ? »

Hag Alanig a gemeras hent Kastell-al-Laer.

Rustevel, pa zegouezas, a chomas souezet. Eun arz en e borz !

Hep soñjal e oa aes d’ezañ rei taol ar maro d’al loen, redek a reas d’an ostaleri da glask sikour.

« Hola, paotred ! deuit ’ta, ha buan ! Eun arz a zo paket e baoiou hag e benn e faout ar pengos ! Deuit ma vo lazet.

Ar baotred a yeas gant Rustevel. Unan a gemeras eur forc’h-houarn, unan all eur rastell, eun trede eun trañch. Hemañ a gemeras eun horz, hennez eur gontell laza moc’h, ar marichal eur varrenn-houarn, ar c’here eur minaoued hir ha lemm, ha meur a blac’h he c’hrog yod.

Lom en e spontadenn a sachas kement ha kement ma c’hellas tenna e benn hag e dreid eus ar faout. Siouaz d’ezañ ! Glac’harus e oa e stad. Bleo ha kroc’hen e benn, eun hanter eus eur skouarn, hag e holl ivinou a oa chomet er pengos ! Eun druez e oa gwelout anezañ, gant ar gwad o redek puilh dreist e choug. A, nann, ne oa ket mat mel ar pengos dero ! C’houero-put e oa. Evel ar vestl.

Lom a glaskas tec’hout. Met koueza a reas war e vin. E dreid a oa re gizidik evit rei sikour. Ar gouerien a zeuas d’ober d’ezañ e stal. Tañva a reas fest ar vaz, fest ar forc’h, fest ar rastell hag an horz. Paotredigou a zerede gant keuneudennou, mab ar marichal a zic’haloupe gant eun durkez hag ar c’hemener gant e vetr koad pevarc’hornek, ken teo ha pevar biz-meud.

Lom a oa bloñset e benn, e ziouskoaz ha livenn e gein. Goude eur c’hard-eur a verzerinti e kouezas war an douar, hag ec’h en em rentas da vervel.

« Graet eo gantañ ! » a lavaras ar baotred.

Hag int kuit d’o zi gant o binviou war o skoaz. Warc’hoaz d’ar beure e teujent d’e ziskroc’hena.

Lom ne oa ket maro. Ma oa kollet gantañ e holl anaoudegez, e chome c’hoaz eun tammig buhez en e gorf. Ma vije bet eur medisin er gêr, en dije santet c’hoaz lammouigou dister en eur lakaat e skouarn war galon al loen.

Goude beza chomet eun abadenn vat war leurenn ar porz, ar paour kaez loen mac’hagnet e teuas anoued d’ezañ. Eur skrijadenn a yeas dre e holl izili gant ar boan o tont en-dro. Lom a zigoras e zaoulagad duet ha koeñvet, hag en em ruzas, da vare ar pelgent, pell diouz an dachenn villiget.

Alanig ne oa mui nec’het gant ar genaoueg. Mont a reas da spia ar yer war o c’hlud. Dont a reas a-benn da vezvi gant e gomzou flour eur bolezig hanter gousket war bod eur wezenn ivin, hag ar yarig dievez a gouezas etre paoiou an treitour. Mont a reas dioustu da zebri ar c’horfig tener a-dreñv kleuz eur waremm. Edo da vat o lipat an askell diweza, pa glevas trouz er foz. Selaou a reas. An trouz a dostae. Alanig a oa prest d’ober eul lamm dreist ar c’hleuz, pa anavezas ar paour kaez Lom.

« A, c’houi an hini eo ? Penaos eo tremenet an traou du-hont ? N’oc’h ket evit en em stleja ken ? Ho korfad mel eo a vir ouzoc’h, me ’zo sur. Daoust ha paeet hoc’h eus ar mel laeret digant an aotrou Rustevel ? O, paeron, e peseurt urz oc’h nevez antreet, pa welan war ho penn eur galotenn ruz ? ’M eus aon, ar perukenner, en eur douza d’eoc’h ho pleo en deus trouc’het ivez ho tiouskouarn, hag eun den didruez bennak en deus laeret kroc’hen ho tal hag ho tioujod evit ober ganto manegou. »

Lom a gave blaz fall gant ar goaperez-se. Hogen re sempl e oa ha re e c’houzañve, e kement korn eus e gorf, evit rei d’an treitour ar predad en doa gounezet. Gwelloc’h e kavas trei kein, hep lavarout ger. Diskenn a reas betek ar Yeun, hag eno e kouezas, hanter varo gant an droug, ar boan hag an dizesper, en eur foz leun a zour mergl.

« Gwelloc’h e vije bet d’in beza lazet gant Rustevel », a soñje ar paour kaez. Eur veaj hir am eus c’hoaz d’ober, ha n’oun ket evit chom war va zreid. Pa zegouezin e palez ar roue, an holl a raio goap ouzin. Eul louarn a zo bet re bar d’in ! O ! mil malloz ! Ma teuan c’hoaz da veza pare eur wech bennak, e savo keuz e kalon al loen fall. Toui a ran ».

Pa zeuas ar goulou-deiz, da sklerijenna ar Yeun-Elez, Lom a savas hag a gemeras en eur jilgamma, hent Kemper-Kaourintin. Goude pevar devez bale e welas o tarza er pellder touriou uhel an iliz-veur.

« A ! » eme Lom, « echu eo va hent poanius, met n’eo ket echu va foaniou, ha mez ha goaperez am eus c’hoaz da c’houzañv ».

Degouezet e oa er palez. Nobl, ar roue, o welout anezañ en eun doare ken iskis, a lavaras :

« Va Doue, daoust hag an arz feal, va gwella servijer, eo an hini a zo dirazomp ? »

Lom a respontas :

« Ya, roue meur. Lom eo an hini a zo dirazoc’h. Gwelit e peseurt stad truezus eo bet lakaet gant Alanig al Louarn, gwasa judaz a zo er vro ».

Nobl a yeas droug ennañ. Lavarout a reas :

« A, a ! Alanig en deus klasket ! Kavout a raio, ha paeet e vezo an trubard hervez al labour en deus graet, pe ne vezin anvet ken roue al loened e Breiz-Izel ».

Ha setu Nobl a gemenn d’e guzulierien, d’an archerien ha da vistri ar soudarded dont d’e balez. Displega a ra d’ezo trubarderez du Alanig al Louarn.

« Petra a vezo graet ? » eme Nobl. « Pep hini a roio e ali, ha me, ar roue, a sento. Komzit ».

Pep hini a savas hag a gomzas d’e dro. Hervez an holl e oa ret lavarout adarre da Alanig dont d’ar palez evit beza barnet pe kaout ar pardon eus e dorfedou. Lom a oa bet kaset hag en doa graet eun dro wenn… Piou oar ?… Marteze Lom hag Alanig a oa enebourien douet, ha daou enebour eo diaes a-walc’h d’ezo en em glevout. Gouzout a reomp ouspenn n’eo ket an arz eul loen speredek ha dilu. Mat e oa eta kas en taol-mañ ar fina loen eus ar rouantelez.

Lip-e-Bao, ar c’haz fina a oa e Kerfeunteun, ar skañva eus kizier ar rouantelez, hag an hini gwella marteze er bed holl da baka logod er solierou ha laboused el liorzou, a oa bet karget da gas lizer ar roue da Gastell-al-Laer.

Nobl a c’halvas Lip-e-Bao hag a lavaras d’ezañ :

D’eoc’h eo da vont. Mar deo eur veaj risklus evit meur a hini, evidoc’h n’eo ket. C’houi ’zo desket bras ha teodet kaer. Gouzout a rit an tu da liva ar wirionez hag ar gevier, hervez ma vez ezomm. Lavarit da Alanig dont dioustu d’am palez. Ma teu, gwell a se evitañ. Ma ne zeu ket, gwaz a se ! Gouzout a ran ervat e selaouo hoc’h aliou, hag e teuio d’al lezvarn ».

Ar c’haz a respontas :

« O roue, n’oun ket ken sur-se da zegas anezañ d’ho palez. Penaos en em gemerin, eur wech degouezet e Kastell-al-Laer ? N’ouzon ket moarvat va-unan. Alanig a zo ken fin all ! Lom, an arz, a zo bras ha kreñv, hag en deus graet eun dro wenn, eun dro ruz a vefe gwiroc’h. Penaos eta, me, eur c’haz bihan ha dister, e c’hellin ober ar pez na reas ket paotred ampart ? O roue, kredi a ran e vefe gwelloc’h kas unan all. »

« Nann, nann », eme ar roue, « c’houi an hini a yelo, rak en ho korf bihan e kavan ar vrasa furnez. »

Ar c’haz a lavaras :

« Ho polontez bezet graet ! »

Hag e kemeras hent Menez Sant Mikael.