Troiou Janedig koant ha Mari lip-chopin

Moulerez ar Gwaziou, 1912  (p. 163-166)



Troiou Janedig koant ha Mari lip-chopin
————


Arsa ’ta, mignoned vad, ’gav ket dac’h e ve poent,
P’eo bet brevet ar bôtred ha dikriet kement,
Lezel ane, eur pennad, en peuc’h da ziskwizan,
Ha war ar merc’hed, d’o zro, skei eun tammig breman ?
Evidon-me, mar gallfen, me a labourfe drant
Da beseliat a-zoare korvenn Janned ha Fant,
Da zispak dirak an holl, frêz ha skler, an dôlen
Eus an troiou a zonj d’e n’int anveet gant den,
Da harz oute da vean re lorc’hus ha re gri
Ha da beilhad, hep paouez, ha Jakez ha Pipi.

War don : « Matilin an Dall »

Deut eta, merc’hedigo,
Da chilaou ho toare ;
Aman, dichek, c'houi ’glevo
Souden ar wirione :
Kalz, marvat, a feuko
Hag a rei d’in gwall-zello ;
Mes an holl, a dra zur,
’ Devo ket displijadur !


Skoomp kentan, mar karet, war ar merc’hed faro
A ’n em blij kalz o redek ebatou ha foario.
Marvat, ’veldon, alïez, a galon ’ peus c’hoarzet
O welet ’ne, a vanden, gant an hent o vonet ;
Ar big, krog du ’n o skouarn, a stard, a stard bepred ;
Ober ’ ra d’eze nijal kentoc’h evit kerzet.

’Vel traou hanter-benfollet e treuzont lann ha roz :
« Marteze, aboue pell-zo, ’man du-ze o c’hortoz ! »
Hag en eur fichan bepred ha kouef ha tavanjer,
Gant aon na vefe netra da zisplij da Fanch Kouer,
Janed a digoue erfin en tachen an ebad.
’Vit bean gwelet gwelloc’h, e sav war veg he zroad :
« Klevet a ran ar zoner, krog e ver da zansal…
Laret am oa d’ac’h , Mari, oamp warlerc’h ar re-all !
Deus aman ’ta, deus buhan, aman ’vemp uhelloc’h,
Aman e vefomp gwelet hag e welfomp gwelloc’h ! »
Ha pep-hini, evelse, a glask al lec’h gwellan
Ma koueo sellou Yannig warnezi da gentan…

A ya ! ma mignoned ker, na kaerat tôl-lagad,
Gwelet ar merc’hed renket o klask gwerz er marc’had !…
Yen ha kri eo an amzer, troc’han ’ra an avel ;
N’eus forz, gwelloc’h eo d’eze mervel evit tec’hel…
Gant hast ha gant levenez, o c’halon a drida
Pa grog an « accordéon » da c’hoari ar « polka »,
Ha pa deu eur c’hoz treuhek, gant eun tog war e benn,
Da glask unan er blokad evit hinjal he c’houen.
Nag a zell poaniet a bar war ar paourkezig den,
Hag enne holl e c’hall lenn an hevelep peden :
« Daoust ha me eo a choazo ?… Me gred e teu aman !…
» Peuh ! Hounnez a ve bepred dibabet da gentan !…
» An dra-ze, marvat, a boagn da c’honit aneze,
» Rak petra ec’h eo hounnez gwelloc’h evidon-me ? »
Mes souden unan a wel he hini o tremen…
Ne bad mui ar plac’hig kez : « Mari, deus da bourmen ! »
En pep lec’h war e zeuliou, en pep lec’h war e hent,
An dro-man, mar n’eo dall-pik, e welo evelkent.
Siouaz, gwasat poan-galon ! Ya, Fanch a wel skler mad,
Mes faeüs ha didrue e tro e zaoulagad…
Hag evelse, alïez, ec’h achu an devez,
Hep na gav Janed, eur wech, gwerz d’he marc’hadourez.

Neuze, avat, ne c’hoarz mui, en eur distrei d'ar gêr,
Ne ra nemet gurunal war ar paour kez Fanch Kouer.
Eur zac’hig a vez laket evitan a-goste ;
Mes, pa deu, eur c’hoarz tener eo a gav adarre !…

Me ho ped, merc’hed yaouank,
Sentet ouz ma ali,
Roët hent ledan ha frank
Da Fanch ha da Bipi !

D’ho tro, bezet faeüs,
Dizoursi ha disprizus,
Ha m’hen tou, c’houi ’welo
Ar bôtred o chanch ardo !


Mat ! Mes petra lavaret ? Me gred eo poent tevel
Ha rei peuc’h d’ar merc’hed kez a gouef santez Katel.
Skoomp breman war ar re o deus bet an eurvad
Da zimezi d’eur Yannig ha da ren eun tiad.
Mar ’deus ar merc’hed yaouank siou koant koant meurbed,
Ar gwrage o deus ive troiou kamm ha kuzet.
Gwasan si ’deus ar gwrage, gwasan ’devo biken,
Eo eur garante re vras ’vit an « hini melen ».
N’eo bet degouet dac’h biskoaz gwelet pemp, c’houec’h ane,
’N eun hostaliri didrous, ’n eur gambrig a-goste,
Dastumet endro d’eun dôl goloet a wer leun,
Mes nan, kredet ac’hanon, gant dour eus ma feunteun !
Eur yec’hed eo o c’hleved o tibun o c’huden ;
Eno, avat, ma zud kez, e kerz Mari laten !…
Nag a gelo estonus, nag a neventi gaer
A oar Janed lip-chopin ha Mariana gomer !
— « ’Peus ket klevet an dra-ze ? ?… Fe, me oar ze pell zo !
« D’ho yec’hed, komer Janed ! Amann ’peus hag uo ? »
« — A ! n’int ket re grenv breman ; mez Yan zo diwezat ;
« Gwech hag amzer e c’hallan flemman eun tam sac’had !…

« Mes echuomp ar re-man ! Mik avelet zo fall…
« Pouah ! n’on ket ’vit andur !… Hostizez eun dro-all ! »
Hag evelse, hep paouez, an eil war-lerc’h eben,
Ar gwerennadou dour krenv en o goug a dremen.
Tremen reont ken lïez ma weler Janedig
Hepdale o luskellat penn-boemet gant ar mik…
Marian ne vranskel ket hag hi evet ouspen :
« — Red eo laret, ma c’homer, hoc’h eus muioc’h a benn ! »
« — Merc’hed kez, eme eun all, Doue ! me ’zo deut gwan !
« Ne ran nemet penn-mêvi… en peb lec’h em eus poan !
« N’eus ket ezom da gâd aon e vin-me lonkerez ;
« Ne c’houllan seurt ebet nemet dour sklêr ha lêz ! »
Hag ar stoterez daonet a lar ar c’homjou-man,
Tra ma lip piz, ’n he gweren, al lommig diwean…
— O ! gwin-ardant milliget, poezon fall ha direiz,
O stoterezed divez, c’houi eo dizenor Breiz !…

Gwrage kez, laket evez,
Dre forz c’hoari troiou
Rust ha garo, eun devez,
Yannig a zihuno.
Neuze ’vad, — poent e vo ! —
Kenavo, mik ha loko !
Trouz el loch, bec’h ha chao,
Fest ar vaz ha jabadao !


Gallout rafen mont hirroc’h, mes awalc’h eo breman ;
Tennet, me ho ped, merc’hed, ho mad a gement-man.
Ho pedi a rin ive, ho pedi a galon,
Na vefet ket re feuket, re gounnaret ouzon ;
Ma c’homzou, mar dint garo, n’o deus nemeur a bouez,
Evurus braz e vefen, mar dougfent eun tamm frouez ;
Laret int dre garante, ha nan dre zroug ouzoc’h ;
Breman, mar n’oc’h ket kontant, gwaz a ze evidoc’h !…