Me eo Yannig ar mil micher (diou wech)
Anavet mat gant ar vizer.
Diskan :
Hop, hei tra la la la la la la la
La la la la la la la la la la.
Brudet dre-oll war an douar,
Biskoaz n’em eus kavet ma far.
Eur vestrez koant am eus choazet ;
Mont a ran lïez d’he gwelet,
D’he gwelet beteg ti he zad,
Eur c’hastel plouz e korn eur c’hoad.
Neuze, eur c’horn ’barz ma genou,
Me a gomz d’ei eus ma madou.
Me am eus eur c’hog hag eur yar,
Eur garrigell hag eur c’hoz karr ;
Eur skabell-goad, eur bank-tosell,
’N eul lochig tro, prest da goueel ;
Eur c’hi, eur c’haz hag eur c’havrig…
Gwell-chans ne gavi ket, plac’hig !
Setu aze roll ma madou,
Klevit breman ma micheriou.
Me a zo kloc’her ha sakrist,
Butuner mad ha lonker jist ;
Kemenerig, kôzeer flour,
Ha meliner, laer ’vel an dour ;
Botoer-koad ha kereer,
Dibuner neud ha pilhaouer ;
Marc’hadour moc’h, marc’hadour zaout ;
Da laerez kezeg ’c’h on eur maout !
Barner hag archer ’ven ive,
Pa ne c’haloupan arôke.
Pa fell d’in bevan eus ma rent,
Me glask ma boued e tro an hent.
Eus a belec’h ’ta, Marivon,
Ho po gwell fortun evidon ?