CANTIC VAR UN ORÆSON DEVOT,
Evit trugarecaat Doue goude ar gonfession, hac evit goulen ar c[’]hraç da berseveri en stad vad. Var an ear gallec : Ruisseau qui cours après toi-même.
GRaçou deoc’h, va Jesus, a rentan
Eus ho madelez em andret,
D’am beza gant patiantet
Gortoet da gofes bete vreman,
Ha da vezan grêt d’in receo an absolven
Er sacramant a binijen. bis.
Na bermetit quet, o va Salver,
|
E ven jamæs quer maleürus
Da goueza en pec’het grevus,
Na mui quen ingrad en ho quêver ;
Mæs va rentit pelloc’h ferm ha perseverant
D’ho servija fidelamant. bis.
Grêt em eus ar resolution
|
Da viret ho courc’hemennou,
Da drec’hi va fassionou,
Ha da guitat an occasion
Moyenant ar sicour eus ho craç, va Doue,
M’her goulen digueneoc’h ive. bis.
Meulet ra viot evit bi-
|
quen,
O va Redamtor benniguet,
Da veza bet instituet
Ar sacramant eus a binjen ;
Me bed ho Mam, ar Sænt bac an Ælez eürus
D’bo trugarecât, va Jesus. bis. Amen. ,
|