Unekved pennad — I

R. Prud’homme, 1903  (p. 299-301)



UNEKVED PENNAD


————


EN JERUZALEM : EIZVED DEVEZ


————


C’HOAZ OBERO A GARANTE. — SANT-YAN-AR-MENE


————


I


Eil gweladen da leandi ar Garante. — Biskoaz kement all : luz Lanrodek .


D’ar merc’her, an unekved a Wengolo. — Mad aoalc’h eo bed ma nozvez. Goude bean oferniet ouz auter ar Groaz, en iliz ar Be Santel, e tistroan da di leanezed ar Garante gant an Au. Neumager, an euz c’hoant da welet hirie ’pez am euz gwelet-me dec’h d’abarde.

Hadgwelet a reomp ar memes rummo bugale, kement a stad hag a zouez en Au. Neumager ’vel ma oa ennon dec’h. Me-ma-unan, e ti ar bautredigo krenn, e tigoue d’in chom estlammet. Setu aman perag ha penauz.

’Keit ma oa monsik maman Sion o tibri e damm bara ’n eur dibluskan ha ’n eur chakat kakaouet, e kinnigaz al leanez d’imp diou pe daer gakaoueten « Daret, emei, autrone, ha tanvaet ». Ha pa hon deuz græd d’ê eun tanva. « C’hanta, emei, penegwir ec’h oc’h ho taou euz Breiz, ’gavet ket o deuz ar freuz-ze blas luz ho pro ? — Geo avad, emeon. Mes, ma C’hoar, daoust ha c’hwi ac’h anavefe blaz al luz ? — Ya laouen, ha pell ’zo. Me ’zo bet meur a wech o lusa en Koat Malane hag en eur c’hoat bihan all a zo war hed taul da Lanrodek… — Lanrodek ! ma C’hoar ; ’gredan biken e vec’h bet c’hwi en Lanrodek… — Geo ’vad, ha meur a zevez am euz tremenet eno, — C’hw’ istim ’ta ? Na pelæc’h ? En ti biou ? Laret d’in, rak me ’zo euz a Lanrodek. — En ti Julian Kero, a dalc’he eur c’hovel war hent ar bourg. ’Larin ket d’ac’h, avad, pesort keriaden e oa e hini, o vean he deuz eun hano brezonek, ha n’anavean ket ar brezonek. — Kersteün, pari ? — Ya just, ha c’hoaz e zo e-kichen eur c’hoadik ec’h er ennan da lusa da gouls pardon Gwengamp ? — Ya, ya ; koadik Ar Veuzit, Mes bet oc’h eta en pardon Gwengamp ? — Ya, kent dont d’ar gouent, ec’h æn kazi bep pla da welet an Itron Varia Wir-Zikour, ha gwech e-bed na zistroen d’ar gær hep mont da welet ar Geroed da Lanrodek. - Ha penauz e hellec’h-hu hanvout an tiegez-ze ? — ’Toue sur, map henan an ti-ze, Julian, a oa deut da chom da Staul[1], hag a zimezas d’eur c’hoar d’in. — Fe, ya ’vad : breman ’welan sklær ho toare. Ma ! birviken n’am ije kredet kaout aman, en Jeruzalem, eul leanez euz a Staul, Dreist-holl eul leanez hag he dije komzet d’in deus ma farrouz Lanrodek. »

Eur pennadik e choman c’hoaz da gomz gant C’hoar Mari-Gatel, pell aoalc’h evit dont da c’houzout pe doare eo hini e zud. He zad, d’ean an hano a Vaheaz, a zo c’hoaz beo ha laouen gant e bevar-ugent vla. He mamm a zo neve varo, C’hwezek breur pe c’hoar he deuz bet. ’Vel ma weler, eun tiegez a zoare.


————

  1. En gallek : Etables (eur barrouz euz bro Sant-Briek).