Unekved pennad — III

R. Prud’homme, 1903  (p. 303-305)



III


Penauz e ve zikouret ar bevien en Jeruzalem : ar glaskerien.


Pa gomzan a ziskwiz, na laran ket e ven en sell da chom heb ober netra. Oh ! nan. Poanial am euz d’ober, ha kalz ; n’eo ket, avad, gant ma diouhar, gant ma fluen eo. C’hoant ganin da delc’hel envor euz ar pez a zigoue ganin dre-aman, e fell d’in lakât eun draik bennag dre skrid : daoust pegen nebeud a skrivin, e kavo ennan ma spered harp aoalc’h evit harz ouz an ankoua.

Hirie, da c’hortoz kreiste, e fell d’in rei d’ar paper ’pez am euz gwelet aboue dec’h, ha ’pez ec’h on deut da c’houzout an deio-man diwar-benn an obero a garante a rer en Jeruzalem.

’Vel am euz bet an tu d’hen laret ouspenn eur wech beteg-hen, ’leiz a dud ezomek a zo dre aman. Lakomp ’nê en tri rum : ar re baour, ar re emzivad, ar re glanv.

Ar bevien, na ver ket ’vit ’niveri anê ; kement emaint ! Darn anê (ar peurvuian), a zo paour dre o *goall. Na n’int nemet tud didalve, *kertri d’ê da labourat, — da finval zoken. Hag a viskoaz eo bet kont evel-se er vro-man. Herve eul lavar koz « gwelloc’h eman ’nen en e goaze ’vit en e zav, gwelloc’h en e c’hourve ’vit en e goaze, gwelloc’h en e gousk ’vit en e c’hourve, gwelloc’h en e varo ’vit en e gousk. » C’hwel aze doare-komz an Turked. ’C’hanta ? *klotan ’ra gantan o doare-bevan. Penauz neuze na vije ket o bro, bro ar baourante ?

Bean ’zo anê koulskoude ha n’int ket paour dre o goall. Diskrapan a reont euz o gwellan : o bolante vad, ’vit-se, a dalv d’ê nebeut a dra : ’liez a wech n’o deuz ket læc’h d’implian n’ei, o vean m’eo divalo kaer al labour douar, ar c’honverz hag an holl vicherio.

Pevien Jerusalem a zo klaskerien an darn-vuian anê, da vihanan pac’h ouzont e zo arru en o c’hær pelerined euz ar broio kristen, ha dreist-holl euz Bro-C’hall. Neuze ’ve karget ar ruio gante. Ha pegen tagus int ! Kaer ho po tremen dirake dizeblant, pe *wignal d’ê n’ho peuz netra da rei, bepred e talc’hfont da heuilh anoc’h, mar o deuz diouhar vad, pe da vihanan da huchal warnoc’h gant ar vouez skrijuz, ’n eur derri d’ac’h ho penn gant o « Bakchij ! »

Na po peuc’h e-bed ken ho po roet da bep-hini e wennegig. Bo c’hoaz memez tra, mar peuz eun tamm bara, pe eun tamm kik pe eur freuzen bennak da lakât er gelornik c’houarn-gwenn ac’h astenner d’ac’h a-wejo.


————