Alfonso Maria de Liguori
troet gant Gab Milin
Moullerez ar "C’hourrier", 1900 (p. 129-148).
◄   Dekved kentel Unnekved kentel Daouzekved kentel   ►



UNNEKVED KENTEL
————


An hini a gar Jezus-Krist a gar beza distag dioc’h an holl draou krouet


————


1. — An hini a fell d’ezhan karet Jezus-Krist gant eur wir garantez a dle banna euz he galoun pep tra all nemet Doue, hag ive pep karantez evit-han he-unan. E nep tra, an den ne dle en em glask he-unan, klask plijout da Zoue a dle hep-ken. Eur gourc’hemen eo hag a zo great gant Doue he-unan ; karet Doue a reoc’h euz a greiz ho kaloun. Evit karet Doue euz a greiz ar galoun, ez eo red da genta kas er meaz euz ar galoun ar pez a zell oc’h traou an douar ; d’an eil karga leun anezhi a garantez Doue. Eur galoun hag a zo dalc’het stag gant eur garantez, an distera hep-ken, ouz traou an douar, ar galoun-ze ne d-eo ket evit beza holl da Zoue. Sant Filip a Neri a lavare : « Seul-vui e karomp an douar, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Ha penaos, eme unan-bennag, distaga ar galoun dioc’h pep karantez ? O kastiza ar c’horf hag o pellaat dioc’h kement a c’hell dougenn ar galoun da garet. Tud a zo hag a glemm o veza ma klaskont Doue, hep dont a-benn da gavout anezhan. Santez Thereza a lavar d’ezho : « Pellait ho kaloun dioc’h an traou krouet, ha neuze klaskit Doue, hag e kavoc’h anezhan. »

2. — A-leiz a dud a glask beza santel, santel, dioc’h ho giz, ar gwasa zo ! Bez’ e fell d’ezho karet Doue, gant ma c’hellint ober dioc’h ho fenn hag hervez ho c’hoant, da lavaret eo, derc’hel evelato d’ar pez a gavont mad : d’ho eaz, d’ho dillad kaer ha d’ho frejou boed mad. Karet Doue : hogen ma n’int ket evit kaout an dra-man-dra, neuze ho deuz nec’h hag enkrez. Mar lavarer eun dra fall-bennag diwar ho fenn, neuze ez a droug enn-ho ; ma ne bareont ket dioc’h ar c’hlenved ho deuz paket, neuze e klemmont ha ne c’houzanvont poan e-bed. Karet Doue a reont enn eur garet ive ar madou hag an enoriou. Bez’ e fell d’ezho e vent lakeat tud fur, tud a stad huel, tud gwelloc’h eget ar re all ; pedi ha tostaat oc’h ar zakramanchou a reont, hag o veza ma ’z eo ho c’haloun leun euz a draou an douar, ne deu nebeud a vad d’ezho. An Aotrou-Doue ne lavar ger d’ho ene, o veza ma ve kollet he gomzou ; evel-se a lavaraz eun deiz da zantez Thereza : « Komz a rafenn oc’h kalz a eneou, ma na ve ket trouz ar bed o voudal oc’h ho diskouarn, hag o viret ma ne ve klevet va mouez gant-ho. » Red eo eta pellaat dioc’h ar bed, rak an hini a zo leun he galoun gant traou an douar, ne d-eo ket evit klevet tamm mouez an Aotrou-Doue. Stag oc’h madou an douar ha dallet gant-ho, an den a baouez a-bred da garet Doue ; neuze o klask derc’hel mad da zanvez a dremen evel moged, e koll ar mad dreist pep mad, ar mad a bado da viken. Santez Thereza a lavare : e voa eun dra leal ez aje da goll neb a rede warlerc’h madou egoll.

3. — An Impalaer Tibèr a c’hoantaaz eun deiz e vije lakeat Jezus-Krist e-mesk doueou faoz ar Romaned, hag e voe miret out-han, o veza ma voa, eme re goz an amzer-ze, eun Doue ne falveze d’ezhan ne vije karet hag enoret nemet-han hep-ken. Ar pez a lavarent a ioa gwir, rak Doue a fell d’ezhan ne ve nemet-han hep-ken karet hag enoret gane-omp. Kement-se ne d-eo ket dre ourgouill, ne d-eo nemet o veza ma c’hoar er-vad ne d-euz nemet-han mad da veza karet er c’hiz-ze. Dre ma kar ac’hanomp muioc’h eget na c’houfemp lavaret eo e c’houlen hor c’harantez holl, ha ne fell ket d’ezhan e rannfemp hor c’haloun etre netra all e-bed hag hen ; hor c’haloun a zo he dra, hor c’haloun a dle beza d’ezhan hep-ken, ha mar deu da garet eun dra-bennag all, Doue neuze en deuz erez pe drouk koulz lavaret oc’h an dra-ze, eme an abostol sant Jakez, o veza ne c’houzanv ket e ve den na netra par d’ezhan, ha mar fell d’ezhan beza karet hen he-unan hep-ken. An Aotrou-Doue a c’halv he bried eul liorz kloz, o veza ma talc’h an ene en deuz karantez out-han prennet dor he galoun oc’h an holl draou a ziaveaz evit beza gant Jezus-Krist hep-ken. Jezus-Krist ha ne dalvez ket e ve d’ezhan holl garantez hor c’haloun ? A-viskoaz en deuz karet ac’hanomp hag hor c’haret a ra atao. Ar zent her goar er-vad. Sant Fransèz a Zal a lavare e tennje dioc’h-tu diwar dro he galoun, ha pa vije ar wazien vihana, ma vije evit gouzout ne devoa ket a garantez ouz Doue.

4. — Ar Roue David a c’hoantea kaout diouaskel evel ar goulm, me lavar eur galoun c’hlan ha distag dioc’h holl draou ar bed, evit nijal war-zu Doue ha mont da ehana war he galoun. A-leiz a dud a zo ive hag a garfe beza distag mad dioc’h an douar evit nijal war-zu Doue ; mont buan a rafent war gresk er mad, mar tistagfent a-grenn ho c’haloun dioc’h pep tra. Hogen, o veza ma ’z int dalc’het c’hoaz gant ho c’hoantegesiou direiz ha dre ne boaniont ket da derri al liammou-ze, dre-ze eo ez int sempl ha toc’hor ha ne d-int ket evit kerzet rag-êeun enn hent an nev. Sant Iann ar Groaz a lavare : « An ene a zo stag oc’h eun dra-bennag, an distera zo, ha pa ve a-hent-all ker mad ha ma c’hell beza war an douar, an ene-ze ne vezo e gwirionez biken unan gant Doue, rak ne d-euz forz pe deo pe voan eo an neuden a stag al labouz, ma vir out-han da nijal el leac’h ma kar. » Doaniuz eo gwelet eneou, a zo enn-ho grasou ha madelesiou a-leiz, doaniuz eo gwelet n’ho deuz ket a nerz a-walc’h evit terri krenn al liammou dister-ze, evit dont da veza unan gant Doue. Evit kement-se n’ho deuz nemet kemeret penn-er a galoun ha d’ioc’h-tu e welint ho neuden o terri. Diwar neuze ho devezo eun tenzor a c’hrasou braz-meurbed, dre ma teu Doue neuze d’en em lakaat a-unan gant ar galoun distag diouz pep karantez all ouz ar bed.

5. — An hini en deuz c’hoant e ve Doue holl d’ezhan, a dle ive beza he-unan da Zoue. Va muia-karet a zo en em roet holl d’in, ha me a zo en em roet d’ezhan. O veza ma kar Jezus-Krist ac’hanomp, e fell d’ezhan kaout hor c’harantez holl. Ma roomp eta lod euz hor c’harantez da eun all-bennag, neuze e rear gaou oc’h Jezus, ha Jezus a vez poan gant-han. Santez Thereza a skrive da unan euz he c’hoarezed : « Grit enn hevelep doare ma tistago a-grenn an eneou dioc’h ar grouadurien, o veza ma ’z eo red e vent priejou eur roue ken oazuz mar fell d’ezhan ec’h en em ankounac’hafent zo-ken ho-unan. » Santez Mari Madalen a Bazzi a lamaz eul levr mad digant unan euz he c’hoarezed nevez, dre ’n abek ma kare a re al levr-ze. Beza ez euz tud hag a ra bemdez ar beden a galoun ; mont a reont dirak ar zakramant ha tostaat aliez oc’h an daol zantel, ha dre ma ’z int touellet gant ho c’harantez ouz traou an douar ne d-eont nemeur war gresk er mad. Epad ma kendalc’hint da veva er c’hiz-se, e vezint atao enn dienez euz ar c’hras ha war nez-taol da vont da goll.

6. — Red eo eta, evel ar Roue David, pedi an Aotrou-Doue da zistaga mad hor c’haloun dioc’h an douar, rak anez ne vezimp biken evit beza holl da Jezus. Jezus-Krist he-unan en deveuz lavaret ez eo red dilezel pep tra evit beza eur gwir diskibl d’ezhan. Dre-ze, tadou koz an dezerz, pa deue eun den iaouank-bennag da veva enn ho zouez, a c’houlenne out-ho ha goullo e voa ho c’haloun evit ma c’hellje beza karget leun gant ar Spered-Santel. Santez Jertrud, o pedi an Aotrou-Doue da rei d’ezhi da anaout petra en devoa c’hoant a raje, a glevaz eur vouez o lavaret : « Ar pez a fell d’in da gaout digan-e-hoc’h zo eur galoun hag enn-hi karantez e-bed ouz ar grouadurien. » Red eo eta lavaret a-greis kaloun da Zoue : Aotrou, gwell eo gan-en ho kaout eged na d-eo kaout iec’hed, madou, enoriou, meuleudi ; eget na d-eo zo-ken ar grasou hag ar madelèsiou a c’hellfac’h da rei d’in ; enn eur ger, gwelloc’h oc’h d’in eget kement tra ne d-eo ket c’houi eo, o va Doue, kement-se holl ne d-eo a-walc’h ; c’houi eo a fell d’in da gaout ha netra ken.

7. — Dioc’h-tu ma vez eat euz ar galoun kement tra a zo krouet, dioc’h-tu karantez Doue a ia ebarz ; santez Thereza a lavare : « Pellait dioc’h ho taoulagad ar pez a zo noazuz, ha rak-tal hoc’h ene a droio war-zu Doue d’he garet. « Eur wirionez eo ne d-eo an ene evit beva hep karet ; red eo d’ezhan karet Doue pe ar grouadurien ; rak-se eta, ma ne gar ket an traou krouet, e karo he Grouer a-vad. Evit lavaret berr, red eo dilèzel kement-so evit gounit pep tra. Epad ma karaz santez Thereza unan euz he c’herent-nez, no we ket holl da Zoue, hogen pa voe en em zistaget mad dioc’h ar garantez-se, neuze e voe kavet mad gant Jezus-Krist, a lavaraz d’ezhi : « Brema, Thereza, brema ez oc’h d’in holl, ha me a zo d’e-hoc’h. » Re-nebeud a dra eo eur galoun evit karet evel ma ’z eo dleet eun Doue ker mad ha ker karantezuz, eun Doue hag a dlefe beza karet hep ment e-bed ha dreist kement-so ; hag e falvesfe d’e-omp c’hoaz ranna hor c’haloun etre-z-han hag etre an traou krouet ? An tad Loiz Dupont en devoa mez o lavaret da Zoue : « Aotrou, me ho kar dreist kement-so, muioc’h eget ar madou, an enoriou, muioc’h eget va c’herent ha va mignouned, » o veza ma kave d’ezhan klèvet neuze : « Aotrou, me ho kar muioc"h eget ar fank, an teil hag amprefaned an douar. »

8. — Ar profed Jeremiaz a lavar ez eo an Aotrou-Doue mad-meurbed e-kever an hini a glask anezhan, da lavaret eo, e-kever an hini ne glask nemet Doue hep-ken. Hag hen a zo eur c’holl mad ha kaer, koll madou an douar, madou ha ne d-int ket evit karga an ene, madou hag a dremen ker buan, evit gounit eur mad dreist pep mad, eur mad hag a bado da viken, evit gounit Doue ! Eun den braz ha galloudek e-touez an dud a en em gavaz eun dervez enn eur c’hoad gant eur manac’h a iea he-unan, pleget gant-han he benn war-zu an douar. Goulenn a reaz oud ar manac’h petra a glaske ha da he-leac’h ez ea. « Ha c’houi, Aotrou, eme an den santel, petra a rit-hu dre ama ? — Me a zo o klask loened gouez, eme an Aotrou. — Ha me a glask Doue, eme ar manac’h, o vont gant he hent. » Evel ar manac’h-man, ar pez a dlefemp da ober epad hor buez eo klask Doue hep-ken evit he garet hag ober hervez ma kar, goude beza bannet karantez ar bed er meaz euz hor c’haloun. Pa droomp war-zu ar bed hag he vadou, lavaromp enn-omp hon-unan : petra eo kargou hag enoriou ar bed-man nemed fank ha moged, a vez dizèc’het ha skubet holl gant ar maro. Euruz eo an den a zo evit lavaret : Jezus-Krist, va Zalver ha va Aotrou, gant joa ouz-hoc’h em beuz dilezet pep tra ; c’houi hep-ken a garan, c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun.

9. — Pa vez karantez Doue e-kreiz eun ene, anezhan he-unan ha dre nerz ar c’hras e tilez an holl draou a vir out-han da veza holl da Zoue. Sant Fransez a Zal a lavare : « Pa vez an tan-gwall krog enn tu-bennag, e vez stlapet an arrebeuri er meaz dre ar prenestr evit diskouez pa vez eun ene en em roet da Zoue, hep na ve ezomm e ve kelennet gant den, an ene-ze ive a gas diout-han pep karantez ouz ar bed. An tad Segneri, an hini iaouank, a lavare e lame karantez Doue pep tra digan-e-omp evit hor lakaat da veza perc’hen da Zoue hep-ken. Eun den pinvidik braz en devoa dilezet he holl vadou hag o veza eat da baour anezhan he-unan, dre garantez ouz Doue, unan euz he vignouned a c’houlennaz out-han petra voa d’ezhan beza eat da baour evel-se ? Setu, eme-z-han, o tenna levr an Aviel euz he c’hodel, setu an hini en deuz lamet va madou digan-en. Pa dro eun ene da garet Doue, neuze e ra fae war bep tra : war ar madou, ar plijaduriou, an enoriou ha war gurunennou ar rouanez zo-ken ; ne fell d’ezhan kaout netra nemet Doue, lavaret a ra hep paouez : va Doue, c’houi eo a zivizan kaout ha netra ken. Sant Fransez a Zal a lavare e kase gwir garantez Doue da netra kement ne d-eo ket Doue eo, evit teuzi anezho enn eur garantez hep-mui-ken ; rak kement tra a rear dre garantez ouz Doue, kement-se holl a zo neuze karantez.

10. — Karantez Doue, pa grog enn eur galoun, a vesv anezhi enn eun doare ma vez ankounac’heat ganthi kement tra a zo krouet. Eun den mèzo a zo evel ma ve maro : ne wel, ne glev berad, ne lavar grik ; evel-se ive eo an ene a zo karantez Doue enn-han evel pa ve oc’h he vesvi, koulz lavaret. Kollet en deuz pep skiant vad evit ar bed, ne fell d’ezhan sonjal nemet e Doue, enn eur ger, bez’ e fell d’ezhan e ve da Zoue he holl oberou hag he holl garantez. Er ganaouen Zakr, Jezus-Krist ne fell ket d’ezhan e ve dihunet he vuia-karet, da lavaret eo an ene mad a gar anezhan hag a zo kousket enn he garantez. Ar c’housk-se, eme zant Bazil, ne d-eo nemet eun ankounac’ha a galoun vad a ra bemdez an ene euz an holl draou krouet, evit en em rei da Zoue hep-ken ha gallout lavaret gant sant Fransèz : Va Doue, ha petra eo ar pinvidigèsiou, ar c’hargou ha madour ar bed ? c’houi hep-ken, o va Doue, c’houi a zo va holl zenzor. Deskomp eta pegen nerzuz eo ar c’homzou-man : « Va Doue, ha va holl mad  ! » Eun ene hag a gar Doue ne d-euz d’ezhan komz e-bed hag a ve kaeroc’h ha gwelloc’h da lavaret aliez.

11. — Evit dont da veza, e gwirionez, a-unan gant Doue, ez eo red eta d’an den en em zistaga a-grenn dioc’h an holl draou krouet ; red eo ive e paouesfemp da garet hor c’herent evel ma reomp. Jezus-Krist en deuz lavaret : « Piou-bennag a den david-oun ha ne gasa ket he gerent, ne d-eo ket evit beza diskibl d’in. » Ha perak ar gasouni-ze ouz ar gerent ? O veza n’en deuz ket aliez hon ene gwasoc’h enebourien. Sant charlez Borome a voa he c’her lavaret : e tigreske he zoujanz Doue pep tro ma ’z ea da di he gerent. An tad Anton Mendoza, pa voe goulennet out-han eun deiz perak ne dostea ket oc’h ti he gerent, a lavaraz : « O veza eo ma c’houzoun er-vad ne d-a e nep leac’h doujanz Doue ken eaz da goll, evel ma ’z a e ti ar gerent. »

12. — Pa vez deuet an amzer da gemeret eur stad a vuez, e tleomp anaout ne d-omp ket dalc’het da zenti ouz hor c’herent. Mar d-eo eun den iaouank galvet gant Doue da vont dindan an ursiou, ha mar klask he gerent miret out-han, ez eo red d’ezhan ober dioc’h ma fell da Zoue, hep selaou mouez hag aliou he dud ; ar re-man peur-liesa a fell d’ezho e klaskfe ho bugale ho mad ho-unan, hep sellet oc’h mad ho eneou. « Ar gerent, eme sant Bernard, ne reont forz ha pa ve daonet ho bugale, gant na d-aint ket euz ar gear. »

13. — Eun dra hag a zo souezuz-meurbed eo gwelet tadou ha mammou kristen, leun a zoujanz Doue, o viret endra c’hellont, na ve ho bugale menec’h pe veleien, pe ma ne d-int ket galvet d’ar stad a vues-se, o klask evelato lakaat anezho da vont ebarz. Nemet eur weach-bennag marteze, peur-vuia pèc’hejou ar gerent-se a zo marvel. Unan-bennag a lavaro : « Neuze eta an den iaouank-se ne vezo evit beza salvet ma ne d-a ket da vanac’h pe da vèlek ? » Ar re ne d-int ket galvet da vont euz ar bed, en em zaveteio er bed, gant ma raint penn-da-benn ar pez a zo dleet d’ezho da ober hervez ho stad ; evit ar re all a zo galvet da vont euz ar bed, hag a choum ebarz, ar re-ze, petra-bennag ne zentont ket oc’h Doue, a c’hellfe ive, evit gwir, en em zavetei er bed ; evelato e vezo diez d’ezho, dre n’ho deveuz ket digant Doue ar grasou ho divije bet, ma vijent bet eat d’al leac’h ma voant galvet. An teolojian Habert a gred : « An hini ne heuill ket ar stad a vuez ma ’z eo galvet da gaout, a zo, enn Iliz kristen, evel eun ezel distag dioc’h an izili all, ha dre-ze en devezo poan o c’hober ar pez a zo dleet d’ezhan hag oc’h en em zavetei. »

14. — « Ar stad ma ’z eo galvet an den d’ezhi er bed a zo, eme an tad Grenad, evel ar rod vraz a gas ar vuez enn dro : Eun orolaj, pa c’hoarvez an distera gaou gant ar rod vraz, a zistres holl. » E-kever mont d’ar baradoz e c’hoarvez evel-se ive : pa ne d-ear ket er stad ma vezer galvet d’ezhi, ar vuez holl a zo evel distreset. Hag a dud iaouank o senti oc’h ho c’herent, n’ho deuz ket heuillet ho stad a vuez, ho deuz kaset ti ho zad war he benn, hag a zo, siouaz d’ezho ! bet eat goude d’en em goll ho-unan ! setu ama evit diskouez : Eun den iaouank, gant aoun da zisplijout d’he dad, a choumaz hep mont enn eur gouent, petra-bennag ma voa galvet d’ar stad-ze. A-benn eun nebeud amzer goude, e savaz eur gwall-rendael etre-z-ho diwar-benn eun dra-bennag ; hag ar map, goude laza he dad, a voe lazet ive evit eun torfed ken heuzuz. Eun den iaouank all, eat d’ar seminèr ha war an hent da veza belek, o tont nebeud-a-nebeud da laoskaat enn he bedennou hag enn he stad, en em laoskaz enn distro da vont da heul, c’hoantegesiou fall he galoun, kement ha kement ma voe lazet eun nozvez, epad ma tistroe euz a di eur c’hrek fall. Klevet e voe o krial forz, tud a deuaz da welet, hogen pa en em gavchont war al leac’h, an abad-se a ioa maro. Hag a bed skouer all evel an daou-ma a ve kavet da ziskoues pegement e tleer lakaat evez oc’h ar stad a vuez.

15. — Sant Thomaz a zo all d’ar re a zo galvet da eur stad a vuez santeloc’h eget ar re all, da choum hep kemeret kuzul digant ho c’herent, rak eme-z-han, ho c’herent a zo ho enebourien e-kever kement-se. Ouc’h-penn a zo, ma ne d-eo ket dalc’het ar vugale da c’houlenn ali digant ho c’herent a-raok kemeret eur stad a vuez, pegement nebeutoc’h int-hi dalc’het da c’hortoz ma plijo gant-ho lezel anezho da vont d’ho stad, dreist-holl, mar kav d’ezho ha mar ho deveuz aoun e virfe ho c’herent out-ho ne d-euz forz penaos. Sant Thomaz Akin, sant Per Alkantara, sant Fransèz Zavier, sant Loiz Beltrando ha kalz a zent all ho deuz kemeret eur stad a vuez hep gouzout d’ho c’herent zo-mui-ken.

16. — Ne d-eo ket a-walc’h e ve war an hent d’en em goll an hini ne heuill ket he stad a vuez o c’hober dioc’h ma fell d’he gerent, gant-han ive ez a da goll an hini a ia da vèlek evit plijout d’he dad pe d’he vamm. Tri dra a zo evit anaout piou a zo galvet da stad huel ar velegiach. Ar c’henta, kaout deskadurez ; an eil, kaout eur spered êeun, me lavar eur spered ne glask nemet Doue hag he c’hloar ; an trede, ren eur vuez vad. Ar c’honsil a Drant a c’hourc’hemen d’an Eskibien na lakaint ket da vont dindan an ursiou sakr nemet ar re a vezo bet anavezet mad petra int, nemet ar re ne d-euz netra da damall d’ezho na da lavaret anezho. Petra-hennag ma sell an traou-man oc’h an diaveaz, ar c’honsil a c’houlen ouc’h-penn ma vezo an diabarz hevel, rak, eme-z-han, petra a dalvez kaout ha ren eur vuez vad da welet, mar d-eo fall ar galoun ? Lavaret a ra ar c’honsil-ze e tle ar re a ia da gemeret an ursiou sakr beza bet a-raok kavet mad e pep tra. Dre-ze eo e c’hourc’hemen c’hoaz miret an amzer en deveuz lakeat a-barz mont dindan peb urz.

17. — Sant Thomaz a lavar d’e-omp perak kement-se. An hini a ia d’ar velegiach, eme-z-han, peb urz a gemer, a zo galvet da zervicha Jezus-Krist er Zakramant sakr euz an Aoter. Dre-ze ive, buez eur bèleg a dle beza kalz santeloc’h evit buez ar re all. Lavaret a ra c’hoaz ez eo red d’ar veleien beza santel, a-raok mont d’ar velegiach hag a-raok zo-ken beza dindan an ursiou, diskouez a ra pegement a gemm a zo etre stad ar re a ia da venèc’h pe da leanezed, ha stad ar re a ia d’an ursiou sakr. Ar re genta, eme-z-han, a ia d’en em zizober euz ho zèchou fall, e leac’h ar re-man a zo red ha dleet d’ezho e vent glan ha santel, a-barz kemeret an ursiou. Eun dra red eo se evit ma c’hello, an hini a zo sakret belek, ober he garg hervez ar zantèlez euz he urz hag evit ma vezo kavet mad e-touez beleien Jezus-Krist.

18. — An hini a fell d’ezhan beza da Zoue, ne dle ket c’hoantaat e ve karet ha meulet gant ar bed. Hag a dud a zo, siouaz ! hag a bella dioc’h Doue hag a goll zo-ken ar gwel anezhan, evit tenna war-n-ezho enor ha karantez ar bed ? Pa glevont unan-bennag o komz diwar ho fenn hag o kaout eun abek-bennag enn-ho, ne d-euz netra na rafent neuze evit en em wenna hag evit kaout digarez da ziskouez ez eo gaou a lavarer hag ez int bet droug-prezeget. Mar greont eur vad-bennag, e klaskont an dro da lakaat ma vezo anavezet gant an holl, evit beza meulet euz an pez ho deuz great. Ne d-eo ket evel-se a ra ar re zantel ; ar re-man a garfe e ve anavezet ho zèchou fall gant an holl hag ive e vent lakeat dirak an re all, tud ken dister ha ma ’z int ho-unan, a gav d’ezho ; ar mad a reont a garfent a ve anavezet gant Doue hep-ken, d’ezhan hep-mui-ken e fell d’ezho plijout. Setu perak ne garont kement mont en distro ha beza kuzet oc’h an dud, nemet dre ma fell d’ezho senti oc’h he Zalver a lavar stard d’e-omp ober an aluzen ha pedi e kuz.

19. — Red eo dreist pep tra d’an den en em zistaga diout-han he-unan, da lavaret eo, dioc’h kement tra a fell d’ezhan. An hini a zo evit en em drec’hi he-unan, ne vezo ket diez d’ezhan dont a-benn euz an traou all. Hon-nez eo ar gentel a roe aliesa sant Fransèz Zavier, o veza m’en deuz lavaret hor Zalver Jezus-Krist : « An nep a fell d’ezhan dont d’am heul a dle en em zilèzel he-unan. » Setu an hent a dleomp mont dre-z-han evit beza santel : en em zilèzel hon-unan ha choum heb ober ar pez a fell d’e-omp. Sant Fransèz Asiz a lavar ez eo ar brasa mad a c’hellfet da gaout digant Doue. « Mar karfe an dud choum heb ober dioc’h ho deuz c’hoant, eme zant Bernard, ne ve den daonet e-bed. » An oberou mad a ia da fall, dre ma stag out-ho ar pez a fell d’e-omp, setu ama penaos. Mar fell da eur c’hristen ober eur binijen-bennag hep gourc’hemen nag ali he dad-kovesour, ar binijen-ze a zo fall hag a ia da goll, o veza ma ’z eo deut euz a garantez an den out-han he-unan. Gwaz a-ze e vezo d’an den a zo dindan dalc’h he galoun hag he spered ! c’hoant kaout kalz a draou en devezo, hep gellout ho c’haout, dre-ze e vezo red d’ezhan gouzanv meur a dra ziez ha poaniuz. Ar c’hik a zo hon enebour kenta ; miromp out-han eta na gavo an dro d’hor gwaska, dalc’homp war hon daoulagad : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel ; an eil enebour hor beuz a zo ar c’hoant da zestum madou : karomp ar baourentez hag e paouezo ar brezel ; an trede enebour hag ar gwasa zo-ken eo hor c’haloun hag hor c’hoantegez hon-unan : en em lakeomp etre daouarn Doue hag e paouezo ar brezel. Sant Bernard a lavar pa en deuz an den nèc’h hag enkrez ez eo dre na c’hell ket ober hervez he c’hoantegez hag he ziviz he-unan. An Aotrou-Doue en em glemme diwar-benn an dra-man oc’h santez Mari Madalen a Bazzi, o lavaret : « Bez’ ez euz eneou hag a garfe e teufe d’ezho va spered, hag o veza mar fell d’ezho kaout anezhan dioc’h ho giz hag enn doare ma karont, dre-ze ne gemeront ket an dro vai da gaout anezhan. »

20. — Red eo karet Doue ha karet anezhan evel ma fell d’ezhan e ve, ne d-eo ket a-vad evel ma fell d’e-omp hon-unan. Doue a fell d’ezhan e ve an ene distak dioc’h pep tra, evit ma c’hello he lakaat a-unan gant-han hag he garga gant he garantez. Santez Thereza a lavar war gement-se : « Pedi evit beza a-unan gant Doue ne d-eo ket eun dra dishevel dioc’h beza maro mad da draou ar bed, evit beza da Zoue hep-ken. » Eun dra hag a zo gwir eo, seul-vui ma en em zistagomp dioc’h an traou krouet dre garantez ouz Doue, seul-vui ive e kargo hon ene a garantez hag e vezo a-unan gan-e-omp. A-leiz a dud a garfe e vent holl a-unan gant Doue, hogen evit gouzanv an enebiez, ar c’hlenved, ar baourentez hag ar poaniou all, ne fell tamm e-bed d’ezho, ha koulskoude epad na vezint ket en em lakeat dindan dourn Doue, ne c’hellint ket beza e gwirionez a-unan gant-han. Santez Katharina a Jèn a lavar ez eo red kaout poaniou evit beza a-unan gant Doue. An Aotrou-Doue a zigas ar poaniou-ze d’e-omp evit kas an tèchou fall er meaz euz hor c’haloun hag euz hor c’horf. Dre-ze, beza disprizet ha goapeat, beza klanv ha paour, beza temptet a zo holl traou red mad d’an den da gaout, evit stourm oc’h he wall-ioulou, evit trèc’hi anezho holl hag evit mouga, dre nerz ar c’hras, kement a zav enn-han a-enep lezen Doue. Keit ha ma vezo eta diez d’e-omp gouzanv ar poaniou dre garantez ouz Doue, ne vezimp ket evit beza a-unan gant-han.

21. — Sant Iann ar Groaz a lavar ez eo red kastiza ar c’horf hag ar galoun e-kever kement tra a fell d’ezho, evit beza e gwirionez a-unan gant Doue. Kastiza ar c’horf, da lavaret eo, distrei dioc’h-tu dioc’h kement tra a gafemp mad evid-omp hag a ve a-enep da c’hloar hor Zalver Jezus-Krist, evel ma ’z eo a-wechou ar c’hoant hor beuz da welet pe da glèvet eun dra-bennag hon distrofe dioc’h beza a-unan gant Doue. Neuze, ez eo red lezel an traou-ze, hag evit ar galoun hag ar c’hoantegèsiou, enebi out-ho o klask ar pez diesa zo, a gav d’e-omp, da ober ha da c’houzanv, oc’h en em lakaat, enn eur ger, da garet ar boan hag an dispriz. Da lavaret eo, an hini a gar Jezus-Krist a goll pep karantez ouz traou ar bed, klask a ra en em zistaga dioc’h pep tra, evit beza skanvoc’h a ze da vont da Jezus-Krist hag evit beza gwelloc’h a-unan gant-han ; he galoun hag he spered a zo troet atao war-zu Jezus, evit Jezus ema bepred oc’h huanadi, hag e peb amzer, e peb leac’h hag e pep tra e fell d’ezhan plijout da Jezus. Evit pignat ken huel-ze er zantelez ez eo red goullonderi bemdez ha bepred ar galoun euz a hep karantez ne d-eo ket evit Doue. Ha petra zo red eta d’an den da ober evit en em rei holl da Zoue ? Da genta, tèc’het dioc’h kement tra a zisplij da Zoue hag ober ar pez a blij muia d’ezhan ; d’an eil, digemeret a galoun vad kement tra a zigas Doue, peger poaniuz ha pegen diez-bennag e ve da c’houzanv ; d’an trede, kaout gwell atao ar pez a fell da Zoue eget ar pez a fell d’e-omp hon-unan. Setu penaos e vez an den holl da Zoue.


Peden a Garantez


Va Doue ha va holl vad, c’houi a zo d’in pep tra, hag her gouzanv a ran er-vad, pegement-bennag ma ’z oun dizanaoudek ha dievez enn ho kever ; gwelet a ran ne baouezit d’am gervel evit rei d’in ho karantez. Setu me ama diraz-hoc’h : hiviziken ne harzin mui ouz-hoc’h. Lezel pep tra a ran ha me va unan ive evit beza d’e-hoc’h-hu hep-ken. Petra zo ha n’ho pe c’houi ket great dre garantez ouz-in hag evit beza karet gan-en ? Karet ac’hanoc’h a ran brema ha va ene a zo c’houezet enn-han tan flamm ho karantez. O va Jezus, war-zu enn-hoc’h ec’h huanadan ! Penaos e c’hellfen-me beva hep ho karet, goude beza gwelet ac’hanoc’h o vervel e-kreiz eur mor a boaniou evit va zilvidigez ? Penaos e c’hellfen-me gwelet ac’hanoc’h astennet war ho kroaz sakr, ha choum hep ho karet a-greiz va c’haloun ? Ia, ho karet a ran euz a greiz va ene ha n’em beuz c’hoant all ebed nemet d’ho karet er bed-man hag er bed-all da viken, o va Doue, va c’harantez, va fisianz, va nerz ha va dizoan ! Grit ma vezin atao gan-e-hoc’h, Sklerait va spered, evit mac’h anavezin al louzou fall a zo red d’in da zisc’hrisienna euz va c’haloun, ha roit d’in ive an nerz da ober ar pez a zo red evit ho karet, rak c’hoant-am beuz da zenti ouz-hoc’h e pep tra. Pried va ene, d’e-hoc’h, o va Doue, ec’h en em ginnigan hag ec’h en em roan holl, evit ma vezin e c’hiz ma fell d’e-hoc’h hag evit ma c’helloc’h easoc’h a-ze beza unan gan-en ha me unan gan-e-hoc’h. Deut eta, va Jezus, deut da veza perc’henn da gement zo ac’hanoun, lakit da drei ouz-hoc’h-hu hep-ken va spered ha va c’haloun ha kement tra a den anezho. A-vrema ne fell d’in kaout c’hoant all e-bed, dizoan e-bed digant den, rak c’houi hep-ken a zo a-walc’h d’am c’haloun ; roit d’in ar c’hras ma vezo atao va spered troet war-zu enn-hoc’h, hep war-zu netra ken, grit n’am bezo ken c’hoant nemed-hoc’h ha na labourin nemed evid-hoc’h-hu, va Doue, va c’harantez ha pep tra ! Ha c’houi ive, Gwerc’hez Vari, Mamm va Doue, grit d’in ar c’hras da genderc’hel beteg ar maro e karantez Jezus, ho Map.