VI. — Herry Kerzuliek a haddimez

Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   V. — Dizesper Herry VI. — Herry Kerzuliek a haddimez VII. — Ar verc’hik Gwennola, e Mellak   ►


VI.— Herry Kerzuliek a haddimez


An intanv, epad reujad e glenved, na roaz da zen deuz e gelou, mes kerkent ma oa pareet, e skivaz eul lizer d’e dad ha d’e vam, evit lavaret d’ezo n’o devoa ket ezom da zonjal ken ennan, en devoa graet e sonj da vont da chom d’ar Gear-Benn.

E gwirione, a veac’h e oa sec’het ar c’hleizennou en e c’houk, ma lakeaz staga deuz ar wetur, e zaou varc’h kaër, hag e kemeraz penn an hent evit mond da Bariz.

Eiz de oa bet oc’h ober an hent, ha kerkent ha ma oa digoueet, kenta tra reaz, oa gwerza e zaou loën hag e garronz kaër.

Neuze e kommansaz da ren eur vuez diboch, buez an dud dizesperet.

Bemde o c’haloupat deuz an eil toull fall d’egile, e kolle e iec’hed, ec’h en em revine. Ar c’hoariou kartou a blije d’ezап, hag enno gwech e c’honee, gwech e kolle arc’hant braz.

Eur bla oa bet o ren ar vue-ze, pa zonjaz dimezi en dro.

En unan deuz an tiez ze a hanver e gallek café-concert, Herry a gavaz eur plac’h iaouank deuz ar re gaëra, hanvet Héloïse Clamort.

Ar plac’h-ma a oa deuz eul lignez izel, he zud a zalc’he eun tammik konverz en eur gaerik vihan deuz Sao-Heol Franz.

Dimezi a rejont eta, ha chom a rechont er Gear-Benn. Asamblez gant e itron iaouank, an aotrou Herry a renaz eur vuez fur, na vije ken gwellet o tremen nozveziou en toullou born, na golle ken e arc’hant er c’hoariou braz. Mes avad, ma rene Herry eur vuez fur, na rene ket eur vuez kristen, heg e wreg na roe ket d’ezan aliou mad, rak hi e-unan a oa koueet abred en dizurz.

Prestik goude ma oa marvet Gwennola, he zad heg e mam a varvez ive en Huelgoat.

Ar boan o devoa bet o klevet ar maro spontuz e devoa bet o merc’h, a gasaz anezo buan war o fenn, ha peurgaset e oant bet, pa glevchont ar vuez fall a rene e Pariz o mab kaër Herry.

An aotrou Kerzuliek koz, o chom e maner Tymeur e Poullaouën, a varvaz o koueza diwar e varc’h. Na jome mui deuz an diou famill, nemed an itron goz Kerzuliek, mam an aotrou Herry.

Houma, pell a ioa, a oa stag war he guele gant ar remm hag ar c’hoënvadurez, hag eun devez, Herry a resevaz eul lizer vit lavaret d’ezan oa maro e vam.

Abenn eur bla goude ma oa arruet an darvout-ze, Herry a roaz e zonj da zont adarre da chom da Vreiz, dindan an hano a Alphons Clamort.

Dek vla a zo abaoue ma z’eo douaret du-ze e Mellac, Gwennola Kerzuliek, eiz vla zo tremenet, abaoue ma z’eo dimeet vit an eil gwech, Herry Kerzuliek.

Hen-ma, evel heritour d’an daou vaner, hini e wreg kenta en Huelgoat, hag e hini e-unan e Poullaouën, a deu da chom da Vreiz, da vaner Tymeur, el leac’h oa ganet.