Var ar Gonfirmation

L. Prud’homme, 1846  (p. 352-362)




SACRAMANT AR GONFIRMATION.


Ar gonfirmation a zo ur sacramant pehini â ro deomp ar Speret Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, evit hon renta christenien barfet.

I. Ur sacramant ; o veza ma’z-eo ur sîn sansibl eus a ur c’hraç invisibl, instituet gant hor Zalver Jesus-Christ evit hor santifia. Ar pedennou a ra an escop evit ar re a dle beza confirmet, an asten a ra d’e zaouarn a zioc’h dezo, an onction a ra gant an oleo sacr var o zall : oraverunt pro ipsis… imponebant manus super illos [1], a zo sinou ezterior ; hoguen ar zinou exterior-se o deus ar verius da brodui ar c’hraç invisiblamant, et accipiebant Spiritum Sanctum [2] ; rac-se ar gonfirmation a zo ur sacramant instituet gant hor Zalver Jesus-Christ o veza ne deus nemet Doue, capabl da staga ous a zinou sansibl, evel ar sacramanchou, ar vertus da brodui ar c’hraç dreizo o-unan ha d’hor santifia.

II. Ar sacramant-ma a ro deomp ar Speret Santel gant an abondanç eus e c’hraçou, da lavaret eo, an drede ferson eus an Drindet adorabl pehini a zeu da ober e zemeuranç ennomp, en ur fæçon special ha d’hor c’harga eus e c’hraçou. Ar graçou a recevomp a zo hanvet donæzonou ar Speret Santel : an donæzon a furnez, a ententamant-vâd, a guzul, a nerz, a c’huizyeguez, a zevotion hac a zoujanç Doue : Spiritus sapientiæ et intellectus, consilii et fortitudinis, scientiæ et pietatis [3], cum timore Domini.

1° An donæzon a furnez a zistag hor c’halon eus an traou crouet pere azo væn ha fragil, hac a ro deomp goût evit an traou cœlestiel pere a zo guirion ha padus. Dre’r vadiziant e varvomp d’ar bed hac e ressuscitomp da Jesus-Christ : hoguen, o veza ressuscitet gant Jesus-Christ, e tleomp, evel a lavar an abostol, quemeret goût evit ar pez a aparchant ous an êe, ha non pas evit ar pez a aparchant ous an douar : quæ sursùm sunt sapite, non quæ super terram [4] ; da lavaret eo, e tleomp caret non pas plijaduresou, madou, enoriou, na commoditeou ar bed-ma ; mæs ar pez hor c’hundu varzu Doue, evel ma’z-eo an oræson, al lecturiou devot, an ofiçou divin, an instructionou-mâd, an œuvrou a drugarez, en ur guer, an oll exerciçou a vertus hac a zevotion.

2° An donæson a ententamant a ra deomp compren penos ar madou spirituel pere a chom gueneomp, a zo cals guelloc’h ha preciussoc’h eguet ar madou temporel pere a dremen hac a rencomp da zilezel. En effet, petra servich d’an den gounit ar bed-oll, mar deu da goll e ene ? Interrogit ar gabitenet vras-se pere a gargue guechal ar bed gant an drouç eus o armeou, hac a bere ar brud a zo tremenet gant an drouç o devoa græt, periit memoria eorum cum sonitu [5] ; an dud charnel-se pere ne espergnent netra evit satisfia o fassionou, ha pere, evit ur moment a blijadur, o deus militet un æternite a boan hac a zizesper, momentaneum quod delectat, æternum quod cruciat [6] ; an dud avaricius-se pere o devoa madou dreist vuzul ha gant pere ne chomas cousgoude nemet ar bez, et solum mihi superest sepulcrum [7] ; oll e respontint eus a greiz ar flammou : tremenet int, transierunt, ha ne chom gueneomp nemet tourmanchou pere n’o devezo fin-ebet. Evel-se an donæson a ententamant a ro deomp da gompren penos eo infinimant guelloc’h an hent striç a poanius pehini a gundu d’ar vuez eguet an hent ledan hac æz, pehini a gundu d’ar maro eternel.

3° An donæzon a guzul-vâd hon ali da guemeret an hent striç ha poanius-se, lavaret a ra deomp : diæz eo, evit guir, ha c’hoas ar re a vale dreizan a renq souffr an dienez, an naon hac ar sec’het, beza goapeet, dispriset, persecutet, mæs cundui a ra, ouspen ne dê quet hir, da un eurusded parfet. Hoguen, petra nera quet an den evit beza eürus ? petra ne ra quet ur c’hrouadur evit plijout d’e dad, ur scrvicher evit plijout d’e væstr ha gounit gajou-bras ? ur soudard evit difen e roue ? Mæs, mar quemer ar re-ma oll quement a boan evit militout ur recompanç dister, petra na dleomp-nî quet da ober evit militout ur gurunen a immortalite ? Illi quidem ut coronam corruptibilem accipiant, nos autem incorruptam [8]. Evel-se an donæzon a guzul hon ali d’en em dioual eus an drouc ha da ober ar mâd.

4° An donæzon a ners a ra deomp quemeret courach etouez dangerou, maximou hac exemplou-fall ar bed : rei a ra deomp ar victor var adversourien hor zilvidiguez, pere na heanont da rodall endro deomp o clasq hon tenti, hac hon lacat da gueza er pec’het. Evel-se, ar gristenien guenta, goude beza recevet ar vadiziant, a vize ive confirmet evit gallout caout an ners hac ar gourach a bere o devoa ezom evit souffr pep-tra hac ar maro memes quentoc’h evit renonç d’o feiz. Neuse, leun eus a c’hraçou Doue hac eus e speret divin, e content evit netra ar brassa tourmanchou. Guelit gant pebes carantez e salude sant Andre ar groas var behini e tleie beza merzeriet ! Clevit sant Paul oc’h assuri penos nac an naon, nac ar sec’het, nac ar vuez, nac ar maro, na netra-all-ebet, ne allo e ampech da garet Jesus-Christ [9]. Sant Lauranç var ar c’hrill a lavare d’e vourrevien : rostet avoalc’h eo ar c’hostez-se, va zroit var ar c’hostez-all, mar plich gueneoc’h ! O ners, o courach, o donæzon burzudus eus ar Speret Santel ! Ræson en devoa an abostol da l-varet penos an den a ell pep-tra gant sicour Doue : omnia possum in eo qui me confortat [10].

5° An donæzon a c’huizyeguez eo a zisquez deomp ar pez a rencomp da ober, an hent a rencomp da heuill, an dangerou a rencomp da evita mar fell deomp erruout e rouantelez an êe : hoguen ar pez hon deus da ober, eo caret Doue dreist pep tra hac hon nessa eveldomp hon-unan abalamour da Zoue : an hent hon deus da heuill eo hent ar groas, Jesus-Christ en deus baleet dreizan, ên hepquen a gundu d’ar barados : an dangerou hon deus da evita eo principalamant ravolt ar c’hic a-enep ar speret, pompou ha vaniteou an douar hac œuvrou an drouc speret. Ur pilot habil a zo ato var evez, en amzer memes ma eo sioull an avel ha tranquill ar mor ; evel-se ive, an ini a zo cunduet gant Speret Doue a zalc’h ato, evel ar profet, e ene etre e zaouarn : anima mea in manibus meis semper [11] ; hac o veza en e za, e grên, evel a lavar an abostol, gant aon da gueza [12], abalamour ma oar anaout e fragilite hac ar volontez en deus an drouc speret d’e denti ha d’e goll.

6° An donæzon a zevotion eo a rent deomp servich Doue douç hac agreabl. Devotion a sinifi devouamant : ur servicher devouet d’e væstr eo an ini a ra fidelamant, gant joa ha dre garantez, quement a vez ordrenet dezan : evel-se un den veritablamant devot a zervich fidelamant an Autrou Doue, gant joa ha dre garantez, couls en adversite evel er brosperite. An devotion pe an devouamant hac ar garantez en deus evit Doue, a ra ma en em blich en e servich, ha ma cav dister ar poaniou brassa, hac æz an traou diæssa. Pa souffromp un drâ-bennac evit ar re a garomp, ne souffromp quet, eme sant Augustin, pe da viana, mar souffromp, e caromp ar seurt souffrançou : non laboratur, vel si laboratur, labor amatur [13]. Evel-se ar zænt o devoa un dezir ar brassa da souffr evit Doue, evit gallout disquez o c’harantez evithan. Levr an Imitation a lavar ne dê quet possubl caret veritablamant, hep souffr un drâ-bennac evit an ini a garer [14]. O va Doue, eme santes Theresa, pe souffr, pe vervel ! aut pati, aut mori !

7° An donæzon a zoujanç Doue eo a laca etouez ar garantez hon deus evithan, un aoun hac ur spount santel da zisplijout dezan. Hoguen ar pec’het hepquen a ell displijout da Zoue, o veza ma’z-eo ur zonch, ur goms, un action pe un omission control d’e lezen ha d’e volontez. An ini eta a vev e doujanç Doue a laca evez-mâd ous ar pec’het, abalamour d’an injur a ra da Zoue ho d’an tor a ra d’an den pehini, oc’h e gometi, en em ravolt a-enep e Grouer hac en em expos da veza maleurus er bed-ma, hac eternelamant maleurus er bed-all. Eürus, eme ar Speret Santel, an ini a vev e doujanç Doue, rac nigeal cals a raï en hent eus e c’hourc’hemennou : beatus vir qui timet Dominum, in mandatis ejus volet nimis [15]… Oll donæzonou ar Speret Santel a deu da veza partach an ini a receo ar gonfirmation gant an dispositionou requis : o nopla, o caëra, o preciussa partach ! Oll vadou an douar comparachet gant unan hepquen eus an donæsonou divin-ma, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent : divitias nihil duxi in comparatione illius [16].

III. Evit hon renta christenien barfet : sacramant ar gonfirmation hon rent christenien barfet, o cresqui ennomp graç hor badiziant hac o rei deomp ners da souffr a bep seurt tourmanchou hac ar maro memes evit souten hor feiz. Ar zacramant-ma o veza unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, eus ar sacramanchou a dleer da receo e stad a c’hraç, ne ro quet deomp ar c’hraç santifiant quenta, mæs rei a ra deomp an eil c’hraç santifiant hac habituel, rac santifia a ra ive ac’hanomp ha chom a ra gueneomp, evel ar c’hraç santifiant hac habituel guenta pehini a recevomp er vadiziant, pe dre voyen ar guir gontrition hac ar binigen. Ar vadiziant hor gra bugale da Zoue ha d’an Ilis, mæs ar gonfirmation hor gra soudardet da Jesus-Christ. E commançamant an Ilis, hac en amzer ar persecutionou quenta, ar gristenien a vije alies badezet, confirmet ha communiet er memes devez, evit gallout caout an ners hac ar gourach a bere o devoa ezom evit souffr a bep seurt tourmanchou hac ar verzerinti memes quentoc’h evit renonç d’o feiz. Hirio ar gristenien ne zint quet exposet ama en hor bro da vervel evit souten o feiz, mæs an dangerou etouez pere e vevomp a zo bras ha commun meurbed ; ur pec’het-bras eo eta chom dre negligeanç hep receo ar sacramant-ma a ners, petra-bennac ne dê quet necesser e receo evit beza salvet : dizenti a rer ouz Doue hac ouz e Ilis pere er goulen ouzomp, en em briva a rer eus a c’hraçou ar re breciussa hac en em exposi da un eternite maleurus.

Piou a ell rei, penos e vez roet, gant pe seurt dispositionou e tleer receo ar gonfirmation.

I. An escop hepquen a ell rei ar gonfirmation : ar Scritur, an dradition ha reglennou an Ilis en ro deomp da anaout. Len a reomp en Actou an ebestel [17] penos sant Per ha sant Ian a voue cacet gant an ebestel-all da rei ar gonfirmation da habitantet Samarï, instruet ha badezet gant an disquibien pere, o veza beleyen simpl, n’o devoa quet ar galloud da gonfirmi, rac m’o devize bet, n’o dize quet distroet an daou abostol, sant Per ha sant Ian, eus o labourou apostolic, evit dont da rei ar gonfirmation da Samarï. An daouzec abostol eo eta a zo bet an daouzec escop quenta : int hepquen, o devoa ar galloud da rei ar gonfirmation hac an urs pere-so ar berfection eus ar vuez christen, ha na eller, evel ar vadiziant, da receo nemet ur vech. Ar vadiziant o veza absoluamant necesser evit beza salvet, Doue a zo falvezet dezan e c’halje pep den badezi e cas a necessite, oc’h en em zervichout evit-se eus ar pez a zo communna, da lavaret eo, eus a zour naturel. Dre voyen ar sacramanchou-all, e recevomp ar vagadurez, ar remejou hac ar sicourou a bere hon deus alies ezom, hac abalamour da ze, Doue a bermet d’an oll veleyen o rei d’e vugale. O madelez, ô furnez, ô urs admirabl eus a brovidanç Doue !… Tadou ha doctoret an Ilis a lavar ive penos an esquibien hepquen a ell rei ar gonfirmation hac an urs, ha penos an oll veleyen-all aprouet a ell rei ar pemp sacramant-all. Houma eo c’hoas doctrin an Ilis hac e particulier doctrin ar c’honcil a Drant, pehini a deu da ercumunugui nep piou-bennac a zoutenfe un doctrin gontrol [18].

II. An escop a ro ar gonfirmation en ur bedi evit ar re a ale beza confirmet, oc’h asten e zaouarn a zioc’h o fen, en ur frotta o zall gant an oleo sacr hac en ur brononç ar c’homzou pere-so furm ar sacramant. An escop a bed Doue aroc rei ar gonfirmation, evit goulen benedictionou an êe bac evit suplia ar Speret Santel da zisquen var an oll dud a dle beza confirmet. E quemen-ma e c’heull exempl an ebestel pere a bede ive evit ar re a gonfirment : oraverunt pro eis ut acciperent Spiritum Sanctum [19]. Asten a ra e zaouarn evit sinifiout penos ar Speret Santel a zisquen var an dud a gonfirm, hac o c’harg eus an abondanç eus e c’hraçou ; ar pez a ra c’hoas, evel a reas an ebestel o-unan : tunc imponebant manus super illos et accipiebant Spiritum Sanctum [20]. Ober a ra var o zall un onction gant an oleo sacr : an oleo sacr a so composet a eol olivez hac a vaum, hac a vez consacret solanelamant gant an escop epad an oferenn bred d’ar yaou amblid : an eol a zouça hac a grênva naturelamant an objedou eus a bere e vez frottet, evel-se an escop a ra un onction gant an oleo sacr var hon tall evit rei deomp da entent penos graç ar Speret Santel a rent douç ar pez a zo rust ha c’hoëro, hac æz ar pez a zo diæz e lezen Doue. Ar baum pehini a leusq c’huëz-vâd hac a bræserv eus ar gorruption a ro da gompren penos graç ar Speret divin hor bræserv eus ar pec’het, hac a ra deomp leusquel partout, dre hon exemplou zantel, c’huëz-vâd hor Zalver Jesus-Christ : Christi bonus odor sumus [21]. An onction-ma a vez græt var hon tall evit rei deomp da gompren penos an effet quenta eus ar gonfirmation eo hor c’hourachi da zuporti hep mez, ha gant joa, pep-tra evit Doue hac ar maro memes quentoc’h evit renonç d’hor feiz. Dre’r c’homzou-ma pere a brononç an escop en ur ober un onction var hon tall : me ho merq eus a verq ar groas, hac ho confirm gant an oleo a silvidiguez, en hano an Tad, hac ar Mab, hac ar Speret Santel ; e c’hanavezomp an effejou eürus eus ar gonfirmation, da lavaret eo, ar graçou hac an ners a recevomp dre sîn ar groas ha dre hano an Drindet santel. An taulic-bian a sco an escop var hor schod a sinifi ez-omp laqueet, evel guir soudardet da Jesus-Christ, e stad da souffr a bep seurt affronchou ha tourmanchou evit souten nor feiz.

III. An dispositionou requis evit receo santelamant ar gonfirmation, a zo beza instruet-mâd, beza e stad a c’hraç ha caout un exterior humbl ha modest. Ret eo anaout-mâd ar guirionezou quenta eus hon religion santel, ar mysteriou principala eus ar feiz, an actou a dleomp da ober bemdez en hor pedennou, evel ma’z-eo an actou a adoration, a feiz, a esperanç hac a garantez, ar Gredo, gourc’hemennou Doue ha re an Ilis, ar sacramanchou, an dispositionou requis evit o receo, hac ar finvezou diveza eus an den, etc… An instruction gristen a zo bara an ene ; hac evel ma renq un den caout muioc’h a voued evit ur c’hrouadur, evel-se ive an dud a receo ar gonfirmation a dle beza guelloc’h instruet eguet ar vugale. Ret eo beza e stad a c’hraç : ar gonfirmation a zo unan eus a sacramanchou ar re veo, da lavaret eo, unan eus ar sacramanchou a dleomp da receo, o veza beo dirac Doue eus a vuez ar c’hras : an ini eta a receo ar gonfirmation o veza e stad ar bec’het marvel, a brofân goad Jesus-Christ, hac a gomet ur sacrilach horrubl. Rac-se, e tleomp en em zisposi da receo ar sacramant-ma evel da receo ar gommunion, hac ordinalamant e communier en deiz ma recever ar gonfirmation, pe en deiz diaroc. Ret eo en em bræsanti da receo ar gonfirmation gant un exterior humbl ha modest, hac ur viscamant dereat : dre respet evit ar sacramant e tleer beza var yun, nemet e cas a glênved, ha nemet roet e vez ous ar pardæz. Cueza e pec’hejou marvel goude beza e recevet, eo chasseal ar Speret Santel eus hor c’halon pehini a oa deut da veza e dempl beo hac ar plaç eus e zemeuranç. Ur c’hristen-mâd a dle goulen alies digant Doue, donæzonou ar Speret Santel, ha lavaret en intantion-se ar Veni, Creator, pe ar beden-all bennac.



  1. [Act. VIII, 15 ha 17.]
  2. [Ibid.]
  3. [Is. XI, 2.]
  4. [Col. III, 2.]
  5. [Ps. IX, 7.]
  6. [Gw. uh.]
  7. [Job. XVII, 1.]
  8. [I. Cor. IX, 25.]
  9. [Cf. Rom. VIII, 35.]
  10. [Phil. IV, 13.]
  11. [Ps. CXVIII, 109.]
  12. [Cf. I. Cor. X, 12 : qui se existimat stare, videat ne cadat.]
  13. [Cf. Aug., De Bono vid., 21.]
  14. [Imit. J.-C., a-hed an destenn a-bezh.]
  15. [Ps. CXI, 1.]
  16. [Sap. VII, 8.]
  17. [Cf. Act. VIII, 14-17.]
  18. [Concil. Trident., Sess. VII, can. 3, ha Sess. XXIII, can. 4.]
  19. [Act. VIII, 15.]
  20. [Act. VIII, 17.]
  21. [II. Cor. II, 15.]