Var ar pec’het marvel

L. Prud’homme, 1846  (p. 443-447)



var ar pec’het marvel.

Ar pec’het marvel eo an ini a ro ar maro d’hon ene, hac hon rent dîn eus ar poaniou eternel. Marvel a sinifi a ro ar maro : pa bec’homp marvelamant, e roomp ar maro d’hon ene, o coll graç Doue pehini eo he buez. Cousquet a reomp diremors, siouas, ha ne gomprenomp quet ema ar maro en hor c’hreiz : bale ha labourat a reomp dinec’h, ha ne sonjomp quet e maro al loden breciussa ac’hanomp penini eo hon ene !… Allas, er stad horrubl eus ar pec’het marvel, n’ez-omp beo nemet a hano, maro omp en effet dirac Doue, eme ar Scritur ! [1] Mancout a reont eta a feiz pe a speret an dud-se oll pere a ell en em rejouissa goude beza pec’het marvelamant, a lavar deomp sant Ian-Chrisostom [2] ha sant Thomas Aquin [3]… Pec’hi marvelamant a so terri gant anaoudeguez ha gant ur gonsantamant parfet, lezen Doue en ur poent bennac a gonsecanç : lavaret a ran gant anaoudeguez ha gant ur gonsantamant parfet, rac an defaut a anaoudeguez pe a gonsantamant a iscus a bec’het, pe da viana er biana cals ; evel-se, an ini a laz hep gouzout, pe dre gontraign, un den elleac’h ul loen, ne bec’h quet, abalamour ma vanq a anaoudeguez pe a liberte.

Ar pec’het hepquen eo ar guir droug, o veza ma ra deomp coll graç Doue, pehini a so ur c’holl incomprenabl, ha ma hon rent dîn eus an ifern a behini na eller quet en em denna. An oll goallou-all n’ez int quet da veza comparachet, abalamour ma c’hellomp tenna profit anezo, oc’h o souffr gant patiantet, e speret a binigen. Poaniou ha trubuliou ar bed-ma a so ordinalamant . mercou eus a garantez Doue : dreizo e custum purifia e servicherien muia caret, evel en vez purifiet an aour dre an tân : quasi aurum in fornace probavit electos Dominus [4].

Ar pec’het marvel a ra un injur an horrupla da Zoue ; rac dre ar pec’het marvel en em ravoltomp a-enep Doue memes. Pa vanq ur zervicher da zenti ous e vestr, e tizent evit guir ous a un den pehini a so huelloc’h evithan dre e stad hac e gondition : mæs piou omp-nî comparachet gant Doue ! e maoump etre e zaouarn evel un tam pri etre daouarn ar poder : pebes insolanç eta en em ravolti a-enep an ini en deus hor c’hrouet, hac a ell, bep moment, lemel diganeomp ar vuez hon deus recevet diganthan !… Dre ar pec’het marvel e troomp ive a-enep Doue e vadoberou en hon audret : en effet, pe seurt usach a reomp-ni eus ar madou, eus an nerz hac eus ar yec’het en deus roet deomp ? Ha ne dê quet guir en em zervichomp anezo, lies a vech, evit en offanci ? Profani a reomp ive ar sacramanchou pere en devoa instituet evit hor santifia, ha ne tennomp profit-ebet eus ar graçou a recevomp bemdez eus e berz ; da lavaret eo, eta e rentomp an droug evit ar mâd. O cruella ingrateri ! Al loened a voar anaout o mæstr hac a rent zervich dezan evit ar vagadurez a recevont diganthan, mæs ar pec’her ne fell dezan nac anaout na servicha Doue : bos cognovit possessorem suum, Israel autem me non cognovit ! [5]… Dre ar pec’het marvel c’hoas e crucifiomp a nevez hor Zalver Jesus-Christ ; pec’hejou ar bed, evel quellies a vourreo, eo o deus e laqueet da vervel : blesset e bet, eme ar profet Isaï, abalamour d’hor fallagriez : vulneratus est propter iniquitates nostras [6]. Maro eo abalamour d’hor pec’hejou, a lavar deomp an abostol : pro peccatis nostris mortuus est [7]. Mar hoc’h eus c’hoant, eme sant Bemard [8], da anaout grevusded ar pec’het marvel, quement ho crucifi, laquit-ên en un-tû hac ur pec’het marvel en un tû-all, hac oc’h en em derc’hel, e creiz etre an daou objet-se, livirit : cetu ama ar victim, ha cetu ama ar muntrer ! Oll vilitou ar Verc’hes sacr, oll boaniou ar verzerien, oll vertuziou ar zænt laqueet en ur pen eus a valançou Doue pere a so just, ne dint quet, eme ul levr devot, evit poeza eus a ur pec’het marvel hepquen ; evit ober dezan ar c’hontre-pouez, eo bet red lacaat er pen-all eus ar valanç, oll instrumanchou passion hor Zalver, e groas hac e voad precius… Hirio c’hoas ar pec’het marvel eo a deu da renta inutil e oll boan ha da ne-vezi e varo. Doue a zifen touet, difen a ra droug-preseg, difen a ra al laeronci, ar vezventi, al lubricite, ar gassoni, dindân boan a zaonation : ouspen Doue a so partout ; guelet ha clêvet a ra dre-oll; mar grêr eta en e fresanç ar pez a zifen, ha ne dê quet disprisout e autorite ; ha ne dê quet discleria, en effet, penos ne sourcier nac eus e varados pehini a bromet, nac eus e ifern a behini e c’hourdrous ; ha ne dê quet desirout maro an Autrou Doue evel ar Yuzevien, da lavaret eo, desirout ne vê Doue ebet evit gallout beva pep-unan en e rôl ? Crucifia a rit a nevez Mab Doue, a lavar deoc’h an abostol ! [9] Ia, er c’hrucifia a rit a nevez en ho taoulagad dre ho sellou lubric, evel en ho calon dre ho desirou criminel ha dre ho cassoni a-enep an nessa : er c’hrucifia a rit en ho speret dre ho songesonou ifam, evel en ho guinou dre ho leou-douet, dre ho comzou bavard, dre ho drouc-preseguerez hac ho teodadou-fall : rursùm crucifigentes sibimetipsis Filium Dei ! [10] Er c’hrucifia a rit a nevez dre ho mezventiou, ho labourou da sul ha da vouel, hac hoc’h ebatou scandalus ! Coupaploc’h oc’h egued ar Yuzevien pere n’o dize guet crucifiet hor Zalver, ma o divize e anavezet ; mæs c’hui a voar e anaout, c’hui a voar ar pez en deus græt evidoc’h hac ar pez a bromet deoc’h, ha c’hoas hoc’h eus an ingrateri d’er c’hrucifia a nevez !

Goude beza consideret-mâd an injur a ra ar pec’het da Zoue, considerit c’hoas an tor a ra an den. Ar maleuriou, ar goallou, ar maro, ar c’holl eus ar c’hraç, an ifern, a so oll ar baëamant dleet d’ar pec’het : stipendia peccati mors [11]. Ia, ar pec’het eo en deus toullet an ifern : anez ar pec’het ne vize bet ifern ebet. An ifern a so ur plaç a boan e pehini an dud fall a souffro eternelamant gant an drouc sperejou, hep an disterra esperanç, an disterra soulajamant nac an disterra consolation. Cetu ama un drâ-bennac eus a dourmanchou an dud collet en ifern : selaouomp gant respet comzou ar Speret Santel dre c’hinou ar profet, ha crênomp : me a cuzo, eme Zoue, va bisach ous a dud collet, hac a c’haloï anezo-oll gant ar birou eus va c’holer : me a zestumo varnezo an oll dourmanchou assamblez, hac a raï dezo souffr poaniou mil varo, hep ma c’hallint mervel ur vech : ia, en amzer ma vezin muia courroucet en o enep, me a savo betec an êe ar vrec’h eus va justiç evit ma coëzo va zauliou varnezo gant muioc’h a stronç, hac a ellumo un tân quer poasus ma têvo betec goëled ar meneziou ar re huella, hep ma c’hallo cousgoude consum an eneou collet-se ! Abscondam faciem meam ab eis… et ignis fundamenta montium comburet [12]. Daou seurt tourmanchou a andurer eta en ifern : an tourmant da veza da jamæs dispartiet diouz Doue, hac an tourmant da veza eternelamant en un tân poasus en tû-all d’ar pez a eller da gompren. Allas, ama var an douar, ne songeomp quet peguer bras droug eo ar c’holl eus ar guel a Zoue ! ama, hon ene a so evel en ur prison tênval pehini he ampech d’en em zevel varzu Doue; mæs dispartiet eus he c’horf hac ive gant he c’horf goude ar resurrection, an ene en em zao continuelamant varzu he c’hrouer evel ur flam-tân var-zu an êe ; mæs, allas, prononcet eo ar zetanç terrubl-ma : pellait diouzin, tud milliguet, it d’an tân eternel ! [13]N’en deus mui union-ebet evitho gant Doue ! birviquen n’o devezo an heur-vâd d’er guelet na d’er possedi ! Doue memes ne dê quet en em gontantet d’o c’haç pell diouthan, roet en deus ive dezo e vallos pehini o golo evel ur viscamant hac a stard anezo evel ur gouriç pehini a renquint da zerc’hel epad an oll eternite ! Ober a rencont ho demeuranç en tân, mæs en un tân ellumet gant ar c’hüez eus a goler Doue ! en tân scrijus-se e ma-int, evel ar pesq en dour : ne velont ha ne zantont nemet tân ! goulen a reont p’heur e c’hechuo o zourmant ? hac ur vouez a respont dezo : biquen ! ped’heur eo, a c’houlennont-y c’hoas, hac ar memes mouez a respont: an eternite ! O eternite ! eternite ! c’hui a zo scrijus hac horrubl ! Cetu ar beamant dleet d’ar pe-c’het ! O Doue, grit d’în ar c’hraç da effaci va fec’hejou, hac ar c’hraç na bec’hin mui !!!

  1. [Ephes. II, 1 (ha lec’hioù all).]
  2. […]
  3. […]
  4. [Sap. III, 6.]
  5. [Is. I, 3.]
  6. [Is. LIII, 5.]
  7. [I. Cor. XV, 3.]
  8. [Ne gaver seurt lavar en oberoù gwirion s. Bernard.]
  9. [Heb. VI, 6 : rursum crucifigentes sibimetipsis Filium Dei.]
  10. [Gw. uhelloc’h]
  11. [Rom. VI, 23.]
  12. [Deut. XXXII, 20 : Abscondam faciem meam ab eis ; 22 : Ignis succensus est in furore meo, et ardebit usque ad inferni novissima : devorabitque terram cum germine suo, et montium fundamenta comburet ; 23 : Congregabo super eos mala, et sagittas meas complebo in eis ; 40 : Levabo ad cælum manum meam…]
  13. [Matth. XXV, 41 : Discedite a me maledicti in ignem æternum.]