◄   Euz holl Vroiou ar Bed War ar Maès Yvona Kerizel   ►


WAR AR AR MAÈS.


Da varz ar gér a Is,
Olier Souvestr.


WAR AR MAÈS.


————


Em c’hoanzé war ar ieot, dindan eur gistinenn,
Tost d’eur c’hleuz gòloët a vleùn balan mèlenn,
E sellenn a beb-eil ann oabl hag ann douar…
Rag ann heol ez oa sklezr, hag ann awell klouar.

Ma lavarenn ’vel-heun : — « Brava ma ’z è bewan
» War ar maès, en mìz Maë ! — Dré-holl ’weler breman,
» Er c’hoajou, er prajou, dèliou glaz ha bleùniou,
» Ha dré-holl ’zo chouez-vad, er parkou, en hentchou.

» Ar goukou, ar gùdon hag ar voualc’h beg-mélenn
» A gàn a beb-tu d’in ; — beteg a uz d’am fenn
» ’Zò eur pinsinn bihan, ken koantik, ken zéder !…
» Vel ma sav bet’ ann oabl mouez skiltr ann alc’houeder !


» Dù-hont, pell, e klewan, bars ar prad, o vlejall
» Eùn tàrò, ha pelloc’h, eur marc’h ò c’hoùrinall…
» Med a bé-lec’h è teù kement-man a c’houez-vad ?
» N’eò ket ar boùd burlu ’zo azé eùz ma zroad.

» Nann, pa dröan ma fenn, e welan dù-hont, pell,
» Er park, eur boùd spern-gwenn : a-c’hané ann awell
» Dìgass ar c’houez ama. — Setu en Plouaret
» Eur vadèziant ò soon ! — Klèzier ma brô, zônet ;

» Sonet, ha gret d’anaout da beb-hinin er vrò
» Ez zò eùn èlik gwenn war hon douar distrò ! —
» Ar c’hlézier ’zoon laouenn, — med ar bùgel a ouèl.
» Lavar, petra eò did gouela ’vel-zè, bugel ?

» Da dad ’zò ken laouenn, hag ann deiz ’zò ken kaer !
» Penn-da-benn war da hent estik hag alc’houeder
» A gàné ken koantik ! — Er c’harz hag er parkou,
» Ez oa kàn, ha c’houez-vad dré-holl gant ar bleùniou.


» Ha keùn as bé, mabik, da voùd deùt war ar bed ? —
» Ar bugel na làr gèr, nemed gouela bepred :
» Hag ar c’hlézier a zoon, hag ar bèlek a gàn :
» Te Deum laudamus !… d’en abed na rà vàn !

» Petra ta ’zò kiriek ma oueler ò c’henell ?
» Ma oueler er vuhez, ma oueler o verwell ?
» Bugelik, lavar d’in, te hen goar, martezé :
» Oh ! lavar, bugelik, petra eò kement-zé.

» Martezé… » Med pelec’h ia ’r marc’h penn-follet man,
He voué-holl en awell, hag he lost reud gant-han ? —
Redek ’rà, gourinall, savet gant-han hé benn,
He zaoulagad ’lugern, ken ruz ha diou c’hlaouenn !

Setu-han dreist ar c’hleuz làmet ’bars ar park-braz !
Enò ’zò eur gazek iaoùank war ar ieot glaz… —
En traon ar prad, dù-hont, en touez ar guern, klewet
’Vel ’kàn ann durzunel, drem-dostik d’ann dour-reed. —


Med ann heol a diskenn duhont adrég ar ròz,
Klézier ar C’hoz-Varc’had ’glewan ’soon ar glaz-nòz,
Piarrik ar paotr-saout a dastum hé loëned,
’N em strakall he skourjez ; d’ar gèr eò koulz mònet. —

Setu ’vel ’trémenan ma deweziou aman ; —
Eul levr ganìn ’n em dorn, — med heb sellet en-han ;
Ez ian eùz park en park, eùz faouenn da derwenn,
Pé ’n kreiz ar ieot huël, ar bleùniou uz d’am fenn ! —


*


Kerarborn, Ewenn 1863.