XIX. — Ar breujou ar c’hastiz

Loeiz ar Floc’h
Ar Bobl, 1909
◄   XVIII. — An torfed diveza XIX. — Ar breujou, ar c’hastiz   ►


XIX. — Ar breujou, ar c’hastiz.


Eur wetur c’holoet a ioa klasket neuze, hag a zigemeraz an itron hag an aotrou Koëtmeur, an daou torfetour. Ekreiz etre daou archer e tigouezchont e Kemper, hag eno kerkent e oent laket en toull da c’hortoz lezvarn ar Breujou.

Eur miz goude, d’an deiou kenta a viz ar foenn, pe miz gouere, e tigore er gear-ze al lezvarn evit an dorfetourien vraz.

Ar varnedigez war an daou dorfetour-ma a ioa eun dra eaz, p’e gwir o daou o devoa anzavet o muntr.

Goulskoude an oll destou a ranke beza eno, hag oll e rankent diskuill a nevez an traou o devoa gwelet pe klevet. Ar vatez koz e devoa klevet ar gwer oc’h en em stoka an eil en eben, e devoa gwelet an itron hag an aotrou Koëtmeur o sevel er gambr hag o tisken, eo a ioa an test brasa, an hini a gondaone anezho ar muia.

Ar mevel braz, deiz an eured deuz ar mintin, a welaz an aotrou o tont er maner, hag o vont ekuit pa oa achuet ganthan e gefridi. Matez an aotrou Koëtmeur e Kemper, a deuaz da lavaret ne oa ket e mestr er gear en deiou araok an eured, da lavaret eo etre an ugent hag an dregont a viz maë.

Pa oa great mad an enklask gant ar varnerien, Prokuror al lezvarn a lavaraz e oa red kastiza ha kastiza evel e oa dleet an daou vuntrer kabluz o daou deuz daou dorfet heuzuz meurbed.

« An itron a zo ama azezet war skaon an dud kabluz, eme ar Prokuror e deuz dija eseat en em zizober deuz e merc’h en eur mod iskiz. Lakat a reaz e metejen da staga ezili e merc’hik ouz pevar loan, mes ar re-ma a gouezaz maro-mik. Neuze e lakeaz e zaoler en eur bern keuneut, mes ar c’hoat a zevaz hag ar verc’hik n’e devoa droug ebed. Neuze, o sonjal e vije marvet gant an naoun, an anoued, e lakeaz e tleja emesk an teill er c’houldri. Eno tud vad a roaz d’ezhi bara da zebri ha plouz da lakat dindan e c’horfik.

Goude beza seblantet ankounachaat ar gwarisi, e welomp ar vaouez kabluz oc’h en em glevet gant ar paotr iaouank a welit ama dirazoc’h, evit rei d’e merch ha d’e mab kaër taol ar maro dre ar poëzon. Hi eo a ziskouezaz d’ezhan ar gambr, a zigorraz an nor, hag a galon vad a lezaz lakat ar poëzon en eur voutaillad likur.

An aotrou Koëtmeur, ama dirazomp a zo bet gwechall o tarempred Gwennola Kerzuliek, dre e lizerou e tiskoueze d’ezhi kalz a garantez. Mes eun deiz, ar plac’h iaouank a glevaz e rene e zervicher eur vuez direol e Pariz, e revine e dud dre an aour a golle er c’hoariou braz. Neuze Gwennola a skrivaz d’ezhan vit lavaret n’oa ket eun avans d’ezhan konta o teuje eun deiz da veza e fried.

An aotrou Koëtmeur a zelc’haz sonj deuz an dismegans-ze, hag a vagaz eur gasoni vraz en e galon evid ar plac’h iaouank. Pa glevaz e oa houma o vont da zimezi gant e jardiner, e wiskaz dillad eur galouper bro, hag e teuaz gant eur bâl da c’houlen labour e ti an aotrou Kerzuliek. Eno ec’h en em glevaz gant an itron evid ober an torfed a zigas anezho o daou ama.

Gwelet a rit eta, aotrone barnerien dirag o taoulagad, aze azezet war ar bank, daou dorfetour hag a studiaz mat an taol da ober, hag a en em glevaz mat etre-z-ho, evid dont abenn ouz o zaol. Medisin ebed na gavo anezho sod, mes oll e rankomp lavaret o deuz great an taol gant eur spered iac’h, eur spered a gasoni.

Na zalein ket pelloc’h da ziskuez d’eoc’h pegen heuzuz eo an torfet great gantho, pegement a zizenor a daol war eur famill anavezet mad hag istimet dre ar vro.

Gwelet a rit ama dirazoc’h eun dousen testou n’o deuz interest ebed da lavaret gevier, tud honest int oll, ha dre-ze ne c’hell douetans ebed chom en ho spered. Anzavet o deuz o zorfet.

Mes gwelet a rit oll e oa red d’ezho e anzao, p’e gwir e oant bet gwelet ha klevet gant daou zervicher euz ar maner. Dre-ze paz d’eoc’h tenerraat ho kalon, mes diskouezit dre eur chastiz kalet, pegen heuzuz eo an torfet.

Diskouezit hirio d’ar bobl a Vreiz a-bez, ne c’heller ket laza daou zen iaouank en deiz o eured, ha paëa goude eun torfet ken skrijuz, dre al labour forset epad o buez. Nan, nan, gwasoc’h eget an dra-ze a c’houlennan evitho, ha fizians em euz e komprenit va c’homzou. »…

Ar jureed neuze a en em dennaz en eur gambr a goste, hag eur c’hart heur goude ar barner braz a lavaraz :

« Goude beza gwelet grevuzded an torfet great d’an 28 a viz maë e maner an aotrou Kerzuliek e Poullaouën.

Goude beza goulennet kuzul digant ar jureed a zo ama, e lavaromp :

Héloise Clamort, pried d’an aotrou Kerkuliek ;

Herve Koëtmeur medisin e Kemper, a zo hirio dre lezvarn ar Breujou, kondaonet o daou da veza dibennet war unan euz plasennou Kemper. »


(PENNDIVEZA)