◄ XVII. — An eureud estlamm | XVIII. — An torfed diveza | XIX. — Ar breujou, ar c’hastiz ► |
Kemer a rechont ho daou hont ho c’hambr, goude beza kemeret un alc’houez er geginn.
Kerkent ma en em gavchont er gambr, ho daoulagad a baraz war ar voutaill gaër :
—Sell ta Gwennola ! unan bennag en deuz sonjet ennomp, ha digaset d’eomp hon derou-mad, da zeiz hon eured !
Laket en deuz ar voutail ze aze ha diou weren, heb gouzout dare da zen. Ra vezo trugarekeet an den mad en deuz roet d’eomp ar voulaillad likur-ma.
Evomp brema raktal bep a vanne boësoun te ken koulz ha me, va dousik Gwennola. »
— « Ia, va fried, sec’hed em euz, ha pa welan eur banne boësoun ken koulz doareet, n’oun ket evit harz da danva anezhan.
Ar pried iaouank neuze a dapaz krog en tenner bouchounou a ioa etal ar gwer, ha prestik goude an diou weren a ioa karget barr-huel.
An daou bried neuze en em vriataz, en eur reketi an eil d’egile buez vad, buez eüruz.
Eva rechont, ar c’hoarz war ho muzellou al likur kaër da welet. Pa oa evet ar banneou, ec’h azezchont peb hini war eur gador, evit chench ho boteier lerr.
A veac’h o devoa ar paourkez Gwennola komanset da lakat he boutou, ma zantaz eun domder, eun tan-gwall en he c’hreiz.
Laouik he fried a zantaz raklal ive ar memez poan. Ho daou en ho c’hamb, e ouelont, e hirvoudont a-bouez ho fenn !
Mac’harit, ar vatez koz, a ioa oc’h ober he labour er geginn, a glevaz klemmou an dud iaouank, hag a deuaz d’ar gambr da welet petra ioa c’hoarvezet.
Pa welaz an daou iaouank gourvezet war ar gambr, o trei hag o tizrei gant ar boan, e redaz da c’helver an aotrou hag an itron.
Ar re-ma o ioa o pourmen hag o koania asamez gant ho mignoned er jardinn.
Pa glevfchont ar c’helou o tiredchont raklal d’ar gambr el leac’h oa an daou bried iaouank o tiwaska ho foaniou diveza.
An tad neuze, fraillet he galon, a lampaz var he verc’hik Gwennola, a vriataz anezhi en eur bokat d’ezhi, an daëlou puill en he zaoulagad.
Gondeze e reaz ar memez tra d’he vab kaër a garie kement. An itron a reaz evel he goaz, a skuille daëlou o welet ar stad truezuz e oa laket an daou iaouank.
Eur medisin a ioa er banvez, a deuaz raktal
da welet an daou bried, ha goude beza
gwelet ho stad, e lavaraz n’oa netra da ober ;
e oa bet ampoëzonet an daou iaouank.
War ho c’hourc’hemen, e oa roët eur banne deuz al likeur da eva da unan deuz chas ar maner, hag eur c’hart heur goude ar c’hi a ioa marvet.
Ar medisin trum ha trum a roaz viou kri da eva d’an daou bried, roi reaz d’ezho e dour poultren glaou koat, evit esa troc’hi ar c’hlenved.
Mes allaz ! netra na ree vad d’ezho, ha da bemp heur deuz an abardaëz, an daou iaouank a dremenaz koulz lavaret asamez.
Sebellet e oant bet an eil ekichen egile, ha d’ar iaou da zek heur e oant douaret er memez toull e bered Poullaouën.
Oll dud an eured e kreiz ho eurvad, ho levenez, a ioa bet estlamet o klevet eur c’helou ken doaniuz, hag oll e zachont d’ar gear deuz an abardaëz, ken glac’haret evel e oant laouen deuz ar mintin.
An dud a lezen a deuaz d’ar maner, a gelc’hiaz en dro d’ezho an aotrou hag an itron Kerzuliek, an oll metejen, hag ive ar medisin a ioa bet wardro an daou glanvour.
Ar barner braz a c’houlennaz ouz ar medisin :
— « Sur oc’h, aotrou, ez eo bet ampoëzonet an daou bried iaouank gant ar gwin a evchont en ho c’hambr ? »
— « Ia, aotrou barner, rak eur c’hi goude beza evet eur banne dioutan, a varvaz eur c’hart heur goude. »
— « Piou en devoa laket ar gwin-ze er gambr aotrou Kerzuliek ? »
— « N’onzoun ket, aotrou. »
— « Na c’houi kennebeud, itron ? »
— « Nan, aotrou. »
— « Goulskoude c’houi a ioa epad an deiz wardro ar maner, en ti zoken. »
— « Ia aotrou, mez n’ouzoun netra, »
— « Ha c’houi, metejen, n’ho peus gwelet den ebed o tigerri dor ar gambr-ze war an deiz ? »
— « Me, eme ar plac’h koz, a ioa er mintin-ma о kempen ar c’hampeier, pa gleviz аn itron о tigerri dor ar gambr.
Gwelet a riz zoken an itron о vont er gambr asamez gant eun aotrou gwisket kaer, ha klevet em euz trouz gwer о steki an eil ouz egile.
Selaou a riz pe seurt kont a ioa gantho, mes na ententiz netra. Prestik goude e weliz va mestrez о tisken asamez gant an aotrou. »
— « Pe seurt doare den e oa an aotrou. »
— « Eun den braz ha moan, eun duard a zen, eun alvennou du, baro dindan he fri hebken. »
— « Pe oad a roit d’ezhan ? »
— « Nen doa ket tregont vloaz, a gredan. »
— « Petra ho poa da ober er gambr-ze d’ar mare-ze, itron ? »
— « Et e oan da ziskouez ar gambr d’an aotrou. »
— « Piou eo an aotrou-ze, ha реrak e felle d’ezhan gwelet kambr an dud iaouank ? »
— « Ah ! otrou barner, n’oun ket evit lavaret d’eoc’h he hano, n’hen anavezan ket mat, sonjal a reenn e oa eur mignon d’am goaz, hag e riz d’ezhan ar blijadur a c’houlenne diganen. »
— « Diouallit, itron, rak warnoc’h eo ema ar muia douetanz da veza great an torfet heuzuz-ze, ha lavaret a rankit d’eomp hano an aotrou-ze, rak gaouiadez oc’h pa levirit n’anavezit ket anezhan.
Nan, n’omp ket evit kredi e vijec’h eat da ziskouez ar gambr-ze da eun den n’аnаvezit ket. Rak-se ta livirit d’eomp he hano. »
— Me, a lavaraz ar mevel braz, a gav d’in em euz gwelet an aotrou-ze ama gwechall, hag en em fazia ran, ma n’em euz ket gwelet aze er mintin-ma an aotrou Koëtmeur, an hini a vije gwechall o leina, hag oc’h ober al lez da Wennola, Doue d’he fardono. »
— « Ah ! ar mister a zo diskuillet, a lavaraz an aotrou Kerzuliek !
Ia hen eo, lien eo, koulz lavaret sur ?
Kaset e oa raktal kelou dre sinaliou da archerien Kemper, evit digas an aotrou Koëtmeur da vaner an Tymeur.
Pa erruaz e оa goulennet outhan e peleac’h e oa da zeiz eured an daou ampoëzonet, da lavaret eo d’an 23 a viz maë.
— « Er gaer ta e Kemper. »
— « N’eo ket gwir, a lavaraz Kerzuliek, rak n’euz ket c’hoaz pemzek dervez e oac’h ama о labourat va jardinn, annout a ran ac’hanoc’h daoust ma zo ganoc’h hirio bravoc’h dillad eget na oa neuze.
N’euz douetans abed, c’houi eo an hini oc’h euz lazet va merc’h dre warisi, koulz eo d’eoc’h en anzao.
Darempredet oc’h euz Gwennola en ho iaouankiz, mez houma o klevet e renec’h e Pariz eur vuez direol, a lavaraz d’eoc’h eun deiz n’e devoa ezom abed ac’hanoc’h.
Mont a reaz droug ennoc’h, ar warisi a gemeraz ho kalon, ne zonjec’h ken nemed en eun dra : en em venji. »
— « Ia aotrou, hag en em venjet em euz, ha kontant oun deuz a gement-se !
Nan, ne felle ket d’in gwelet saotri eur plac’hik ken kaër ha Gwennola gant eur chouêr, gant eur mevel. »
— « Piou a ziskouezaz d’eoc’h hent ar gambr »
— « An itron ha me a ioa en em glevet evit ober an taol, mes ma zo unan bennag da damall, unan bennag da gondaoni, taolit ar beac’h oll warnoun-me, ha warnoun-me hebken. »
— « Ni brema, aotrou Koëtmeur, a oar
petra hon deuz da ober, a lavaraz ar barner
braz, hag ar guden-ma a vezo dibunet e
Kemper dirag ar Breujou.
An aotrou Kerzuliek neuze a droaz war-zu he itron hag a lavaraz d’ezhi :
« Gant eur galon laouen e lezan ac’hanoud etre daouarn ar justis, en eur reketi ma vezi kastizet hervez ec’h euz meritet. Kredi ran n’euz poan abed war an douar, goëst da lakat ac’hanout da baëa an torfet.
Va c’halon a dad a zo pell zo glac’haret, hag hed va buez, va daoulagad a skuillo daëlou c’hoëro d’am merc’hik Gwennola ha d’am mab kaër em euz kollet.
Ah Gwennola ! gant daoulagad va spered e welan ac’hanoud er bez, gwelet a ran da galonik sklaset, ar galonik-ze a zo bet ken tom, ken karantezuz hed da vuez. Ia, karet e peut achanoun, Gwennola, p’e gwir evit va c’haout e peuz great an hent a zo etre Mellak ha Poullaouën.
Va c’hlasket ec’h euz evit va lakat war hent ar Relijion em oa ankounac’heet pell a oa. Karet ec’h euz ar vaouez digalon-ze a zo aze dirag va daoulagad, p’e gwir araok ma oan o vont da rei d’ezhi taol ar maro, te a deuaz da c’houlen pardoun evithi gant va daou vugelik bihan… Hag evit kement-se a garantez, e peuz kavet ar maro dre ar poëzoun kriz, ar maro ekreiz al laouenedigez. Oh rozennik kaër ! troc’het oud bet, ha taolet en teill, en deiz ma oaz o vont da zigerri d’an heol binniget…
Va c’halon a zo rannet, ha va buez a vezo hiviziken eur chaden a c’hlac’har, ken na zin da welet ac’hanoc’h ho taou e gloar an Nenvou.
Kasit, kasit buana ma c’helloc’h ar vuntrerez-ze, ar vaouez digalon-ze, ar vam dinatur-ze deuz dirag va daoulagad. Ar c’hastiz a rofec’h d’ezhi na vezo biken goëst da baëa an torfet heuzuz e deuz great ! »
— « Araok mont er meaz euz an ti-ma ro aotre d’am daou vugelig da roi d’o mam eur bouch, ar bouch divea. Lez anezho da zont d’am c’haout, ma skuillin war o diouchod eur weraden daëlou a garantez. »
— « Nan, nan ! kentoc’h mervel ama war ar plas eget lezel da veza saotret diouchod va bugale gant daëlou gaouiad eur vuntrerez. Kerzit, kerzit, maouez, deuz an ti-ma eleac’h ne dlefec’h biken beza deut. Evit ato e nac’han ac’hanoc’h, ha deski a rin d’o taou vugel kasaat ac’hanoc’h.