Yannig an difouper neiziou
Eur zôn goz evid ar vugale, anavezet, e Leon, Kerre ha Treger
————
1
Kavet ’ peus da zaout ’ta Yannig,
Kavet ’ peus da zaout ’ta ?
— Ne ’m eus ket, ne ’m eus ket, Gwelloc’h ’geto ’m eus kavet.
|
|
bis
|
2
Petra ’ peus kavet ’ta, Yannig,
Petra ’ peus kavet ’ta, ?
— Eun neiz pig, eun neiz bran, Hag eun neizig laouenan.
|
|
bis
|
3
Pe seurt viou ’ z’ enno ’ta, Yannig,
Pe seurt viou ’ z’ enno ’ta, ?
— Unan ruz, unan gwenn, Unan glas, unan melen.
|
|
bis
| 4
Digas d’in unan ’ta, Yannig,
Digas d’in unan ’ta ?
— Ne roïn ket, ne roïn ket, Ar re-ze ’ zo ’vit ma gwreg.
|
|
bis
|
5
Pe seurt gwreg az peus ’ta, Yannig,
Pe seurt gwreg az peus ’ta ?
— Unan vihan, unan deo, Hag a zao e mare vrao.
|
|
bis
|
6
Da bet eur e sao ’ta, Yannig,
Da bet eur e sao ?
— Etre dek eur ha kreizteiz ’Sao ar big diwar he neiz.
|
|
bis
|
7
Pe seurt soubenn ’ ra ’ta, Yannig,
Pe seurt soubenn ’ ra ’ta ?
Soubenn pesk, soubenn fresk, Soubenn vijil alies.
|
|
bis
|
|
————