Zellet, Ele, euz lein an Envou
1. Zellet, ele, euz lein an Envou,
Brasan burzud a oe biskoaz :
Ho Krouer, Mest an ol boblou,
War an douar zo ganet henoaz !
Bugel paour ha dister
’Neur c’hraou Roue ar rouane
A n-euz kuzet e vajeste,
A n-euz kuzet e vajeste !
2. E Bethleem an ol a gouske
Da hanter-noz e peb tieges,
Na oa hini ken war vale
Nemet zant Jozep hag ar Werc’hes :
Etre daou aneval
Zouden e welont dirak-he
Eur c’hroadur zo den ha Doue ! (bis).
Etre daou... etc.
3. Kenkent en oabl, a greiz eur goabren
Splanoc’h eget heol ar c’hreiste,
O ninjal trezeg ar Jude
Elet a gan ol en eur vanden :
« Gloar en Env da Zoue,
« Ha peoc’h en douar evit-mad
« D’an dud a n-euz bolonte vad ! » (bis).
Gloar en Env... etc.
4. Deut, pastoret, deut d’hen adori,
Klevet eun èl ouz ho kervel :
Tost d’ac’h aze ’man e gavel,
C’houi hen c’havo tre divrec’h Mari :
Deut raktal ha kanet
Ho kanaouenou ar c’haeran,
Ha roet ho kalon dezan. (bis).
Deut raktal... etc.
5. Kanomp ive, kanomp, kristenien !
Bugel ar c’hraou zo trec’h bepret,
Goude ken lies a gantvet,
War an ifern hag e vevelien !
Nouël d’ac’h, o Jezus,
Mab ar Werc’hes ha Mab Doue,
Nouël, enor, ha karante ! (bis).
Nouel d’ac’h... etc.
K. G.