Dougomp hon zellou dreist
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dougomp hon sellou.
An de kentan a viz Du a zo bet dibabet gant an Ilis evit enori an ol Ele hag an ol Zent a zo gant Doue en e Varados. Lod euz ar re-man a n-euz bevet genimp war an douar, bugale maro gant zae wen o badeiant, kerent ha mignonet a bep oad hag a bep stad. Mari eo o Rouanes. Patronet hon bro, Tual, Kaourantin, Gweltas, Maudez, etc. : patronet hon parojou ha re peb-hini ac’hanomp, a zo eno pel zo amzer, hag a dalc’h warnomp o daoulagad meurbet damantus. An daou gantik-man a rei d’imp evel eun diskeudaden euz an eürusted a danveer e Palez an Dreindet : muioc’h c’hoaz mar kaner ive diou werz ar Barados : Jezus pegen bras e, ha Barados dudius, 92, 93.
Diskan.
Dougomp hon zellou dreist an douar,
Etrezek ar Zent hon tadou ;
Breman, kurunet ha leun a c’hloar
Emant gant Doue en Envou,
Emant gant Doue en Envou.
1. N’euz ket evit-he tristidiges,
Klenvet ebet na trubuillou :
Dastum a rant kreiz al levenes
Ar froues hadet kreiz an daerou.
2. Veldomp o deuz bet en o bue
Poan o senti, becJh o tevel,
Diners a oant, ha veldomp ive
A bep tu e kavent brezel.
3. ’N o zouez kals a oe izel o stad,
Micherourien, labourerien,
Zavet mintin, kousket divezad,
Gwej en domder, gwej er ieinien.
4. Kement ha ma vije o speret
Gant ar beden ha gant Doue,
Ha ma tec’hent pel dimeuz ar bed,
Aon da gaillaran o ine.
5. Er pec’het zoken darn aneze,
Zo bet kouezet, a n-euz bevet,
Beteg an de m’o deuz ’nem oualc’het,
Dre binijen ha karante.
6. O mouez a glevan d’imp o laret,
Pa grenomp, e risk d’enem gol :
« Bezet fians en Doue bepret,
Bèr eo ar stourm, braz an digol. »
7. Ol Zent, pelloc’h ni vank d’imp kerzat
War ho lerc’h dre hent ar vertu,
Hon zikouret breman ha dalc’hmad,
Ken a vezimp genac’h erru !
K. G.