Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Son ar Yar.



ZON AR IAR
____


   Êt ê ma iaric er wéenn,
      Landari !
   Penos rin-me d’ezhi diskenn ?
Toudaritita, toudaritita, tra la la !
    ritila, tra la la !

   Skeï bruzun bara ’n plass ann ti,
Laret d’ar iar : piti ! piti !


   Préparet ê ann oustillô
Da lâcad ar iar d’ar maro.

   Ar iar, pa glewas he setans,
Zo êt e-mès, gant dilijans.

   Allas ! a-bell na n’ê ket êt,
Er marchossi ê bet tapet.

   Annaïc Huon, c’hui a pô
Mallos ann holl gigi ar vro,

   Lacâd ann distruj war ar iêr
Lacâd ar viou da véza kér !


Mac’harit Scrignac.
Rosmapamon-Ferrost, 1886.