PEMPET GOURC’HEMEN.
Yun a ri an daouzec deziou,
Ar C’horais hac ar vigilou.
Obliget omp, dre’r bempet gourc’hemen eus ân Ilis, da yun ar c’horais, an daouzec deziou hac ar vigilou, da lavaret eo, an deiziou diaroc lod eus ar goueliou-bras. Examinomp eta petra eo ar yun ; piou en deus en instituet el lezen ancien hac el lezen nevez ; evit petra eo bet instituet ar yun e general, hac e particulier yun ar c’horais, an daouzec deziou hac ar vigilou ; ha piou eo ar re-so dispanset da yun.
I. Ar yun, e general, a zo ur brivation eus ar pez a c’houlen ar c’horf evit en em satisfia e-unan : evel-se e leveromp yun a voued, yun a repos, yun a bec’het. Ar yun a voued eo ar yun ordinal pehini a reomp ac’hanomp hon-unan, pe dre ma vez ordrenet deomp evit goulen digant Doue ar pardon eus hor pec’hejou hac ar graçou a bere hon deus ezom evit ober mâd hor silvidiguez. Ar yun a repos a zo ur yun dreist-ordinal pehini a rer er memes intantion. Ar yun a bec’het a zo ato necesser, hac hon oll yuniou-all, hep ar yun-ma, na ellont quet pligeout da Zoue.
II. Doue e-unan eo en deus, el lezen ancien, instituet ar yun, o condaoni Adam, goude e be-c’het, d’al labour, d’ar boan ha d’ar maro ; rac ar yun a zo ul loden eus ar binigen dleet d’ar pe-c’het ; hoguen ar binigen a zo quen-ancien hac ar bed ; hon tad quenta er stad a justiç hac a innoçanç a dleie beza necesseramant sobr, mæs goude e bec’het e tleas beza, hac e tleomp beza hon-unan, non pas hepquen sobr, mæs pænitantet, da lavaret eo, mantret a galon da veza displiget da Zoue dre’r pec’het. Ur galon vantret ne glasq nemet ar voyen d’en em reconcilia gant an ini he deus offancet, hep en em occupi-re, nac eus a voued, nac eus a gals a blijaduresou-all. Evel-se Adam, Moyses, ar batriarchet hac ar brofetet o deus yunet ha græt pinigen evit o fec’hejou o-unan hac evit pec’hejou ar bobl, hac ive evit obteni digant Doue ar graçou a bere o devoa ezom, ha len a reomp er Scritur, penos an Autrou Doue a zelaoue ordinalamant ar vouez eus o yun hac eus o feden. An Ninivitet o veza yunet ha pedet, Doue a zellas a druez outho, o fardonas hac a chomas hep distrugea o c’hær, evel m’en devoa gourdrouset ober [1]. Ar profet Elias, dre’r yun hac ar beden, a obtene digant Doue ar seurt amzer a c’houlenne [2]. An Israelitet o credi gant ræson penos ar goallou a zigoë en o zouez, ne voant nemet an effejou trist eus o disurzou, en em haste da gaout recours d’ar yun ha d’ar beden, hac a apæze evel-se coler Doue… Hor Zalver e-unan en deus yunet daou-uguent devez ha daou-uguent nosvez, evit rei deomp un ezempl eus an obligation hou deus oll da obèr pinigen [3]. Hor Zalver eo eta en deus instituet ar yun el lezen nevez, ha non pas an dud, eme sant Ambroas : non terrenâ cogitatione inventum, sed cœlesti majestate prceceptum [4]. Lezen ar yun a zo lezen Doue, eme ar memes doctor, ha non pas lezen ar veleyen, evel a lavar ar gristenien-fall : lex Dei, non sacerdotis [5]. Evel-se ar yun ne dê quet ur reglamant particulier, ur c’hustum, ur pratic dister ha nevez ; er c’hontrol, pep-tra a zisquez cozni al lezen-ma, e autorite, e c’hatolicite hac e utilite. Quen ancien eo hac ar bed : fontet eo var exempl ar batriarchet hac ar brofetet, ha var exempl hor Zalver e-unan : anavezet eo ha pratiquet dre’n Ilis universel.
III. Ar yun hac ar binigen a zo moyennou excellant evit satisfia da justiç Doue, effaci hor pec’hejou ha tenna varnomp graçou ha benedictionnou an êe : hon distrei a reont eus an drouc, hac hon douguen a reont d’ar mâd. Yunit, eme sant Ian-Chrisostom, evit ne bec’hot quet: jejuna ut non pecces [6] ; poan ho pezo, mæs peguement a boan ne guemer quet ur c’habiten evit desqui e zoudardet da vania mâd an armou ? Poagnit ive eta da zesqui ho corf hac hoc’h oll vemprou da c’hounit ar victor var adversourien ho silvidiguez. Dre’r yun ha dre’r fatig eo e teuer a ben eus a ul loen direiz, evel-se ive e teuot a ben eus ho corf pehini eo brassa adversour hoc’h ene… Yunit, eme ar memes doctor, abalamour ma hoc’h eus pec’het : jejuna, quia peccasti [7] ; o veza couezet er mor eus a fallagriez ar bed, ne chom mui gueneoc’h nemet ur planquen evit en em zavetei, hac ar planquen-ma eo ar binigen. Oll e perissot ma na rit pinigen, eme hor Zalver e-unan. Yunit, a lavar c’hoas deomp sant Ian-Chrisostom, evit conservi-mâd ar graçou precius hoc’h eus recevet ; jejuna, ut accepta conserves [8]. Petra na rer quet evit conservi un tenzor, ur varc’hadourez precius ! Mæs oll vadou an douar comparachet gant graçou Doue, a zo disterroc’h eguet ar fanq eus an hent. Ar yun a gresq ners an ene, evel ma cresq ar boued ners ar c’horf : gant pebes hast ha gant pebes joa na dleomp-nî quet eta caout recours da ur voyen quen excellant evit gallout cuntinui da veva e doujanç hac e carantez an Autrou Doue !
Ar yun, quen el lezen ancien, quen el lezen nevez, a zo Bet instituet principalamant evit satisfia da justiç Doue offancet dre ar pec’het, hac evit obteni diganthan ar sicourou a bere hon deus ezom ; hoguen, peguen alies a bec’het na gometomp-nî quet bemdez, ha peguer-bras ezom n’hon deus-nî quet eus a zicour Doue ? Ar pec’het a vilit ur boan pehini a rencomp da souffr er bed-ma pe er bed-all ; mæs poaniou ar bed-ma a zo ber ha dister, ha poaniou ar bed-all a zo hir ha grevus : ac’hanomp hon-unan e cuëzomp er stad trist eus ar pec’het ; mæs ne domp quet ac’hanomp hon-unan evit en em denna eus ar stad truezus-se ; greomp eta pinigen a greiz hor c’halon er bed-ma ha criomp varzu an drugarez a Zoue ; conformomp hor bolontez d’e ini o renonç d’ar pec’het ha greomp hon oll bossubl evit en em zavetei. Yunet hon deus, ô va Doue, eme ar Yuzevien, ha n’hoc’h eus quet sellet a druez ouzomp : jejunavimus et non aspexisti (Isai) [9]. Ia , eme Zoue, mæs ho polontez ne oa quet conform d’am ini : va bolontez eo ho savetei, ha c’hui en amzer-ma yunac’h a veve er memes disurzou ; va fedi a reac’h divar-bec ho teod, mæs bo calon a oa pell diouzin : hac hennez eo eta ar yun a c’houlennan-me ? Nunquìd tale est jejunium quod elegi ? [10] Yunit, mæs distroit ive ouzin eus a greiz ho calon, ha torit ar chaden pehini ho talc’h dindan esclavach ar pec’het : dissolve colligationes impietatis [11] ; neuse e criot varzu-ag-ennon, hac e respontin deoc’h penos ez-oun præst d’o sicour : clamabis et dicet : eccè adsum [12].
V. Yun ar c’horais a zo bet instituet gant an ebestel, da guenta, evit enori ar yun a zaou-uguent devez hac a zaou-uguent nosvez a reas bor Zalver aroc mont da breseg e Aviel ; d’an eil, evit hon disposi da zelebri ar mysteriou-bras eus a bassion, a varo hac a resurreciion hor Zalver ; d’an drede, evit hor præpari da gommunia da Basq gant an dispositionou requis… Ar c’hotuezou, galvet autramant ar pevare-amzer pe an daouzec-deziou, a zo bet instituet gant an Ilis evit consacri da Zoue, dre’r binigen, an oll amzer eus ar bloas; evit tenna varnomp ha var drevajou an douarn benedictionou an êe ; hac evit goulen digant Doue, beleyen hervez e galon, da lavaret eo, beleyen-vâd ha santel.
Hor mam zantel an Ilis he deus ive instituet ar vigilou evit bon disposi choas dre’r binigen da santifia-mâd certen goueliou solanel eus ar bloas. Ober vigil, vigilare, en e sinification guenta, a zo beilla ; abalamour hon tud-coz er feiz a dremene ul loden-vras eus an nos diaroc ar goueliou bras-ma, o pedi Doue ; hirio, dre’r guer ober vigil, e c’hententer hepquen ober abstinanç a guic.
Un diffaranç-vras a oa guechal etre yuniou ar c’horais ha yuniou ar c’hotuerou hac ar vigilou : yuniou ar c’horais a oa rigoliussoc’h ; ne guemeret neuse nemet ur pred bemdez vardro c’huec’h heur eus an nos hep an disterra banne guin : eleac’h en deiziou-all e pere e yunet, ar pred a vize da deir-heur goude crez-deiz, hac un usach moderet a vin ne oa quet difennet… Betec an navet canvet, ar c’horais ne oa nemet a c’huec’h deves ha tregont ; mæs ar bobl fidel o veza goulennet pevar devez-all, evit ma vize muioc’h conform e yun da ini hor Zalver, an Ilis a ordrenas ma vize yunet adalec merc’her al ludu betec ar sul Fasq, ar pez a ra just daou-uguent devez hep conta ar zuliou epad pere ar yun ne dê bet jamæs a obligation… En commançamant ar gristenach, ne ret absoluamant nemet ur pred ous an noz ; mæs abaoue pell amzer, an Ilis a bermet quemeret ar pred-se da grez-deiz, ha dibri c’hoas un draic-bennac ous ar pardæz ; ar c’hart eus ar pez a renqfemp da gaout evit preja, eme an deologianet. Var boent ar pred, ha var ar pez a eller a zibri, pep-unan a dle consulti e ners, anaout ha miret-mâd reglennou e escopti, hac e particulier avis e goëssour. Charl-Magn, roue a Franç, a voue reprenet, abalamour ma quemere epad ar c’horais da deir heur, ar pred-unic a oa neuse permetet ; mæs o veza respontet gant guirionez penos n’er grê nemet dre vadelez evit e oficerien pere ne brejent nemet e c’houde, e c’hobtenas dispanç digant an Ilis pehini o veza ma e deus græt al lezen a ell ive dispansi anezi.
VI. An dud clân, ar groaguez a zoug frouez, ar maguereset, ar veachourien hac ar re o deus labour ten ha poanius a zo dispanset da yun ; mæs an Ilis, oc’h o dispanç eus ar yun, n’o dispanç quet eus an desir da ober pinigen, evel an oll dud-all. Quemeret a dleont ar boued a blich dezo an nebeuta, hac en em gonsideri evel indign d’er c’hemeret epad ma yun ar re-all, petra-bennac ma zint quer coupabl pe goupaploc’h. Ober a dleont aluzennou brassoc’h, pedennou hirroc’h ; ha beza sourciussoc’h da vortifia o oll squianchou naturel. Ar re na ellont quet ober ar yun hed-ha-hed, a zo obliget d’e ober hervez o galloud : Doue ne c’houlen quen digantho ; mæs o vancout da ober o fossubl, e pec’hont marvelamant. An esquibien, pere a zo laqueet gant Doue evit gouarn e Ilis, a ell, evit ræsoniou-mâd ha legitim, dispansi eus ar yun e general, ha rei ar memes galloud da bastoret an eneou.