C’HUEC’HVET GOURC’HEMEN.
Na da zadorn, na da vener,
Ne zebri quic e nep amzer.
An Ilis, dre’r gourc’hemen-ma, a zifen dibri quic da vener ha da sadorn, hep necessite hac hep permission ; ha quemen-ma evit enori passion hac enteramant hor Zalver, hac evit hon disposi da santifia-mâd ar zul.
I. An Ilis a fell dezi e ve ato præsant d’hor speret ar zonch eus a bassion hac eus a varo hor Zalver, evit hon douguen da zetesti ar pec’het ha d’en em viret outhan. Evit quemen-se ive, en deus hor Zalver e-unan, instituet ar sacrifiç santel eus an oferen, hac en deus lezet gueneomp e gorf hac e voad precius er sacramant adorabl eus an auter. Goude m’en devoa instituet ar sacramant-ma, e lavaras d’e ebestel, hac en o fersonach d’an oll veleyen : grit quemen-ma e memor ac’hanon : hoc facite in meam commemorationem [1], da lavaret eo, offrit ar sacrifiç-ma e memor eus va fassion : sant Paul a lavar ive eus e berz d’an oll gristenien penos quellies guech ha ma communiont e nevezont ar memor eus e bassion [2] : ret eo eta en deffe hor Zalver carantezus un dezir-bras hor he memor eus e souffrançou hac eus e varo, pa en deus græt evit-se quemen-ma oll.
Evit-se c’hoas e fell d’an Ilis e ve en ornamanchou cals-croaziou hac e ve ur grucifi ê pep templ ha memes var bep auter, evit ma o devezo ar belec hac ar bobl ar zonch eus a bassion hor Zalver, ato præsant d’o speret… Evit-se, erfin eo e ra an Il[i]s planta croaziou er placennou hac en henchou public, hac e c’hali he bugale da gaout crucifiou en o zyez, ha d’o douguen bepret gantho, evit ma vezo doun en o c’halon ar zonch eus a Jesus crucifiet evit hor zavetei.
Ar zonch-ma hon ampech da offanci Doue ; rac, piou eo an ini a garre displijout d’hor Zalver oc’h e velet dispennet, goloet a c’houliou, ha staguet ouz ar groas abalamour dezan ? Barbar pe zisquiantet eo an den a ra goab eus an ini a souffr ar maro evithan… Ar memor eus a bassion Jesus a zervich da denerraat hor c’halonou pa deuont da veza caledet, goude ma hon deus abuset eus a c’hraçou Doue pe gometet ur pec’het grevus-bennac. Mâd eo neuse en em lacat d’an daoulin dirac ur grucifi, aplica anezi var boul hor c’halon, boucha da dreid imach Jesus crudfiet, ha goulen pardon digant Doue dre’r militout infinit eus e bassion hac eus e varo var ar groas… Quemen-ma a zervich da rei deomp courach ha ners en oll boaniou a ell da erruout gueneomp en hor buez : rac, mar doun clân ha mar cavan diæz va goele, va Zalver Jesus a lavar d’în a zivar e groas : o c’hui pehini a zo affliget, grit attantion ha guelit hac ên zo bet biscoas glac’har henvel ous va ini ! Attendite et videte si est dolor sicut dolor meus (Jerem.) ? [3] Mar doun dispriset, e lavar d’în ez-eo bet contet etouez ar griminalet, ha crucifiet etre daou laër : mar em eus ur c’holl bennac, pe mar doun dibourve eus a vadou an douar, e respont d’în penos ez-eo bet ganet en ur c’hraou, ha penos n’en devoa quet a beadrâ da reposi e ben : mar em eus ur glac’har bennac, e lavaro d’în penos epad e vuez ne dê quet bet un heur hep poan. Hoguen, piou eo an ini n’en em resolvo quet da souffr o velet, hac o compren quemen-ma ? Sant Augustin a assur penos n’en deus cavet remed-ebet a-enep goallou, poaniou ha displijaduresou ar bed-ma, quer galloudus evel ar zonch eus a bassion hor Zalver [4]… O vont hac o tont, hac en ur ober hon labour, en em occupomp eta eus ar zonch-ma : pa labourimp azezet, dalc’homp ur grucifi dirac hon daoulagad, ha sellomp outhi alies: en em guzomp etouez gouliou hor Zalver : pedomp ar gouliou divin-ma, evel quellies a c’hinou, da c’houlen pardon evidomp : dougomp ato varnomp ur groas-bennac : bouchomp alies dezi : he c’honsideromp evel banyel roue an armeou ; evel ar squeul dre behini e tleomp pignat en êe ; evel an alc’huez pehini a dle digueri deomp dor ar barados : en em laqueomp e stad da vervel gant hor Zalver, evit gallout ressuscita ganthan hac evelthan.
II. Ar vigil a reomp da vener ha da zadorn a zo bet ive instituet gant an Ilis, evit hon disposi da santifia-mâd ar zul.
An oll amzer a zo da Zoue, mæs ar zul eo an deiz ispicialamant consacret d’e zervich : en em zisposi a dleomp eta d’er zantifia hervez hor galloud. Sant Frances Borgia a bartage e oll amzer ê diou loden : ul loden a dremene oc’h en em zisposi da gommunia, hac ul loden-all o trugarecât Doue : greomp evelthan ; tremenomp an tri devez diveza eus ar sizun, oc’h en em bræpari da celebri-mâd ar zul, da assista-mâd en ofiç divin, ha da gommunia, mar dê possubl deomp ; hac an tri devez varlerc’h, o trugarecât Doue eus e c’hraçou.
Ar zul a zo deiz an Autrou souveren, dies dominica ; er c’honsideromp eta evel an deiz e pehini e tleomp guelet gant attantion, penos hon deus tremenet ar sizun, hac e pe stad en em gavomp dirac Doue. Ur zervicher carguet da brena ha da verza, a laca, aroc ma c’herru e væstr, urz-vâd en e gontchou : nî eo ar zervicherien carguet gant Doue da brena ha da verza, da lavaret eo, da lacat da dalvout an talanchou hac ar graçou hon deus recevet digant Doue : negotiamini donec veniam [5] ; consideromp eta, ispicial da zul, pe seurt commerç hon deus græt, var ar sizun, evit an êe ; da lavaret eo, pe seurt techou-fall hon deus toret, pe seurt vertuziou hon deus pratiquet ha petra hon deus græt evit Doue hac evit hor silvidiguez. Mar santomp eo brassoc’h hor c’holl egued hor gounideguez, pebes ræson evidomp d’en em humilia, da c’houlen pardon evit an amzer dremenet, da dostaat ous hor sacramanchou, ha da guemeret resolutionou-mâd evit an amzer da zont.