L. Prud’homme, 1846  (p. 217-222)




C’HUEC’HVET GOURC’HEMEN.


Non mœchaberis.
Ne gometot aoultriach ebet.

Doue, dre’r c’huec’hvet gourc’hemen, a zifen ouzomp pep action dishonest. Ar guer mœchari a sinifi cometi aoultriach, mæs hervez sant Augustin ha doctrin an Ilis, e-unan, dre’r guer-ma e tleer entent pep action lubric : rac-se ar c’huec’hvet gourc’hemen a zifen ispicial an actionou hac an navet an dezirou control d’ar burete… An nebeud a gomzou a laca Doue evit difen ar pec’het-ma, hac an difen a ra an abostol da brononç memes e hano [1], a so un avertisamant deomp da lavarer [sic] nebeud var ar vatier-ma, gant aon da offanci diou-scouarn den ; mæs ar ravach a ra etouez ar gristenien hac an tourmanchou a vilit er bed all, hon oblich da lavaret un dra-bennac anezan, eus e speçou diffarant, hac eus an tor a ra d’an ene.

I. Al luxur, pe al lubricite a zo un attach disordren oc’h blijadurezou ar c’hiq ; ar villa eo eus ar seiz pec’het marvel, hac ar zourcen ordinal eus a bep seurt crimou. Sant Ian, en e Apocalips, a raport ur vision estranch pehini en devoue eus a ur c’hreg azezet var un aneval pehini en devoa seiz corn : mater fornicationum [2]. Ar c’hreg-ma a oa azezet : dre eno e tleomp compren penos an didalvoudeguez a zo ar zourcen ordinal eus ar pec’het ifam a behini e parlantomp.

Seiz corn an aneval var hehini e oa azezet, a repræsant deomp ar seiz speç diffarant eus al luxur, pere-so : ar fornication, an aoultriach, an incest, ar viol, ar ravisserez, ar sacrilach hac ar pec’het a-enep an natur.

1° Ar fornication a zo ar pec’het a gomet an eil gant eguile, tud diangach a briedelez hac a bep seurt vœu. Ous ar pec’het-ma eo e scrife an ebestel assamblet er c’henta concil a Jerusalem d’ar re a oa nevez convertisset, pa lavarent lacat evez d’en em renta coupabl anezan : ut abstineatis a fornicatione [3]. Ha ne ouzoc’h-hu quet, eme an abostol sant Paul, ez-oc’h memprou da Jesus-Christ, ha templou-beo d’ar Speret Santel ? [4] Prenet oc’h, eme ar memes abostol , dre voad Jesus-Christ, respetit eta ho corf [5] ha n’en roit quet d’an drouc-speret evit ur blijadur mezus pehini a bâd quen nebeud a amzer hac a zo heuillet a guement a c’hlac’har. O Doue, eme sant Augustin, en em renta dîn eus a un eternite a dourmant evit ur moment a blijadur ifam, pebes follentez ! [6] Lod-all eus ar gristenien a gomet pec’hejou mezus ar re horrupla, gantho o-unan pe gant re-all, e meur a fæçon : siouas ! ne gredfent quet o c’hometi dirac ur c’hrouadur, penos eta, ô va Doue, e credont-y o c’hometi en ho præsanç hac e, præsanç an ælez santel !... An disterra familiarite, ispicial etre dud yaouanq, a zo dangerus-bras ; dihoallit eta ha quemerit an tec’h, mar fell deoc’h beza victorius ! Fuge, et vicisti [7].

2° An aoultriach eo ar pec’het a gomet un den demezet gant un den dizemez, pe, mar dint demezet o daou, an aoultriach a zo doubl. Ar pec’het-ma a zo c’hoas grevussoc’h eguet ar fornication ; rac estreguet an impurete pehini a zo ennan, eguis en eguile, ez-eus ive daou bec’het-all, ar parjur hac al laeronci. Ar parjur, rac an ini a vanq d’e bried, a dor al lê en deus græt e faç an auter da veza fidel dezan ; e sin a guemen-se o devoa roet o dorn an eil d’eguile ha recevet digant ar belec ar voalen a eured pehini a zo ar c’hachet hac ar ziel eus o fromessa : ul laeronci, rac corf an ini a zemez a zo d’e bried, ha mar dispos anezan, e comet ul laeronci hac ur c’hrim an horrupla. Evel-se an oll lezennou, quen divin, quen civil, o deus quement a horrol eus ar pec’het-ma, ma teuont d’er punissa dre’r maro, pe dre poaniou ar re vrassa. El lezen ancien e oa ordrenet laza a doliou-mein, an ini en devize er c’hometet, eguis ma velomp en exempl Suzanna, hac en Aviel, en andret ma parlant deomp eus ar c’hreg aoultrierez pehini a voue præsantet d’hor Zalver evit essa gallout er surpren en e gomzou. Guechal, hervez lezennou ar rouantelez-ma, ar maro a oa ive partach an ini a-enep pehini e vize prouet un aoultriach. Hirio, ar pec’het mezus-ma, ar blasphem ha cals-bras a grimou-all, ne dint cazi mui punisset gant justiç ar hed, mæs ar vrec’h eus a justiç Doue ne dê quet berreet, tizout a rai un deiz betec au dud coupabl ; patiant eo abalamour ma’z-eo eternel.

3° An incest a zo ur pec’het lubric etre guerent, memes dre alianç. Ar pec’het-ma a zo c’hoas horruploc’h eguet an aoultriach, abalamour ma tôr ar respet a dle ar guerent da gaout an eil evit eguiie ; ha sul-nessoc’h ma zor, sul-vrassoc’h eo ar pec’het, bete an eil basen a guerentiach ez-eo ur c’has reservet. Ar pec’het-ma eo a fapbas quement an abostol oc’h ar Gorinthianet, pa anavezas e oa unan anezo cuëzet ennan, ma scrivas dezo ul lizer leun a glemou hac a c’hourdrouzou, ha ma livras ar maleürus-se d’an drouc-speret oc’h en excumunugui.

4° Ar viol eo contraign unan-bennac da bec’hi. Beza ez-eus mistri ifam avoalc’h evit cometi ar c’hrim-ma.

5° Ar ravisserez eo tenna dre nerz unan-bennac gant dessin da ober an drouc e poent hac en amzer. Ar re a erru gantho violanç, pe rab, gant ne gonsantint quet, n’o deus quet a bec’het. Deceo dre bromessaou-caër, pe dre c’hourdrouzou, a zo cazimant violi.

6° Ar sacrilach, er vatier-ma, eo ar pec’het a gometer gant unan-bennac consacret da Zoue dre’n urzou sacr pe dre’r vœu a religion ; pe autramant ar pec’het a gometer gant un den libr en ur plaç sacr, evel ma’z-eo an ilizou , ar chapelou, ar berejou.

7° Pa na gredomp quet parlant eus ar pec’hejou a-enep an natur, tevaligen an nos hac an traou-mâd crouet gant Doue a lavaro d’ar priejou ifam ha d’an dud lubric-se penos ez-int monstrou a fallagriez, pere a dlefe da viana mont da scol al loened brutal !… Fonti a ran gant ar vez, eme sant Augustin, o parlant eus a bec’hejou quen abominabl ! Pec’herien lubric, emezan, la-quit evez na bignfe un eil guech, betec an êe, ar c’hri a bec’hejou Sodôm ha Gomorrh [8] pere a zo bet consumet gant ur glao a dân hac a souffr evit mouga an tân impur a oa e corfou o habitantet ! An diluch, eme Dadou zantel an Ilis, ne voue ive digacet, nemet evit goalc’hi an douar eus ar pec’hejou lubric : Omnis caro corruperat viam suam [9].

III. Effejou maleürus ar pec’hejou lubric a zo horrubl ha scrijus : ar pec’hejou-ma a zouill ar c’horf hac an ene, ato int caus eus a varo an ene, hac alies-bras eus a varo ar c’horf : coll a reont ar reputation ; dalla a reont ar speret ; grit hoc’h oll bossubl evit disquez da un den lubric, da be seurt danger en em expos ; lavarit dezan pebes calonad a ra d’e dud, er memes amzer ma coll e ene ; espliquit dezan peguen trist e vezo ar stad e pehini en em gavo hep dale : allas, ne vel, ne gleo ha ne gompren netra, e bassionou mezus a zall e speret : caër ho pezo repræsanti dezan an injur a ra e vuez-fall da Zoue hac an tor a ra dezan e-unan ha d’e nessa ; caer ho pezo er gourdrous hac er suplia da cench, caër ho pezo parlant dezan eus ar pez a zo a spontussa e lezen Doue, eus ar maro, ar vam, netra ne rai impression varnezan ; e galon a zo caledet dre’n tân eus al lubricite !!!

  1. [Er c’hontrol, gw. I. Cor. VI, 9-10 ; I. Tim. I, 9-10 ; Rom. I, 27-31.]
  2. [Apoc. XVII, 3-6.]
  3. [Cf. Act. XV, 29 (ha c’hoazh I. Thes. IV, 4.)]
  4. [I. Cor. VI, 19-20.]
  5. [Cf. Rom. XII, 1.]
  6. [Cf. « Momentaneum quod delectat æternum quod cruciat », lavar boutin lakaet war gont hini pe hini (Aostin d'ar peurvuiañ, met ivez s. Bernard pe s. Yann Beg-Aour).]
  7. [Gw. uh.]
  8. [Gen. XVIII, 20.]
  9. [Gen. VI, 12.]