L. Prud’homme, 1846  (p. 222-227)




NAVET GOURC’HEMEN.


Non concupisces uxorem proximi tui.
Ne zezirrot quet pried ho nessa.

Allas ! ne dê quet dre action hepquen eo e cometer ar pec’het lubric, er c’hometi a rer ive dre’r zellou, dre’r zongesonou, dre’r c’homzou, ha dre’n desirou dishonest, rac Doue ne lavar quet deomp hepquen : ne reot quet an drouc, non mœchaberis ; mæs ne zezirrot quet en ober, non concupisces.

I. Ar pec’het quenta a lubricite eo an ini a gometer dre zongesonou dishonest e pere en em blijer : an daou dra-ma a zo necesser ; ret eo d’ar zongeson beza fall, da lavaret eo, control da lezen Doue ; ha ret eo en em blijout enni evit beza coupabl ; rac imagination an den a red evel an dour, hac an traou ar re villa a dremen a vechou dre speret an dud ar re zantella. Sant Paul, sant Beneat ha santes Theresa a barlant o-unan eus an traou fall a dremene dre o speret en amzer memes ma plijent ar muia da Zoue, abalamour d’ar fidelite gant pehini e rent o fossubl evito chasseal, evel ma ra ur soudard-mâd e bossubl evit gounit ar victor. Ar zongesonou fall ne rentont quet eta ac’hanomp coupabl, ma n’en em bligeomp quet enno ; er c’hontrol, hon renta a reont agreaploc’h da Zoue, abalamour d’ar boan a roont deompy ha d’ar zourci a guemeromp d’ô zrec’hi… Ar zongeson dishonest a zo ato ur pec’het marvel adalec ma en em blijer enni a volontez franq… en ampoent memes na zezirer quet an drouc e pehini e Songer : perversæ cogitationes separant a Deo (Sap. i). Ar c’honcil a Drant a lavar memes penos ar zongesonou-fall e pere en em blijer, a zo, en ur fæçon-bennac, goassoc’h eguet an actionou : nonnunquàm animam graviùs sauciant quàm illæ quæ manifestæ admittuntur [1]. Rac an actionou dishonest a inspir mui a horrol ; ne gaver quet ato an occasion, an amzer, ar plaç, a dud d’o c’hometi; rebechou ar goustianç, ar vez hac ar gonfusion a zo remejou precius ; mæs netra a guemen-ma ne droubl an ini en em blich en e voal zongesonou ; dihoallit eta outho , hac o chasseit pront. Ur zongeson a zo ar pas quenta a reomp varzu ar vuez pe varzu ar maro ; varzu ar vuez, mar dê ur zongeson-vâd ; varzu ar maro, mar de ur zongeson-fall. Destumit, eme ar Speret Santel, al leern-bian-se, mar ho lezit da gresqui, e revînfont ho quinien ; lazit an aer-vian-se, deut da veza bras e c’hell ho flêma ha rei deoch ar maro : mouguit an fulen-dân-se, gant aon rac an tân goal pehini a alfe dêvi hoc’h oll danvez ; da lavaret eo, chasseit buan ho songesonou dishonest, rac mar en em bligit enno, e roit ar maro d’hoc’h ene.

II. Ar zellou dishonest : piou eo, a c’houlen ar profet Isai, an dud-se pere a zo huel evel an astrou, hac en em dên neuse souden en toullou-moguer evel ar goulm ? [2] Sant Gregor [3] a respont penos ar re-se eo an dud just pere a zo, er Scritur, comparachet gant an astrou, o veza ma tilezont an traou terricn, evit en em occupi eus an traou cœlestiel hepquen : o daoulagad, o speret hac o c’halon a zo casi ato savet varzu an êe, hac eno, evel a lavar an abostol, ema o c’honversation ordinal : nostra autem conversatio in cœlis est [4]. Er c’hontrol, ar re a zalc’h re-hir o daoulagad paret var an traou terrien, a stag pront o c’halon outho. Quemen-ma a erruas gant ar roue David, pehini o veza arretet re-hir e zaoulagad var bried Uri, a goncevas dezirou-fall anezi, hac a guezas ganthi er pec’het [5]. Ar maro, eme ar profet Jeremi, a antreas en e galon dre e zaoulagad hac a vuntreas e ene [6]. Rac-se sant Gregor a lavar deomp penos ne dleomp quet arreti hon daoulagad var ar pez ne dè quet permetet deomp da zezirout [7]. Ar patriarch Job, santella den a zo bet biscoas var an douar ne bermete quet d’e zaoulagad para var ur plac’h yaouanq [8], o credi parfet penos al lagad eo an or ordinal dre behini e c’hantren er galon, ar zongesonou, an dezirou hac ar pec’hejou dishonest. Job, eme sant Ian Chrisostom [9], en deus crênet, ar pez a dle rei deomp oll da gompren penos e tleomp crena hon-unan, peguer zantel-hennac e c’hallemp beza . N’en em gavit quet alies hoc’h-unan, gant plac’h-ebet, eme an Tadou zantel eus an Ilis, na chomit quet pell assamblez ganthi, hac etre ma viot ho taoulagad a dle beza izel, ho comzou ber ha serius. Cum alio sexu, sermo gravis, brevis [10], solus cum sola nunquam sedeas [11].

III. Ar c’homzou dishonest, ar c’honversationou-fall, eme ar Speret Sanlel, a laca buan ar gorruption etouez an dud, memes ar re zantella : corrumpunt bonos mores colloguia prava [12]… Sant Ian Chrisostom a lavar penos an dud-fall, dre o c’homzou hac o c’hanouennou-vil, a servich da deod d’an drouc-speret [13] : ia, emezan, evel m’en deus Doue e bredicatoret hac e ebestel pere a hanver tud-Doue ; evel-se ive ar speret impur en deus e vinistret pere a eller da henvel mevellou satan… Farcerez eo a livirit, eme c’hui, evit lacat c’hoarzin, ha ne zongit e drouc-ebet : mâd ha pur eo eta ho calon, var ho minou ; en em drompla a rit, ne ouzoc’h quet en em anaout : ho quinou ne barlant nemet eus a abondanç ho calon : ur muzul re-leun a lez greun da scuilla hac eus ar pez a scuill e c’houzor anaout ar greun : pa velan moguet, e lavaran ez-eus tân : pa zigorer ar bez, mar sorti un ezen-fall, e leverer ez-eus c’hoas breinadurez ennan ; evel-se, ho comzou a ro da anaout piou ez-oc’h : loquela tua te manifestum facit [14]… It pell diouzomp, rac n’ez-oc’h nemet tud corrompet, ho comzou eo an ezen-fall en ro deomp da anaout : ne chomit quet en hon touez, ellumi a rafac’h dre oll an tân eus al lubricite ; ho comzou a zo ar moguet dre behini e velomp sclær penos ema an tân vil-se en ho calon : c’hui eo ar greun-fall pehini a goll an ini mâd hac a ra quement a zistruch e douar an tad a famill, da lavaret eo, quement a ravach, dre ho comzou vil etouez guir vugale Doue.

IV. An dezirou lubric : ne zezirrot quet, eme Zoue, pried ho nessa : non concupisces uxorem proximi tui. Beillit, eme ar Speret Santel, var dezirou ho calon, rac eus ar galon e sorti ar zongesonou-fall, an aoultriach, ar fornication : de corde enim exeunt cogitationes malæ, adulteria, fornicationes [15]. Al lezen ancien a lavare : ne violit quet ; ne guemerit quet tra ho nessa ; mæs al lezen nevez a barlant huelloc’h hac a lavar : ne zezirrot quet memes en ober. Al lezen civil a ell heuill an den var ar ruiou, en henchou hac et plaçou public, ha memes betec en e dy ; mæs na ell quet mont hirroc’h, Doue hepquen a ell tizout betec goelet calon an den : scrutans corda et renes Deus [16] ; rac-se, hor Zalver a lavar en e Aviel : eürus ar re a zo pur a galon, abalamour ma velint Doue ! [17] Ne lezomp quet eta ar pec’het da zisquen en hor c’halonou dre zezir dishonest-ebet, rac netra souillet ne antreo e rouantelez Doue… Ar pez a rent an impurete quer commun eo an aezamant gant pehini e cometer ar pec’het-ma ; rac, er c’hometi a eller dre’n oll squianchou naturel : dre’n daoulagad, oc’h o arreti var objedou pe o len traou dishonest ; dre’n discouarn, o selaou comzou bavard ; dre’n teod, o lavaret traou, o cana soniou pe o conta rismadellou impudic ; dre’n treid, o vont d’an dansou, d’an assambleou difennet ; dre’n daouarn hac ar visach, o veza re-libr ganeomp hon-unan pe gant re-all ; dre’r speret, oc’h en em arreti e songesonou-fall ; dre’n imagination, oc’h en em repræsanti traou-fall græt pe velet ; dre’r volontez, o consanti da zezirou criminal : e pep plaç, e pep amzer, en nos hac en deiz, e pep oad, er yaouanquis hac er gozni, e c’heller, siouas, cometi ar pec’het vil-ma. Hep conta an actionou, pet songeson lubric ne deu quet e speret an dud-fall, couls en deiz evel en nos ? An imaginationou, pe an ureou, n’ez-int quet, evit guir, ato pec’hejou, nemet consanti a rafet dezo pa zihuner, pe, nemet roet e ve occasion dezo epad an deiz, e oar direbech dirac Doue. Evit gallout en em viret pur hac agreabl dirac Doue, beillomp ha pedomp.

  1. [Concil. Trident., Sess. XIV, cap. 5.]
  2. [Is. LX, 8.]
  3. [Greg. M., Moral. in Job, XVIII, 47 (ha XXVII, 9).]
  4. [Phil. III, 20.]
  5. [Gw. II. Reg. XI.]
  6. [Cf. Jer. IX, 21 : quia ascendit mors per fenestras nostras….]
  7. [Greg. M., Moral. in Job, XXI, 2 : Intueri non decet quod non licet concupisci.]
  8. [Job XXXI, 1.]
  9. [… (oc’h addisplegañ Job IV, 4 : pavor tenuit me, et tremor, et omnia ossa mea perterrita sunt.]
  10. [Lakaet e-gaou war gont s. Aostin gant Ps. Tho. Aq. (= Matth. Cracov.), De modo confit., 22.]
  11. [Hieron., Epist. LII (ad Nepotian.), 5.]
  12. [I. Cor. XV, 33.]
  13. [Jo. Chrys., Homil. de Statuis I, 6.]
  14. [Matth. XXVI, 73.]
  15. [Matth. XV, 19.]
  16. [Apoc. II, 23.]
  17. [Matth. V, 8.]